Demat deoc'h. Degaset ho peus danvez war ar pennadoù Meven Mordiern ha Frañsez Vallée. Koulskoude ne zegouezhont ket gant doare mont en-dro ar wikipedia. N'int rik-ha-rik nemet pennadoù tennet eus ar mareadeg Emsav (niv. 2 ha 3), ha n'eo ket aotreet ober gant danvez gant gwirioù aozer. Evel m'eo skrivet war al lec'hienn «Mar fell deoc'h e rafe berzh Wikipedia, trugarez da chom hep degas ennañ dafar gwarezet gant gwirioù aozer (copyrights). An atebegezh wiraouel a c'hallfe ober gaou d'ar raktres.».--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 25 Kzu 2014 da 17:02 (UTC)Respont

Homañ eo ar bajenn gaozeal evit un implijer dizanv n'en deus ket krouet kont ebet evit c'hoazh pe na implij ket anezhi. Setu perak e rankomp ober gant ar chomlec'h IP niverel evit anavezout anezhañ. Gallout a ra ur chomlec'h a seurt-se bezañ rannet etre meur a implijer. Ma'z oc'h un implijer dizanv ha ma stadit ez eus bet kaset deoc'h kemennadennoù na sellont ket ouzhoc'h, gallout a rit krouiñ ur gont pe kevreañ kuit a vagañ muioc'h a gemmesk gant implijerien dizanv all.