Diskan
|
Jezus pegen braz e
Plijadur an ine
Pa vev e gras Doue,
Hag en e garante !
|
Kan
|
1.
Bèr kavan an amzer
hag ar poaniou dister
O sonjal de ha noz
E gloar ar baradoz.
|
2.
Pa zellan en envo
Etrezek ma gwir vro,
Nijal di e karfen
Evel eur goulmik wen.
|
3.
Gant joa e c'hortozan
An termen divezan,
Hast am euz da welet
Jezus ma gwir bried.
|
4.
Kenkent ha ma vezo
Torret ma chadeno
Me a zavo en èr
Evel eun alc'houeder.
|
5.
Pa vin uz d'an douar,
Traouien leun a c'hlac'har,
Neuze me rei eur zel
Ouz ma bro Breiz-Izel.
|
6.
D'ezi me a laro
Kenavo d'id, ma bro,
Nag a daerou skuillet
Enoud, bro veniget !
|
7.
Kenavo da viken,
Paourente hag anken,
Kenavo pec'hejou,
Trubuil ha klenvejou !
|
8.
Goude tol ar maro
Joaüz me a gano ;
Torret eo ma chaden
Libr on da virviken !
|
9.
A bep tu pa zellin
Kement tra a welin
A rei d'amn daoulagad
Ha d'am c'halon mil vad.
|
10.
Doriou ar Baradoz
Digor ouz ma gortoz,
Ar zent, ar zentezet,
War o zron azeet.
|
11.
Me vo digemeret
E pales an Drindet
E-kreiz an enoriou
Hag ar meulodiou.
|
12.
Me hello, evit mad,
Gwelet Doue an Tad
Gand e Vab Eternel
Hag ar Speret-Santel.
|
13.
Me a welo Jezuz,
'N eur c'hoarzin dudius
O lakat war ma fen
Eur gaer a gurunen.
|
14.
Pegen dous vo klevet
E vouez d'in o laret
« Deut zervijer fîdel,
« Deut d'ar gloar eternel.
|
15.
« Euz beret an iliz
« ho korf, bev war e giz,
« Aman, hep pel dale,
« A vo douget ive.
|
16.
« C'houi zo em Barados
« Evel eur blanten roz,
« A zivleun d'ar mare
« Hag a vleun adare.
|
17.
« Evel eul lilien
« Ken kaer en he zae wen
« E kornik eul liors,
« Ez oc'h e kreiz ma fors »
|
18.
Evit poaniou dister.
Evit ankeniou bèr,
Me vezo paêet mad
Gant Doue ma gwir Dad.
|
19.
Em ol boaniou kalet,
A gorf pe a spered,
Me zonjo de ha noz
E gloar ar barados.
|