Jules Rimet

rener mell-droad gall

Jules Rimet, bet ganet e Theuley (Haute-Saône) d'ar 14 a viz Here 1873 hag aet da Anaon e Suresnes (Seine d'ar mare-se) d'ar 15 a viz Here 1956, a voe ur rener mell-droad meur.

Jules Rimet e 1933

E-touez diazezerien Red Star Football Club e voe, bet lakaet da brezidant ar c'hleub-mañ adalek 1897 betek 1910.

D'ar 7 a viz Ebrel 1919 e voe dilennet da gentañ prezidant Kevread mell-droad Bro-C'hall (betek 1949, gant un troc'h etre 1942 ha 1944).

Bez' e voe prezidant Kevread Etrebroadel Football Association (KEFA) ivez, e-pad tri bloavezh ha tregont (1921-1954), hag a-drugarez d'e luskad e voe krouet Kib vell-droad ar bed e 1928. Se zo kaoz e toug kentañ trofe ar genstrivadeg-mañ e anv.