José Alberto Mujica Cordano, ganet e Montevideo d'an 20 a viz Mae 1935 ha marvet d'an 13 a viz Mae 2025[1], a oa ur politikour eus Uruguay. Lesanvet e oa "Pepe Mujica" pe "El Pepe". Prezidant e vro e voe etre ar 1añ a viz Meurzh 2010 hag ar 1añ a viz Meurzh 2015.

José Mujica e 2014.

Labourer-douar e oa eus e vicher, a-raok bezañ dilennet da gannad ha mont da vinistr al labour-douar (2005-2008). Pa oa yaouank e oa bet o stourm el luskad armet Tupamaros. Dont a reas da vezañ unan eus stourmerien anavezetañ an emsav-se da vare an diktatouriezh (1972-1985).

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) LE GONIDEC Isabelle, Pepe Mujica, le guérillero-président qui a placé l'Uruguay sur la carte du monde, RFI, 13/05/2025