Georges Cochevelou, pe Jord Cochevelou (Pariz 1889-Pariz 1974), ebenour, luder ha soner, a oa tad da Alain Cochevelou (Alan Stivell). Genidik e oa e dad eus Gourin hag e vamm eus Pondi. Savet e oa bet Jord e Pondi, ha skoliataet er gêr-se, ha goude e Gwened hag e Santez-Anna-Wened.

Jord Cochevelou
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGeorges Cochevelou Kemmañ
Anv ganedigezhGeorges Lucien Pierre Cochevelou Kemmañ
Anv-bihanGeorges Kemmañ
Deiziad ganedigezh16 Mae 1889 Kemmañ
Lec'h ganedigezh14th arrondissement of Paris Kemmañ
Deiziad ar marv20 Kzu 1974 Kemmañ
Lec'h ar marvSaint-Mandé Kemmañ
Lec'h douaridigezhGourin Kemmañ
PriedFanny Julienne Dobroushkess Kemmañ
BugelAlan Stivell Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherluthier, troer Kemmañ
Benveg sonerezhTelenn Kemmañ
Dedennet ganttelenn geltiek Kemmañ
Telenn grennamzerel, bet d'ar rouanez Mari Stuart.
Telenn arnevez e Kanada.

Evel Gildas Jaffrennou e oa dedennet-bras Georges Cochevelou gant an telennoù liesseurt a gaved e Kembre, Bro-Skos hag Iwerzhon betek c'hoantaat reiñ lañs ha brud dezhi war an douar-bras (komz a ra e vab eus "azginivelezh" evit a sell Breizh). Sevel a reas e delenn gentañ e deroù ar bloavezhioù 1950. E deroù ar bloavezhioù 1960 e savas an delenn gentañ gant kerdin metal, hag a zeuio ken brudet a drugarez d'e vab er bloavezhioù 1970.

Levlennadurezh kemmañ

  • Vefa de Bellaing, Dictionnaire des compositeurs de musique en Bretagne, 1992, p. 131,