Salud deoc'h,
Abaoe un nebeut devezhioù e vezit o sevel pennadoù a live uhel ha war danvez matematikel, ar pezh n'eo ket anat atav. Ul labour vrav eo hag a vez graet ganeoc'h, gourc'hemennoù.
N'ouzon ket ha gouzout a rit e c'hellit krouiñ ur gont en ho anv pe ul lesanv evit labourat. Aesaat a rafe neuze an darempred ganeoc'h evit tout ar pezh a denn da buhez Wikipedia hag ar gumuniezh (divizoù, araokadennoù, kinnigoù, mouezhiadegoù...). Hag aesoc'h e vefe gouzout ez oc'h an hini en deus graet al labour fonnus-se.
Kalon deoc'h en ho labour a-feson.
A galon --Y-M D (kaozeal) 13 Du 2010 da 23:14 (UTC)Respont

Homañ eo ar bajenn gaozeal evit un implijer dizanv n'en deus ket krouet kont ebet evit c'hoazh pe na implij ket anezhi. Setu perak e rankomp ober gant ar chomlec'h IP niverel evit anavezout anezhañ. Gallout a ra ur chomlec'h a seurt-se bezañ rannet etre meur a implijer. Ma'z oc'h un implijer dizanv ha ma stadit ez eus bet kaset deoc'h kemennadennoù na sellont ket ouzhoc'h, gallout a rit krouiñ ur gont pe kevreañ kuit a vagañ muioc'h a gemmesk gant implijerien dizanv all.