José Martí
José Martí, pe José Julián Martí Pérez, zo ur barzh kuban, politikour republikan, kazetenner, prederour, ganet d'an 28 a viz Genver 1853 e La Habana ha marvet d'an 19 a viz Mae 1895 e Dos Ríos. Lesanvet eo bet «El apóstol» (an abostol). Sevel a reas ar Partido Revolucionario Cubano ha ren a reas Brezel 1895, anvet ivez Guerra Necesaria, evit dizalc'hted Kuba.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/3e/Jose-Marti.jpg/220px-Jose-Marti.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/e4/Memorial_Jos%C3%A9_Mart%C3%AD%2C_Cuba.jpg/220px-Memorial_Jos%C3%A9_Mart%C3%AD%2C_Cuba.jpg)
Hiriv
kemmañEnoret eo evel tad ar vro.
Roet eo bet e anv da aerborzh La Habana.
Brudet eo ivez ar varzhoneg gantañ a zo bet implijet e-barzh ar ganaouenn Guantanamera.