Justin Bieber, pe Justin Drew Bieber hervez e wir anv, ganet d'ar 1añ a viz Meurzh 1994 e Stratford en Ontario (Kanada), zo ur c'haner pop ha R&B. Pa oa yaouankik en doa kroget da redek e reuz war Youtube, e-lec'h e oa bet kavet gant Scooter Braun, e wazour. Ar c'haner Usher en deus produet albomoù Justin Bieber. E albom kentañ MY WORLD, a zo bet gwerzhet muioc'h eget pevar milion a skouerennoù anezhañ. Seniñ a ra trompilh, piano, gitar, ha taboulinoù. Anavezet eo abalamour d'e vouezh ha d'e ampartiz da zañsal. Rolloù bihan en deus bet ivez e heuliadoù filmoù.

Justin Bieber e 2015.

E vuhez skoliad kemmañ

Abaoe 2007 en deus harzet Justin Bieber gant ar skol evit ober troiadoù e-barzh ar bed. Ur c'helenner a heul anezhañ e-barzh e droiadoù evit kenderc'hel da studiañ.

Buhezskrid kemmañ

Eñ zo bet intereset yaouank-tre gant ar muzik pa ne oa ket sonerien e gerent. Desket en deus seniñ gitar, piano, ha trompilh dhezañ e-unan. Met evit deskiñ seniñ taboulinoù en doa bet da heuliañ kentelioù. Morse n'en deus heuliet kentelioù kanañ. Da 12 vloaz en doa lakaet e anv en ur genstrivadeg lec'hel. E vamm he doa embannet ur video war Youtube, evit e familh hag o mignoned. Scooter Braun, e wazour da zont, en doa dizoloet ar video ha dibabet da gas anezhañ gantañ da Atlanta. Eno en deus Justin Bieber kejet gant ar c'haner sonaozour Usher. En un doare ofisiel en doa sinet ur c'hevrat gant an ti-pladennoù Island Records e 2008. Embannet en doa e ganaouenn gentañ, One Time, d'ar 7 a viz gouere 2009. E albom kentañ, My World, a zo embannet d'ar 17 a viz Du er Stadoù-Unanet, e-lec'h e vo e penn ar gwerzhioù. Skrivet en deus daou albom, hag enrollet seizh klip video. Kaset en doa troiadoù er Stadoù-Unanet e 2010, goude bezañ graet lodenn gentañ sonadegoù ar ganerez Taillor Swifft. Daoust d'e red micherel berr, en deus resevet kalz prizioù : Teen Choice Awards 2010, MTV Europe Music Awards 2010.

 
Ludresadenn eus Justin Bieber, alies e vez goapaet an den.

Daveennoù kemmañ