Just a Song Before I Go

Just a Song Before I Go a zo ur ganaouenn saoznek savet, ton ha son, gant ar c'haner-sonaozer saoz Graham Nash (1942-).

Graham Nash,
luc'hskeudennet e miz Mezheven 1983 en Essen (Alamagn).

Danvez

kemmañ

Krouet e oa bet tra m'edo Nash e Maui (Hawaii), e ti ur mignon dezhañ, a-gevret gant Leslie Morris[1]. Bez' e oant o c'hortoz e tavje ar glav a-raok mont d'an aerborzh ha loc'hañ da gemer perzh en un droiad sonadegoù gant ar strollad sonerien rock stadunanat Crosby, Stills & Nash. Lakaet e voe klaoustre ne vije ket gouest Nash da sevel ur ganaouenn a-raok mont kuit eus an ti, ar pezh a voe graet en ur ober ugent munutenn avat. E-pad an abadenn skinwel stadunanat The Late Show with Stephen Colbert e tisplegas ar soner saoz en devoa gounezet pemp kant dollar a-drugarez d'ar bariadenn-se[2].
Ned eas ket gwall bell da glask awen dre ma kont Just a Song Before I Go nag ur ranngalon e vez d'un den mont kuit ha lezel ar re garet war e lerc'h...

Enrollañ

kemmañ

Kregiñ a reas ar sonenrolladennoù er Studioioù Criteria e Miami (Florida (SUA)) adalek miz Genver 1977 gant ar sonerien :

Embann

kemmañ

Dont a reas e-maez d'ar 17 a viz Mezheven 1977, a-gevret gant an unnek kanaouenn all a yeas d'ober CSN, eil[3] albom studio Crosby, Stills & Nash. Produet e voe ar bladenn gant an tri arzour ha The Albert Brothers (Ron ha Howard Albert).
Ur bladennig daou ditl — Just a Song Before I Go ha Dark Star enni — a voe embannet war un dro.

Selaou Just a Song Before I Go ha lenn ar gerioù

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Christophe Delbrouck, Crosby, Stills, Nash & Young, Le Castor Astral, 2009.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Ober a rae-hi war-dro lazioù Crosby, Stills & Nash d'ar c'houlz-se.
  2. (en) The Late Show with Stephen Colbert, 26 a viz C'hwevrer 2016.
  3. Embannet e oa bet an albom Déjà Vu d'an 11 a viz Meurzh 1970 gant Crosby, Stills, Nash &... Young ar wech-se.