Julien Absalon, ganet e Remiront (Vosges) d'ar 16 a viz Eost 1980, a zo ur marc'hhouarner gall . Redek a ra war MTB (marc'h-houarn treuz-bro) X-Country abaoe 1995.
Gounezet en deus an holl redadegoù pouezusañ en e sport: ar C'hoarioù Olimpek div wech, Kib ar bed pemp gwech, Kampionad ar bed peder gwech ha Kampionad Frañs eizh gwech. Ne ra redadegoù war hent nemet evit en em c'hourdonañ hag e 2008 en deus nac'het kinnig skipailh Liquigas evit dont da vezañ marc'hhouarner a vicher war hent.


Skipailhoù kemmañ

  • 2000-2008. Bianchi
  • 2008-2011. Orbea

Loreadeg Yaouankidi kemmañ

  Kampionad ar bed (1): 1998
Roc d'Azur (1): 1997


Loreadeg Diwanidi kemmañ

  Kampionad ar bed (2): 2001 ha 2002
  Kampionad Frañs (2): 2001 ha 2002


Loreadeg Henidi kemmañ

  C'hoarioù Olimpek (2): 2004 ha 2008
  Kampionad ar bed (4): 2004, 2005, 2006 ha 2007
  Kampionad ar bed (1): 2009
Kib ar bed (5): 2003, 2006, 2007, 2008 ha 2009
  Kampionad Europa (1): 2006
  Kampionad Frañs (8): 2003, 2004, 2005, 2006, 2007, 2008, 2009 ha 2010.
Kib Frañs (1): 2001
Kib Italia (1): 2003
Kib Suis (1): 2007

Liammoù diavaez kemmañ