Kantik Itron Varia an Danoued
(Adkaset eus Kantik Itron Varia An Danoued)
Kantik Itron Varia an Danoued zo ur c'hantik brezhonek bet skrivet gant Bertrand Loyer (1882-1948), bet person Boulvriag e 1924.
Kanet e vez bep bloaz d'ar 15 a viz Eost e-kerzh an oferenn e brezhoneg e Chapel Itron Varia an Danoued da vare ar Pardon.
- 1
- Itron Varia 'n Danoued
- O Mamm leun a druez
- Ni ho ped, selaouet
- Klemmoù ho pugale
- 2
- Dindan ar gwez uhel
- Er zaoñenn, hon Tadoù
- A savas ur chapel
- Gwir vammen ar c'hrasoù
- 3
- Neb a bed ar Vamm vat
- Daoulinet ha doujus
- A c'honez e vennad
- War he c'halon karus
- 4
- Goude barn hon Salver
- C'hwi 'vo ouzh hon gortoz
- Evit hon digemer
- Toull dor ar Baradoz
- 5
- 'Vel bremañ ni 'gano
- Meulodi d'ar Werc'hez
- Mil bennoz d'he anv
- Enor d'hon Fatronez.
Selaou
kemmañ- Cantiques du Trégor, de Haute-Cornouaille et du Goëlo, Anne Auffret, Daniel Le Féon, Loïk le Griguer, CD 1, Coop Breizh, 2007.
- Les plus beaux cantiques de Bretagne, Anne Auffret, Daniel Le Féon, Loïk le Griguer, 3 CD, Coop Breizh, 2013.