Kanol Llangollen
Kanol Llangollen, pe Camlas Llangollen e kembraeg, zo ur ganol etre Llangollen, e biz Kembre, ha Nantwich, e Swydd Gaer, e Bro-Saoz, anezhi ur rann eus Kanol ar Shropshire Union, savet en XIXvet kantved gant Thomas Telford. En amzer a-raok an hent-houarn e veze implijet ar ganol da gas mein-glas eus ar mengleuzioù betek ar Midlands.