Kan-ha-diskan
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Un doare da ganañ tonioù da zañsal eo ar pezh a vez graet "kan ha diskan" anezhañ, hag a vez klevet er festoù-noz. Kaset e vez en-dro gant daou ganer, pe vuioc'h. Pa vez ouzhpenn daou e kan unan hag e tiskan ar re all.
- an hini a gan da gentañ, a vez graet ar c'haner anezhañ;
- an hini a gan war e lerc'h, a vez graet an diskaner anezhañ.
Kanerien ha diskanerien brudet
kemmañGwechall ne oa ket bras brud ar ganerien, pa ne ganent nemet en o farrez, pe en o c'hanton. Abaoe ar bloavezhioù 1970 eo kemmet kalz an traoù. N'eo ket festoù-noz en atantoù goude al labourioù bras a vez ken, met festoù-noz e-kreiz ar bouk, hag e kêr bremañ.
E-touez ar ganerien vrudet, a wechall pe a vremañ:
- Anne Auffret
- Louise Ebrel
- Ifig Flatrès
- ar c'hoarezed Gwadeg
- Marcel Guilloux
- ar vreudeur Morvan
- an Drouzerion Mod-kozh
- Erik Marchand ha Yann-Fañch Kemener
- Kristof ar Menn
- Marthe Vassallo, Annie Ebrel, Nolùen Le Buhé
- Ifig ha Nanda Troadeg
-
Diridollou/Lavigne
-
Maela hag Anouk