Ar c'hafe turk (Türk kahvesi e turkeg) pe kafe doare Turkia (hag ivez kafe gresian, kafe armenian pe kafe ar Sav-Heol) a zo un evaj tomm aozet gant kafe bervet, hag a vez evet er Reter-Nesañ hag er broioù tro-dro d'ar Mor Kreizdouar.

Ur banne kafe turk
Penaos fardañ ur banne kafe turk

Fardet e vez e-barzh ur gastelodenn vihan, e dir pe e kouevr, hag a zo anvet cezve e Turkia hag en Armenia, ha briki (μπρίκι) e Gres. Ar c'hafe malet munut hag ar sukr a daoler en dour yen, ha lakaet e vez pep tra da dommañ betek ma vefe tost da virviñ. Tennañ ar gastelodenn diwar an tan a ranker ober pa grog ar c'hafe da spoumañ, goude-se e vez lakaet war an tan en-dro. An dra-se a ranker ober meur a wech, an niver a wechoù a cheñch diouzh ar vro, pe diouzh boazioù an dud. Servijet e vez ar c'hafe turk pa vez tomm-tre. Ar gwellañ tra d'ober eo sunañ ar c'hafe, mod-all e lonker ur bern mal-kafe. Ouzhpennañ a c'haller ivez kardamon pe pistachez, pe dour orañjez.

Peurliesañ e lavarer ez eus tri doare disheñvel da fardañ kafe turk, diouzh ar c'hementad a sukr a lakaer ennañ :

  • Pur : 1 loaiad kafe. Anvet neuze sade e turkeg, e gresianeg sketos (Σκέτος)
  • Krenn : 1 loaiad kafe + 1 loaid sukr. E turkeg orta, e gresianeg metrios (Μέτριος)
  • Sukret : 1 loaiad kafe ha 2 loaiad sukr. Turkeg şekerli, e gresianeg glykos (Γλυκός)
Binvioù (Gres) evit fardañ kafe turk

Liammoù diavaez kemmañ