Judit Polgar
Judit Polgar a zo bet ganet d'an 23 a viz Gouere 1976 e Budapest, Hungaria.
Meurc'hoarierez echedoù hungarat.
Kregiñ a reas da c'hoari p'edo pemp bloaz. E 1988 e trec'has e Kampionad Bedel ar c'hoarierion dindan daouzek vloaz: ne oa bet nemet paotred o c'hounit an tournamant-se araozi. E 1988 hag e 1990 e tapas ar vedalenn olimpiat. Mestr Meur Etrebroadel eo abaoe he femzek vloaz, ur record ouzhpenn!
E 1993 e voe trec'h war ar c'hampion bedel kozh Boris Spassky gant 5 ½ - 4 ½, en ur match gant dek partienn.
2709 edo he renk Elo d'ar 1añ a viz Imbril 2008: kentañ c'hoarierez echedoù ag ar bed eo.
Levrioù diwar he fenn
kemmañ- Cathy Forbes, The Polgar Sisters: Training or Genius?, Batsford, Londrez, 1992, ISBN 0-7134-6871-8;
- Sarah Hurst, Curse of Kirsan: Adventures in the Chess Underworld, Russell Enterprises, 2002 ;
- Károlyi Tibor, Judit Polgar, the princess of chess, Batsford, Londrez, 2004, ISBN 0-7134-8890-5.