Julie London, pe Gayle Peck hervez he gwir anv, ganet e Santa Rosa e 1926, ha marvet en Encino e 2000, e California, a oa ur ganerez stadunanat, hag ivez aktourez.

Julie London (1926-2000)
Julie London e 1958.

Brudet e oa er bloavezhioù 1950. Ganti e voe krouet ar ganaouenn Cry Me a River en 1955 .

E 1947 e timezas d'an aktour Jack Webb a oa sot gant an jazz evelt. Div verc'h o doe, Stacy ha Lisa Webb. E 1954 e voe torret an eured. Stacy Webb a varvas en ur gwallzarvoud e 1996.

E 1959 ec'h addimezas d'ar soaozour jazz Bobby Troup, a varvas e 1999. ur verc'h o doe, Kelly Troup, marvet e 2002, ha daou vab gevell, Jody ha Reese Troup. Jody Troup a varvas e 2010.



Liammoù diavaez kemmañ