Giuseppe Buonaparte

(Adkaset eus Joseph Bonaparte)

Giuseppe Buonaparte (Corti, 7 a viz Genver 1768 - 28 a viz Gouhere 1844, Firenze) a oa breur henañ an impalaer gall Napoleone Buonaparte ; e galleg eo anavezet evel Joseph Bonaparte.

Giuseppe Buonaparte
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denjilipollasx2 Kemmañ
Anv-bihanJoseph, Giuseppe, José Kemmañ
Anv-familhBonaparte Kemmañ
Titl noblañsKing of Spain, King of Naples, Bonapartist pretender to the French throne Kemmañ
Deiziad ganedigezh7 Gen 1768, 1768 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCorti Kemmañ
Deiziad ar marv28 Gou 1844, 1844 Kemmañ
Lec'h ar marvFirenze Kemmañ
Lec'h douaridigezhCathédrale Saint-Louis-des-Invalides Kemmañ
TadCarlo Buonaparte Kemmañ
MammMaria Letizia Ramolino Kemmañ
PriedJulie Clary Kemmañ
Kompagnun(ez)María del Pilar Acedo y Sarria, Émilie Hémart Kemmañ
BugelZénaïde Bonaparte, Charlotte Bonaparte, Félix-Joseph-François de Lacoste, Júlia Bonaparte Kemmañ
Familhtierniezh Bonaparte Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherpolitiker, diplomat, ofiser, milour Kemmañ
Lec'h labourPariz, Madrid, Napoli Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Grad miloureljeneral Kemmañ
Diellaouet gantArchives nationales, Athenaeum of Philadelphia, Defence Historical Service Kemmañ
Ezel eusCouncil of Five Hundred, Académie des Inscriptions et Belles-Lettres Kemmañ
Prizioù resevetGrand Cross of the Legion of Honour, Knight of the Order of the Golden Fleece, Royal Order of the Two-Sicilies, Royal Order of the Seraphim Kemmañ
Deskrivet drePortrait of Joseph Bonaparte (1768-1844), King of Neapel Kemmañ
Giuseppe Buonaparte
Roue Naplez (1806-1808)
Roue Spagn (1808-1813)

Da gentañ e oa alvokad, goude e voe politiker, kannad e Kuzul ar Pemp Kant, diplomat ha soudard. Gant e vreur Napoleone, anvet da impalaer e 1804, e voe anvet da briñs da gentañ, da roue Naplez goude (18061808), ha diwezhatoc'h da roue Spagn (1808-1813) dindan an anv José Iañ. E Spagn e oa lesanvet Pepe Botella (Job ar Voutailh) dre ma oa kontet da vezañ lonker, ur vrud savet d'ober goap, hag a reas berzh, petra bennak ma oa gaou. Goude Emgann Waterloo e tec'has da SUA gant ur bern arc'hant ha taolennoù istorel. Diwezhatoc'h e tistroas da Europa : da Vro-Saoz da gentañ, da Firenze goude.


Ganet e oa Giuseppe Buonaparte e Corti e Korsika d'ar 7 a viz Genver 1768. Carlo Buonaparte e oa e dad ha Maria Letizia Ramolino e vamm. Pa voe badezet e voe anvet Giuseppe Napoleone Buonaparte. Breur henañ Napoleone Buonaparte e oa Giuseppe, rak marvet e oa an daou vugel all a oa bet ganet en e raok.

E vugaleaj a dremenas en Aiacciu, ma oa ti an tiegezh. Neuze e voe kaset da Vro-C'hall, da gêr Autun, d'ober e studi e-pad pemp bloaz. Skoliad mat-kenañ e oa, ha klasket e voe e gas d'ober studioù uhel da vout beleg, hogen nac'h a reas.

Mont a reas da studiañ al lezenn da Italia, da Bisa, en italianeg eta. Diplomet e voe eno en 1788, ha mont da alvokad en Ajaccio pa oa an Dispac'h gall o c'hoiñ. E 1789 e voe dilennet da brezidant distrig Ajaccio. Kargoù a bep seurt en doe, hag en 1793 e voe anvet da gomiser ar brezel, ur garg a roe tu da c'hounit arc'hant e-leizh o werzhañ pourvezioù brezel.

D'ar 1 a viz Eost 1794, da 26 vloaz, e timezas e Cuges-les-Pins (Bouches-du-Rhône) gant Julie Clary, merc'h d'ur marc'hadour pinvidik eus Marsilha, ha teir merc'h o doe : Julia Josefina Bonaparte, ganet e 1796 hag a varvas prestik goude, Zenaïde (1801-1854) ha Charlotte Napoleon (1802-1839). Gant e vreur Napoleone anvet da jeneral rannarme e 1795, ha jakobined o-daou, setu int da gaout kargoù uhel-oc'h-uhel en aozadur an Dispac'h gall.


Mignon e oa da Germaine de Staël, merc'h da Jacques Necker (bet ministr gant ar roue gall Loeiz XVI), hag enebourez touet d'e vreur Napoleon.

Gant ar vrogarourien spagnol e veze graet Pepe Botella ("Job ar Voutailh") anezhañ, ha lesanvet e voe Pepe, el Rey de las plazuelas ("Job, roue ar plasennoùigoù") gant difennerien gwirioù Fernando VII e-pad Brezel Dizalc'hiezh Spagn (1808-1814)[1].

1814-1815

kemmañ

Goude Emgann Pariz (1814), pa rankas e vreur Napoleon mont da Elba, ez eas Giuseppe en harlu da Suis. Pa zistroas Napoleon ec'h adkavas e vreur e Pariz.

Stadoù-Unanet

kemmañ

Goude Emgann Waterloo (Mezheven 1815) e kavas repu e Stadoù-Unanet Amerika, ma addimezas.

E miz Du 1839 e tivizas distreiñ da Europa. Treizhañ a reas ar meurvor war al lestr Philadelphia ha degouezhout e Londrez e fin ar miz. Bod a gavas en un ti pinvidik e Cavendish Square, hag ac'hano e klaskas kaout un tremen-hent da vont da Firenze. E 1840 e voe aozet distro ludu korf Napoleone da Bariz gant Adolphe Thiers, prezidant ar C'huzul, hag ar roue gall Louis-Philippe Iañ. Klask a reas Giuseppe Buonaparte mont di ha kemer perzh en arc'hantañ an darvoud, met nac'het e voe kement-se outañ. En aner ivez e c'houlennas kaout kleze an impalaer en Austerlitz hag un toullad armoù a oa d'e vreur.

E 1840 e varvas e vreur Lucien d'an 29 a viz Mezheven, ha tapet e voe Giuseppe gant droug-ar-moug, ma voe seizet kostez dehoù e gorf.

E Firenze e varvas d'an 28 a iz Gouere 1844, oadet a 76 vloaz.

Eured ha bugale

kemmañ

Dimezet e oa da Julie Clary, merc'h ur marc'hadour pinvidik-mor, eus Marseille, ha bugale o doe:

E c'hoar-gaer Désirée Clary a zimezas da Bernadotte, ofiser gall jakobin, deuet da vout jeneral, marichal ha ministr, ha goude roue Sveden.

Pinvidigezhioù

kemmañ

Deuet e oa Giuseppe Buonaparte da vezañ pividik, ha da gentañ dre brenañ ha gwerzhañ madoù ar stad jakobin goude an Dispac'h e Korsika. Goude dre zimeziñ da Julie Clary, a oa pinvidik-mor he zad. Ha goude dre skrapañ arc'hant ar stad c'hall roet da c'hoprañ he servijerien er broioù aloubet, ha laerezh madoù hag oberennoù arzel en Italia hag e Spagn goude.

Notennoù

kemmañ
  1. (es) 'Pepe, el Rey de las plazuelas'. Kavet : 16/07/2023.