Kantik Sant Eginer Plouziri
Kantik da Sant Eginer kanet e Plouziri.
war don « Itron Varia Rumengol »
- Eus Iwerzhon 'oa genidik
- ar Sant a zo patron Logig,
- e dud, rouanez ha roue,
- e savas mat e gras Doue.
- Diskan :
- Sant Eginer, Patron karet,
- evel hon tadoù, ni ho ped.
- Grit ma vezimp gwir gristenien,
- ma raimp hon dever da viken
- Diskan :
- Kelennet mat gant sant Padrig,
- Eginer 'zeu d’an Arvorig,
- da vevan paour 'n ur manati,
- d’ober pinijenn, da bediñ.
- Diskan
- Gwelet ganto e vuhez vat,
- ar venec’h e anvas abad,
- met prest goude ez eas en-dro
- da breurgristenañ tud e vro.
- Diskan
- Siwazh ar Saozon digernez
- a laz ar Sant deuet en o zouez,
- evel-se ‘tastum Eginer
- o vervel, palmez ar merzher.
- Diskan