Kantik Sant Gwenole
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
(Gourin)
Sant Gwenole benniget, hon patron hag hon tad,
Grait ma vimp gwir gristenien, gwir Vretoned dalc'hmat.
Grait ma chomo gwriziennet, don en hor c'halonoù,
Ar feiz ho peus prezeget er vro-mañ d'hon tadoù.
Burzhudoù bras Gwenole, anavet tro-war-dro,
A c'halve da Lann ar Sent tud eus pevar c'horn ar vro.
Eñ a zeske d'hon tud-koz penaos servij Doue,
Ha kerzhet a bazoù bras war wenojenn an Neñv.
Evel gwechall hon tadoù, ni 'fell dimp kenderc'hel
D'enoriñ Sant Gwenole, da c'houlenn e skoazell.
Bep bloaz, d'ar Rogasionoù ha da zeiz e bardon
Re Gourin 'za d'hen meuliñ, d'hen pediñ a galon.