Kantik Itron Varia an Danoued

Kantik Itron Varia an Danoued zo ur c'hantik brezhonek bet skrivet gant Bertrand Loyer (1882-1948), bet person Boulvriag e 1924.

Kanet e vez bep bloaz d'ar 15 a viz Eost e-kerzh an oferenn e brezhoneg e Chapel Itron Varia an Danoued da vare ar Pardon.

1
Itron Varia 'n Danoued
O Mamm leun a druez
Ni ho ped, selaouet
Klemmoù ho pugale
2
Dindan ar gwez uhel
Er zaoñenn, hon Tadoù
A savas ur chapel
Gwir vammen ar c'hrasoù
3
Neb a bed ar Vamm vat
Daoulinet ha doujus
A c'honez e vennad
War he c'halon karus
4
Goude barn hon Salver
C'hwi 'vo ouzh hon gortoz
Evit hon digemer
Toull dor ar Baradoz
5
'Vel bremañ ni 'gano
Meulodi d'ar Werc'hez
Mil bennoz d'he anv
Enor d'hon Fatronez.

Selaou

kemmañ