Gwelet em eus 'peus lakaet kroazioù e-lec'h ar berradur "m.", da verkañ marv an dud er rolloù anvioù a gaver evit an 18 a viz Mae pe an 21 a viz Mae. N'on ket sur e tegasez ur wellaenn aze. Souezhus e kavan-me ober gant un arouez kristen evel ar groaz evit tud evel Platon (21 Mae) pe Omar C'hayyam (18 Mae). Ne gavan ket e vije "neptu" an doare-se da ginnig an traoù. Er Wiki-où all e reer peurvuiañ gant gerioù pe berradurioù ar gerioù a dalvez "marv" ha "ganet", kentoc'h eget gant arouezioù. Evel-se emañ e saozneg, spagnoleg, esperanteg hag e meur a yezh all. N'eus nemet er Wikipedia gallek hag en un nebeud yezhoù (italianeg, kembraeg) e reer gant an arouezioù a implijez. A galon, --Llydawr 9 Ebr 2010 da 10:23 (UTC)Respont

A-du gant an evezhiadenn penn-da-benn. Bianchi-Bihan 9 Ebr 2010 da 12:58 (UTC)Respont

Homañ eo ar bajenn gaozeal evit un implijer dizanv n'en deus ket krouet kont ebet evit c'hoazh pe na implij ket anezhi. Setu perak e rankomp ober gant ar chomlec'h IP niverel evit anavezout anezhañ. Gallout a ra ur chomlec'h a seurt-se bezañ rannet etre meur a implijer. Ma'z oc'h un implijer dizanv ha ma stadit ez eus bet kaset deoc'h kemennadennoù na sellont ket ouzhoc'h, gallout a rit krouiñ ur gont pe kevreañ kuit a vagañ muioc'h a gemmesk gant implijerien dizanv all.