Joseíto Fernández

Joseíto Fernández (José Fernández e wir anv) a oa ur c'haner ha sonaozer kuban, ganet d'ar 5 a viz Gwengolo 1908 e La Habana, e karter Los Sitios, ha marvet eno d'an 11 a viz Here 1979. Brudet eo dreist-holl evel saver Guajira Guantanamera.

E vuhez kemmañ

E 1920, pa oa 12 vloaz, e kane gant e vignoned da noz er straed. Diwezhatoc'h, hep bezañ studiet, e savas lazoù tri ha c'hwec'h, ma krogas da ganañ e meur a laz-seniñ eus ar vro.[1]

En e yaouankiz e labouras evel kere, gwerzher kazetennoù, ha re all c'hoazh, evit magañ e dud</ref>.

Abalamour d'e zoare da ganañ ar bolero, an danzon hag ar guajira e oa bet anvet « el rey de la melodía », roue ar velodienn.

War-dro dibenn ar bloavezhioù 1920 e oa o labourat en ur skingomz e Guantánamo . E 1928 eo e voe brudet gant ar son Guajira Guantanamera. Eñ a lare eo gantañ e oa bet savet. Peurvuiañ e lavarer e vije bet savet gant Herminio García Wilson ha kempennet gant Cheo Marquetti e doare ur guajira.

  • En 1935 e kane bemdez ar guajira Guantanamera gant gwerzennoù disheñvel er skingomz CMCO gant an Orquesta Típica, renet gant ar soner piano Alejandro Riveiro.
  • En 1939, e rae memes tra en abadenn « El suceso del día » er skingomz CMQ, gant ar ganerez « la Calandria », ha gant Chanito Isidrón e veze savet ar c'homzoù.
  • En 1941 e voe sonenrollet Guajira Guantanamera gant Joseíto hag an Orquesta Típica, evit disques RCA Víctor dindan an anv Guardabarreras ha Mi biografia.
  • Adalek 1943 e kemeras perzh en un abadenn-skingomz anvet “El suceso del día” a badas 14 vloaz[2].

E 1963 e tapas brud pa voe kanet e oberenn Guantanamaera gant ar c'haner stadunanat Pete Seeger, en un abadenn e Carnegie Hall en New York.[1]

E 1971 e reas anaoudegezh gant Pete Seeger a oa deuet da Enez Cuba ha mignonede voent betek e varv e 1979[3].

E ganaouennoù kemmañ

Savet en deus meur a ganaouenn brudet evel: Elige tú, que canto yo, Amor de madre, Demuéstrame tú, Así son, boncó, Tu tierra y tu libertad, Mi biografía, Para que volvieras.

Darn a zo bet kanet gant Benny Moré.

Notennoù kemmañ

  1. 1,0 ha1,1 Centenario de Joseíto Fernández, un artista que caló hondo
  2. Joseíto Fernández, el autor indiscutible de la Guajira Guantanamera
  3. (en)Joseíto Fernández ha Guantanamera (en saozneg)