Julia Soaemias Bassiana (war-dro 180- 222) a oa un impalaerez roman a orin arab, mamm d'an impalaer roman Elagabalus en IIIe kantved, hag a renas gant he mab adal 218 betek 222.

Denarius da Julia Soaemias.

He buhez kemmañ

Ganet e oa Julia Soaemias en Emesa, e Siria (Homs hiziv), ha hi merc'h da Julia Maesa ha Gaius Julius Avitus Alexianus, ha nizez da Julia Domna, pried Septimus Severus.

Dimezet e voe da Sextus Varius Marcellus, beleg-meur an doue Baal.

E 205 edo e Roma gant he mamm. Eno e c'hanas he mab, Varius Avitus Bassianus, brudetoc'h hiriv evel Elagabalus.

A-raok 217 e tistroas gant he mamm da Emesa, hag he mab yaouankik c'hoazh a deuas da vout beleg-meur an doue Sol Invictus.

E 218 e voe anvet he mab Bassianus da impalaer gant al Legio III Gallica. Brezel a voe e Siria etre arme Elagabalus hag an hini a harpe an impalaer Macrinus. Trec'h e voe kostezenn Julia Maesa hag he merc'h Julia Soaemias, ha setu an tiegezh da vont da Roma da chom, ma renas Bassianus Eliogabalus betek e varv e 222. Er bloaz-se, d'an 11 a viz Meurzh end-eeun, e voe drouklazhet Julia Soaemias, war un dro gant he mab, gant ar warded pretorian.

Lennegezh kemmañ

Ur pennad diwar he fenn zo el levr De mulieribus claris gant Boccaccio.