Kaozeadenn Implijer:Benoni/Diell 1

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Fulup e kaozeadenn Porched ar gumuniezh
Diell Ul lodenn eus ur gaozeadenn bet diellaouet eo an destenn-mañ. Mar fell dit respont da dra pe dra skrivet amañ e ranki hen ober war ar bajenn gaozeal pennañ stag outañ.

Listenn al lanvioù du pennañ

Setu graet eo, kempennet eo an traoù. Ret e oa dit treiñ ar patromoù (Template e saozneg/modèle e galleg) evit termeniñ framm da daolenn. --Fulup 18 C'hwe 2006 da 16:42 (UTC)Respont

Ok, mat tre. Trugarez Benoni 18 C'hwe 2006 da 17:28 (UTC)Respont

Deiziadoù

Gwelet em eus ac'h eus adcheñchet an degasadennoù am boa graet e pennad 1968

  • Un vot hag un diviz zo bet evit skrivañ an deiziadoù pa vez rolloù evit na vije ket re bounner da welet : skrivañ just niver an deiz hag ar miz ha chom hep ober gant "a viz" bep tro. Neuze skrivañ 20 Du ha neket 20 a viz Du. Goude-se er skrid e c'hallez implijout ar stumm a blij dit ar muiañ. Memes tra evit Mezheven zo bet lakaet evit pennadoù an holl deizioù zo er miz-se. Sell ouzh Deizioù_ar_bloaz hag ouzh ar pennadoù zo gant Mezheven. Neuze, evit ma yafe mat al liammoù en-dro eo mat ober gant ar stumm hir.

Mat eo din evit "20 Du" (graet em eus evel-se evit ar bloavezhioù all 'm eus krouet war-lerc'h), daoust ma gavan gwelloc'h ober gant "20 a viz du" e diabarzh ar pennadoù (brezhonekoc'h eo). Nec'het hon avat e vije bet dibabet Mezheven dre ret pa z'eo ken mat Even (gêr a implijan me em vuhez pemdeziek). N'hon ket yezhoniour ha ne ouezan ket re an difoc'h etre an daou c'her, met d'am sonj e rank wikipedia doujañ da brezhonegoù an implijerien (gant ma vez doujet da normoù reizhskrivañ ha yezhoniel ar brezhoneg evel-just). Añfin boñ, er pennadoù bloavezhioù e rin gant Mezheven, met er pennadoù all e dalc'hin start da Miz Even. Benoni 20 C'hwe 2006 da 00:39 (UTC)Respont

  • Graet ez eus bet gant Frañs ivez rak Bro-C'hall zo ul lodenn eus Frañs. E Frañs emañ Bro-C'hall, Breizh, Okitania, Korsika, hag all met ent istorel Breizh ha Bro-C'hall zo daou dra disheñvel. Setu, pa vez anv eus ar Stad ma evomp enni eo gwelloc'h ober gant an anv ofisiel Frañs pe, ent hir, Republik Frañs. Setu perak em boa cheñchet un tamm ar pezh az poa graet. --Fulup 19 C'hwe 2006 da 16:59 (UTC)Respont

Kompren a ran al lojik, ar poell : klask ober an hevelep diforc'h eget na 'zo er Stad Spagn (o enderc'hel Katalonia, Kastilha, Galiza, hag all) hag er Rouantelezh-Unanet (o enderc'hel Bro Saoz, Bro Gembre, Bro Skos hag Iwerzhon an Hanternoz). Met e gwirionez er brezhoneg komzet 'n eus ket eus an diforc'h-se en un doare sklaer. Me a ra gant ar Stad C'hall evit komz eus ar framm politikel, ha d'am soñj e vije poellekoc'h ar c'hontrol : ar Stad C'hall a zo enni meur a broad : Frañs (bro ar Frañsizien), Breizh, Korsika, Okitania, Elsas, h.a. Tostoc'h eo se eus an implij a vez graet er yezh komzet eus ar gerioù-se. Evit ma zad-kozh (brezhoneger a vihanik eus Bro Gerne) da skouer ar Frañsizien na oant ket Bretoned hag ar Vretoned na oant ket Frañsizien padal en em sante Breizhad ha Gall war un dro. Benoni 20 C'hwe 2006 da 00:39 (UTC)Respont

Pajenn nevez

  • Arabat krouiñ liammoù faos. Evit sevel ur pennad eo ret dit skrivañ e anv er vaezienn grec'h e-lec'h m'emañ skrivet URL ar bajenn. Tenn anv ar bajenn m'emaout ha, goude ar ger wiki/, skriv anv da bennad nevez hag aze az po ar bloc'had nevez az poa c'hoant da gaout hag em eus krouet. Ne welan ket pelec'h emañ ar frazenn saoznek a lârez a-hend-all. Lavar din hag e kempennin an traoù. Kalzik a draoù a chom da dreiñ en etrefas brezhonek c'hoazh ha ne baouez ket ar saoznegerien da zegas gwellaennoù. Evit skrivañ din klik war ma sinadur ha laka da gemennadenn war ma fajenn gaozeal. Kalon dit da genderc'hel ganti, emaout o labourat war un dachenn a bouez e-lec'h n'eus ket bet graet kalz traoù c'hoazh. --Fulup 20 C'hwe 2006 da 23:16 (UTC)Respont
Setu, an taol-mañ eo graet. --Fulup 21 C'hwe 2006 da 21:17 (UTC)Respont

Pajennoù da nullañ

  • Pa welez pennadoù mat da vezañ diverket (bruderezh, farsadennoù pe me a oar me petra c'hoazh) , ar gwellañ eo enskrivañ anezho war ar bajenn-mañ : Wikipedia:Pajennoù da nullañ (ul liamm zo war ar bajenn degemer). Evel-se e c'hall ar re all reiñ o ali ivez. Diverket e vezont gant ar verourien ur wech an amzer. Ma lakaez ur gemennadenn er pennad traken e c'hall tremen kalz amzer a-raok na vije gwelet gant ur merour. Marteze ne vo ket gwelet biken zoken. Trugarez dit en a-raok. --Fulup 12 Ebr 2006 da 19:28 (UTC)Respont

boestoù implijerien

  • Da-heul ar pezh az peus skrivet da "c'hwil du". N'eo ket fur da'm soñj lakaat ar rummad patromoù e-barzh kement pennad boest implij zo. Beuzet e vo rummad diwar an taol-mañ. Gwelloc'h eo renkañ pep boest er rummad boestoù implijerien ha renkañ ar rummad-se er rummad patromoù d'e dro. Kalz sklaeroc'h e vo da'm meno atav rak luziet a-walc'h eo ar rummad-mañ dija. --Fulup 15 Ebr 2006 da 12:40 (UTC)Respont
trugarez dit. --Fulup 15 Ebr 2006 da 13:36 (UTC)Respont

Kudenn yezh

Diwall. Reishoc'h eo lavaret a-du emaon gant.... Ar stumm-lec'hiañ eo a ranker lakaat gant a-du. Rognogno 15 Ebr 2006 da 14:20 (UTC)Respont

brouilhed

  • Gwelet em eus az peus krouet ur rummad "brouilhed ekologiezh". Evit poent em boa graet gant an droienn "danvez pennad". Ur rummad zo [[Rummad:Danvez pennadoù]]. Moarvat e vefe kenkoulz ober gant un droienn hepken. Tu zo dit cheñch pe, mar ne blij ket "danvez pennad" dit, ez eus tu da zigeriñ ar gaoz war ar pajennoù kendivizout evit kaout ali ar re all. --Fulup 16 Ebr 2006 da 13:52 (UTC)Respont
Graet 'm eus a-ratozh krouin ar patrom-se ('vel ma vez graet war ar wikipediaoù all). Kalz re a bennadoù a zo er rummad danvez pennadoù. Evel-se e krouan un is-rummad o tennan d'an ekologiezh, hag emichans e vo tu krouin is-rummadoù all evit ma vo sklaeroc'h an traoù. Met dre ar batrom heverk-se e tigouezher ivez d'ar rummad danvez pennadoù... Mod-all, penaos trein 'stub'? Brouilhed n'eo ket mat... Marteze 'vije tu ober gant steuenn, evel e kembraeg? Benoni 16 Ebr 2006 da 13:57 (UTC)Respont
Sur out ne faziez ket gant ar rummad "sac'h a bep tra" m'emañ pep tra mell-divell hag a zo anvet Labour A Chom ? Er rummad Danvez pennadoù n'eus ket gwall dra evit poent hag isrummadoù zo evit renkañ ar pennadoù dre zanvez. Gant "danvez pennad" eo am eus graet evit treiñ "stub" just a-walc'h. --Fulup 16 Ebr 2006 da 14:10 (UTC)Respont
Ah ya, n'anavezen ket ar rummad-se. Mat 'vefe tizhout anezhañ a-dalek ar bajenn digemer, mod all ne servij ket da galz a dra! Setu, cheñchet 'm eus ma fatrom. Benoni 16 Ebr 2006 da 14:25 (UTC)Respont
Trugarez dit. N'eo ket aes lakaat re a liammoù teknikel war ar bajenn degemer met marteze e vefe tu da glask lakaat muioc'h war wel ar patromoù-se e lec'hioù all, gwir eo. --Fulup 16 Ebr 2006 da 14:37 (UTC)Respont
Tu vije marteze ouzhpennañ ul liamm o kas d'ar rummad Danvez pennadoù dindan an titl 'A bep seurt' (traoñ ar bajenn)? Benoni 16 Ebr 2006 da 14:43 (UTC)Respont
Mat eo, graet eo, savet eo al liamm. Aozet em boa an traoù war an tu "Sina danvez pennad" (e-lec'h danvez pennad Sina) evit ma vefe aesoc'h kavout an traoù en urzh al lizherenneg pa vo ur bern isrummadoù. --Fulup 16 Ebr 2006 da 14:58 (UTC)Respont

sexual dimorphism

Salut dit, Dre ma teues da vezañ arbennik war an tem-se, penaos vije tu da dreiñ "sexual dimorphism" e brezhoneg? "Dimofiegezh reizhel"? Evit ar pennad war Kim Stanley Robinson eo... Trugarez, Benoni 20 Ebr 2006 da 22:51 (UTC)Respont

ober a rafen-me kentoc'h gant daouvorfiegezh a-benn leuskel ar rakger di(z)- evit an nac'hañ, d.s. beli > diveliour. --Neal 21 Ebr 2006 da 06:45 (UTC)Respont

F.L.

Kas ur bostel dezhi/dezhañ evit gouzout :o))--★C'hwil-du Siferniet★ 22 Ebr 2006 da 07:36 (UTC)Respont

Evit gwir, ar gwir a zo ganit.. kavet 'peus :)

  • Pezh zo, n'em eus ket kavaet piv oas.. Kas din ur postel neuze :o))
  • Feiz ! Resevet 'meus mann ebet moarvat !!! Penaos e c'hell bezañ ? !

"A-du on gant dishualded ----"

Salut. Je suis de la wikipedia catalane e de l'occitane et je voudrais savoir que est-ce que ça veut dire "A-du on gant dishualded" E, est-ce que tu peux faire la 'plantille?' babel de l'occitan? L'occitanocatalà 7 Mae 2006 da 14:26 (UTC)Respont

Ekologiezh

Krouet em eus ar vandenn

  Rummad Ekologiezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an ekologiezh.

Lakaet em bez anezhi e penn uhel eus pennadoù zo ha te 'teus renket anezhi e penn traoñ ar pajennoù : lec'h ne vez ket gwelet ken war ar skramm (da skwer : Lennegezh ekologour) ! N'eo ket ul labour spletus. Dalc'h soñj e vez larkoc'h ekologiezh eget {{Ekologiezh politikel}} hag e c'hell bezañ liammet an holl bennadoù eus an ekologiezh war-bouez an ostilh "Pajennoù liammet" hag ar vandenn-se. MP

Respet d'an endro

Iskus ac'hanon ma 'meus saotret ar pennadoù zo dit-te. Ne wikiin ket ken war-du an ekologiezh... Penaos krediñ kaout respet d'an natur ha bezañ o komz ken krenn ha krak d'an dud ? MP

Pezh zo gwir

Kunujennoù ? Ne gomprenan ket penaos e kunujennan an dud en ur lavarout dit-te ne rin mann ebet ken stag d'ar rummad ekologiezh. Chom da-unan peogwir e fell dit.

?

Setu ne welan ket ar gudenn(=donc je ne vois pas le problème ; bzg Pelec'h emañ an dalc'h?)... MP 11 Mez 2006 da 14:21 (UTC)Respont

Tagadenn mezus

Salut Neal. Un tagadenn mezus a zo bet a-enep d'hon pajennoù personnel. Daoust hag-eñ e c'hellfes difenn groñs d'an hini en deus graet seurt tagadenn dismeg kenderc'hel gant e wall-oberioù? O vezañ merour 't eus oustilhoù evit-se n'am eus ket. Trugarez dit. A galon, Benoni 26 Mez 2006 da 11:06 (UTC)Respont

ya, aet on da lakaet ur sell ha mezhus eo da vat. ar pezh zo, n'oûn ket ret vat hag-eñ e c'hallan ober un dra bennaket rak kemmet e oa bet ar bajenn bersonnel gant un den dianv. staket e vo an ip bet impliejet gantañ/i met bez' e c'hellfe dont d'adober. ha goût a rez ha-eñ ez eus bet taget pajennoù all er mod-se ha pere? mar fell dit e c'hellfen gwareziñ da bajenn bersonel e-pad ur prantadig met ne c'hellfes ket te ivez he c'hemmañ - nemet mar vefe goulennet ganit diganin he diwareziñ war-lerc'h.--Neal 26 Mez 2006 da 12:14 (UTC)Respont

  Stanket eo bet da viken--Neal 26 Mez 2006 da 12:17 (UTC)Respont


Ploermael

Bro Sant-Maloù, evel-just... Trugarerz. A galon. Klaod. Kadbzh 24 Gou 2006 da 11:59 (UTC)Respont

Planedennoù koskoriad an Heol - Darvoudoù

Salud ! Re vuan ez out aet ganti, 'm eus aon : n'eo ket bet degemeret c'hoazh ar c'hinnig graet gant an Unvaniezh Steredoniezh Etrevroadel da cheñch an doare da dermeniñ ar planedennoù. Votet e vo war ar c'hinnig-se d'ar 24 a viz Eost (http://en.wikipedia.org/wiki/2006_redefinition_of_planet). N'eo ket graet c'hoazh. Gortozomp un tammig eta. Ha perak kemm stumm an anv Charon e Karon ? A-du a-walc'h e oan gant da evezhiadenn war anvioù evel Neizhan (Neptun e geriadur Roparz Hemon)... A galon. --Llydawr 18 Eos 2006 da 16:03 (UTC)Respont

Emañ ar wirionez gant Llydawr. Sell amañ [1]. Sell ivez ouzh ar pennad planedenn ma oa bet displeget an traoù. Evit an anvioù e soñj ganin eo mat en em glevout a-raok ha d'an nebeutañ doujañ d'ar pezh a oa dija war ar wikipedia brezhoneg. Iskomandant Marc'heg 18 Eos 2006 da 20:27 (UTC)Respont

Banniel aborijened Aostralia

Diwall, war a seblant eo bet skarzhet tresadenn ar banniel dre ma'z eo un dresadenn copyrighted (meneget e oa ivez "copyvio" da abeg). Gwelet ivez [2] (hag ar meneg e traoñ ar bajenn). Marteze e vefe furoc'h chom hep lakaat an dresadenn-se keit ha ma ne vo ket sklaeraet an afer hag e vefe un dra diarvar war Commons. Rognogno 21 Eos 2006 da 19:33 (UTC) Wait and see! Lezomp ha gwelet 'vo, met gwelet a ran ne vez ket kavet ken war Wiki galleg ha reoù all.Rognogno 21 Eos 2006 da 20:11 (UTC)Respont

Gwaskoneg

Diwall un tamm, ma sellez ouzh istor ar pennad-se e weli e oa bet cheñchet eus Gaskogn da Gwaskogn ur poent 'zo bet. Ar stumm Gwaskogn a gaver e brezhoneg abaoe pell (e Geriadur Gregor Rostrenenn emañ 1732) hag un anv-familh eo ivez. Pleg-mor Gwaskogn 'zo anavezet ivez. Rognogno 3 Her 2006 da 19:12 (UTC)Respont

Un diviz a oa bet ha goude an diviz-se eo e oa bet cheñchet an traoù gant Neal.
Guascone a vez kavet en italianeg (ar son goua eta), setu n'haller ket lavaret n'eus yezh all ebet a ra gant ar son-se.
E brezhoneg e vez kavet ar stumm "gwa..." a-gozh (er geriadurioù, en anvioù-tud, pleg-mor Gwaskogn...)
E gwirionez, n'hall ket bezañ eus ur stumm all. Dont a ra ar ger eus Vasco-. Seurt gerioù a ro ingal pe "b" (Bask) pe "gw" (e brezhoneg) ha "g" hepken e galleg (hag e yezhoù all 'zo), setu perak e-skoaz ar "gaule" e kaver ar brezhoneg "gwal(enn)", ar galleg "gâter" et kaver ar brezhoneg "gwastañ", ar galleg "gâteau" ar brezhoneg "gwastell", "garde / "gward", "garenne"/"gwaremm"...
Da'm soñj ne c'haller ober nemet gant ar stumm "gwaskogn" ha dav distreiñ d'ar stumm kent. Rognogno 4 Her 2006 da 18:53 (UTC)Respont


Boest-implijer/ez Tibet

Digarez-me, ne felle ket din kemmañ ar patrom Patrom:Implijer dishualded Tibetevel-just, met krouiñ unan nevez. --Neal 15 Her 2006 da 08:33 (UTC)Respont

Kerzh da welout emgannoù an aotrou Kergidu er wiki gallek. Ha votiñ mar gallez. Trugarez. Mar gallez votiñ e-barzh an div pe deir fajennad....Bianchi-Bihan 21 Her 2006 da 21:18 (UTC)Respont

Mont a reont betek ar wiki saoznek da virout ouzh Robic a vout breizhat. Ha skarzhañ Kergidu war-lerc'h en devoa adlakaet Segalen da Vreizhad. Shelley Konk 24 Her 2006 da 16:31 (UTC)Respont

Keloù all eus ar machin gallek

Db an anvioù okitanek e pennad-koaz "Limoges": "Ces informations ont également été retirées car elles sont jugées non pertinentes pour de multiples raisons (au vu de l'existence d'une wikipedia en occitan notamment) par une majorité de wikipédiens. À titre d'information, un nettoyage de tous les régionalismes devrait bientot être effectué donc merci de ne pas nous donner du travail supplémentaire.

   Cordialement. — Tavernier 18 octobre 2006 à 12:05 (CEST)

Sede ar pezh a gomprenan neuze (marse e fazian): skarzhet e vo anvioù brezhonek parrezioù Breizh ivez.Bianchi-Bihan 24 Her 2006 da 23:07 (UTC)Respont

Klaoustre

Ne vije ket bet fall, sur... Met tapomp omp bet berr, ar 50vet eo bet al luksembourgeg, sell [3]. Rognogno 29 Her 2006 da 21:28 (UTC)Respont

Salut, bez ez eus 50 wiki gant 10.000 pennad, met daou wiki a zo e saosneg (english ha simple english). Setu 'n eus nemet 49 yezh c'hoazh bet en tu ont da 10.000 pennad ;-) Gwellet : [4] :
"The Bengali Wikipedia has reached 10,000 articles, as the 50th Wikipedia to do so, and the 2nd language from South Asia to reach the milestone. As one language has two wikipedias (English and Simple English) there are still only 49 Wikipedias in (arguably) different languages that have reached this number of articles. The 10,000th article is ১৩১৫, a stub about the year 1315 created by RagibBot."Benoni 29 Her 2006 da 22:13 (UTC)Respont

Adsav

Stanket eo bet ganin an implijer/ez he/en doa aet da adkemmañ ur wezh all c'hoazh ar pennad Adsav dre tennañ kuit al liammoù diavaez hag a gas da lec'hiennoù ha n'int ket a-du gant ar strollad-se. E gwirionez n'on ket gwall sur hag int lec'hiennoù talvoudus-tre, m'enfiñ gwell eo o mirout, d'am soñj, evit ma vefe kempouezoc'h ar pennad. An eil kemennadenn an hini e oa, ha divizet ganti/añ chom hep ober van din. Torr-revr eo avat rak implijout a ra un IP dinamek bremañ kentoc'h evit en em lugañ evel un impljer/ez anavezet, met stanket e vo bewech hag adsavet ar c'hemmoù evel-just. gra ivez diouzh da du ivez par ma c'hellez, mar plij. A galon, --Neal 1 Du 2006 da 10:10 (UTC)Respont

AN 10 000 PENNAD

N'ouzon ket piv a ra war-dro ar stal, met mat e vije kensevel ur pennad-brudañ da gas d'ar c'hazetennoù. D'am sonj n'eus ket mall bras, met ret eo en em soñjal buan a-walc'h memes tra. Gallout a rafe pep hini kas d'an holl gelaouennoù gallek ur pennadik-berr-berr DIVYEZHEK evel-henn: -10 000 pennad e brezhoneg e WIKIPEDIA. Un deiz istorel eo bet ar 1añ a viz Du 2006 evit brezhonegerien ar Genrouedad (hag ar re all!): tremenet eo niver ar pennadoù brezhoneg e WIKIPEDIA dreist da 10 000 a-raok fin an deiz. Gant se eo bremañ an 50-vet yezh en holloueziadur-se, dirak an albaneg (51-vet) hag an holl yezhoù keltiek all, an iwerzhoneg o tont da ...-vet, hag ar c'hembraeg da ... .

Doareoù all da ober a c'haller sonjal enne: ret e vije reiñ ur chomlec'h hag un niverenn bellgomz d'ar gazetennerien. Bianchi-Bihan 1 Du 2006 da 23:41 (UTC)Respont

Kentoc'h e skrivfen: an 50-vet yezh tizhet ganti 10 000 pennad (pe o tizhout, met gant da ne seblant ket mat din). A galon. Bianchi-Bihan 1 Du 2006 da 23:50 (UTC)Respont


Ti ar Vro, e Kemper hag e Lesneven, zo kustum da gas pennadoù d'ar c'hazetennoù, n'eus ken lavarout dezho ober. Heñvel moarvat gant ar c'huzul sevenadurel, ha re all c'hoazh. Kas d'an Ofis n'on ket enep, gant ma ne vo ket dezho hepken: re alies e vezont gwelet war skeudennoù ar c'hazetennoù, betek pa vez graet al labour ga' tud all.Bianchi-Bihan 1 Du 2006 da 23:58 (UTC)Respont

Ret eo ivez --diskouez dre be hent ez eer d'ar wikipedia brezhonek, --diskouez eo talvoudus d'an dud a gelenn hag a zesk ar yezh er skolioù hag e pep lec'h, d'ar re a ra gant ar yezh; -- ne vez skoazellet kensaverien ar wiki gant gwenneg ebet, --e vefe tu da dizhout ar 15 000 pennad dindan bloaz ma teufe kenskriverien all da reiñ skoazell, ha da gentañ penn ar gelennerien ha skolaerien vrezhoneg a zo gante, kousket e goueled o urzhiataer, danvez a vije kenkoulz dezhañ bezañ er wikipedia brezhonek. Bianchi-Bihan 2 Du 2006 da 08:32 (UTC)Respont

Al listennoù kêrioù gevellet zo mat da lakaat e galleg (ma kavez amzer): darn zo dija.Bianchi-Bihan 2 Du 2006 da 23:33 (UTC)Respont

Skeudennoù zo da adsevel war ar bajenn bikini. Mar anavezez unan gouest d'ober. Setu pennadoù ha ne sav ket re a zizemglev diwar o fenn. Aesoc'h da implij er skolioù eget taolenn an departamantoù gall. Diwar-benn an anvioù departamantoù e vije bet gwelloc'h lezel echuiñ sevel ar pennadoù a-raok kregiñ da gemm ... ha kaozeal etrezomp un tamm. Bianchi-Bihan 4 Du 2006 da 07:00 (UTC)Respont


o ya 'hat, talvoudus-tre seurt pennadoù evit ar skolioù feiz! ha daoust ha m'emañ gwir e c'hell ar wikipedia bezañ talvoudus evit ar skoloioù e berzhoneg, n'eo ket hennezh e bal, pe d'an nebeutañ ne oa ket bet savet gant ar pal se. hag ur wezh all, n'eo ket ret leuskel an dud da "achuiñ" ar pennadoù bet kroget gante. paour a-walc'h eo meur a bennad diwar-benn an departamantoù, ha ret e vije d'an implijerion/ezed all gortoz ma vefent bet peurachuet an holl gwitibunan a-raok gallot labourat warne? --Neal 4 Du 2006 da 08:00 (UTC)Respont

Dilenn merourien ouzhpenn?

  Resontet amañ [5]--Neal 4 Du 2006 da 10:32 (UTC)Respont

Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)

Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (dispelget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.

Peret oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.

Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledaoc'h e vo an emglev ytizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.

Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)

--Neal 5 Du 2006 da 08:32 (UTC) (Merour)Respont

adlec'hiet am eus da ginnig e korf ar pennad-mañ[Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)]. mat e vefe dit marteze adsiña ur wezh all evit ma vefe sklaer an traoù. a-du penn-da-benn gant da ginig un dra evel-se am boa bet c'hoant kinng gant ar c'hinng 2b - kemmañ ma vot am eus graet. trugarez. --Neal 5 Du 2006 da 10:03 (UTC)Respont

  • Salud dit ! Trugarez da vezañ graet war-dro ma c'hinnig. Met me gav din ne vo ket aes d'ar voterien kompren "Kinnig Llydawr". Gwelloc'h e vefe kavout un anv all evel "Ober gant ar stummoù a zo en implij e brezhoneg" pe, berroc'h "Stummoù brezhonek pa vez". A galon.

--Llydawr 8 Du 2006 da 10:32 (UTC)Respont

Ganedigezhioù

Trugarez. Klasket 'vo gober. A galon. Klaod. Kadbzh 6 Du 2006 da 13:41 (UTC)Respont

Hilfe!

Salud. Kudenn gant Krug ha Roue Krug: ne glot ket gant scorpiones... A galon.Klaod. Kadbzh 9 Du 2006 da 18:40 (UTC) Ya, ya... met An Here a skriv un dra arall... A galon. Klaod Kadbzh 9 Du 2006 da 19:04 (UTC)Respont

"Le Gléau" a ro 6 gwezh "krug" evit "scorpion".
An Difenn Indian Hromádka

Difenn Indian Hromádka a vez graet a-wechoù deus an digoradur anvet ivez Difenn Benoni pe Benoni Gozh :

1. d4 Mf6

2. Mf3 c5

3. d5 d6

4. c4 e5. A galon. Klaod. Kadbzh 10 Du 2006 da 11:35 (UTC)Respont

Merourion/ezed nevez

  Respontet amañ
--Merour (N) 10 Du 2006 da 11:33 (UTC)Respont


Gwelet em eus Thèbes skrivet er pennad peniti.Bernez Bernioù 10 Du 2006 da 14:56 (UTC)Respont

Gregach

N'ouzon ket pep tra. Met gregach ha trivet zo brezhonek. Hag a bell zo.Bianchi-Bihan 10 Du 2006 da 22:30 (UTC)Respont

Er skolioù gwechall, pa ne oa ket ganet Roparz Hemon, na te na me, ha zoken war-lerc'h e varv, e veze studiet galleg, latin ha gregach, ha n'eo ket gresianeg. Ha koulskoude e oa doujet ar yezh. Gresianeg zo ur ger ijinet n'eus ket pell zo (Geriadur Vallée moarvat, nevez zo eta e-keñver istor ar yezh), evel brittophone (nemet ar ger gresianeg a oa ezhomm anezhañ). Reizh ober gant gresianeg evit ar yezh a-vremañ. Evit ar yezh kozh miromp ar ger kozh. Gregach n'eo ket "baragouin", er ster a gomprenez, met ur yezh digomprenus evel e galleg pa lavarer "c'est de l'hébreu" (rak al latin a veze komprenet un tamm bennak). Gwir eo ez eo disprizus dre vras an dibenn ach, met ne vez ket atav: legumaj, bugaleaj, mignoniaj, koadaj. Gregach zo heñvel. A galon.Bianchi-Bihan 11 Du 2006 da 00:10 (UTC)Respont

Aozerien ar pennad gresianeg zo aet skuizh, a welan.Bianchi-Bihan 11 Du 2006 da 00:05 (UTC)Respont

divizet am eus heuliañ skouer Fulup hag adkas "gregach" da c'h"gresianeg". Bez e c'heller lenn an displegadennoù amañ--Merour (N) 11 Du 2006 da 12:08 (UTC) Ar gudenn vras en afer eo ar gerioù-mañ:divizet am eus. Galloud UN den. Skiantel kenañ. Diwezh pep arguzenn. Bianchi-Bihan 18 Du 2006 da 06:49 (UTC)Respont

Trugarez

Trugarez evit ar strivoù bet graet ganit o lakaat e plesutr disoc'h ar votadeg hag ivez evit bezañ renket al listenn.--Merour (N) 14 Du 2006 da 19:45 (UTC)Respont

In wallon

Dji m'rafie di vos vote. Ci nè nin augie d'causer dès Bretons çè des Walons. Vos esto on binamé.

José Fontaine

217.136.14.240 15 Du 2006 da 22:49 (UTC)Respont

Merano

Demat. N'ouien ket re pegiz en em dennañ ag ar gudenn: emañ ar brasañ niver du-hont gant an alamanegerion, un tammig uheloc'h eget an italianegeion. Kudenn ivez gant Bozen-Bolzano... A galon. Klaod. Kadbzh 17 Du 2006 da 12:03 (UTC)Respont

Wiki galleg

O paouez on lenn ar pezh a zo bet c'hoarvezet di war ar wikipedia galleg. e gwirionez n'em eus ket komprenet re vat - ha displegañ un tammig hiroc'h e c'hellfes ober? komz zo er pezh 'teus skrivet eus ur "merour digor" - hag ober a c'hallan ober un dra bennaket me? kas keloù din. --Neal 19 Du 2006 da 16:21 (UTC)Respont

marteze e c'hello al liammoù-mañ talvezout dit (piv 'oar?):

Hanterouriezh(en) Tredeogiezh(fr)

--Neal 19 Du 2006 da 16:57 (UTC)Respont

Merour ebet a anavezan war ar wiki gallek ma n'an ket alies (da evezhiañ pennad a-zivout an UDB dreist holl, evit abegoù anat) met m'az peus ezhomm eus un testeni evit un dredeogiezh, lar din.

--Damien Perrotin 19 Du 2006 da 17:10 (UTC)Respont

Mont a rin prestik d'ober ma fennadoù kentaén er wiki gallek.Bianchi-Bihan 19 Du 2006 da 17:14 (UTC)Respont

feiz! diskuizhus 'vit lod... laka da anv da vezañ merour hag e weli pegen diskuizhus e c'hell bezañ...  --Neal 19 Du 2006 da 17:37 (UTC)Respont

Da vihanañ ne vo ket kemmet an anvioù departamantoù gallek, nag ar skeudennoù, eo? Patrom:Mousc'hoarzhigBianchi-Bihan 20 Du 2006 da 01:35 (UTC)Respont

Re: Vandalism Revert

You're welcome!!.

PS: I'm not a bot, I'm just really quick at reverting things. :) --Az1568 20 Du 2006 da 00:34 (UTC)Respont

I was in #wikimedia-swmt. Where I'm able to watch for possible vandalism to various small wikis. --Az1568 20 Du 2006 da 00:59 (UTC)Respont

Wiki gallek

Lakaet on bet er-maez war-lerc'h lakaat ma fri en afer. Setu un arguzenn evidout: [[6]] Ma fell dit kaozeal, e vo er wiki-mañ, rak serret eo an noz ouzhin e ti ar c'hallegerien. Shelley Konk 20 Du 2006 da 13:32 (UTC)Respont

Ma respont

Skrivet eo bet ganeoc'h: + Laouen e vijen e paouzfes lavar ez on ur spamour war ar wikipedia galleg. Trawalc'h 'm eus d'ober dija gant kunujennoù ar vroadelourien c'hall! A galon, Benoni 20 Du 2006 da 20:25 (UTC). Un diforc'h a ran etre spam ha spam: mont a ran diouzhtu da resisaat. A galon. Klaod.Kadbzh 21 Du 2006 da 07:44 (UTC)Respont

War ar renk evit bezañ merour

Lakaet 'm eus ma anv evit dont da vezañ ur merour nevez. Tu zo deoc'h votiñ amañ : [7]. Benoni 20 Du 2006 da 17:01 (UTC)Respont


Lañset zo bet ur votadeg evit dilenn merourion/ezed nevez. Tu zo deoc'h da lakaat hoc'h anv ha/pe da reiñ ho vot evit ar re all bet lakaet o anv dija.

kenavo diouzh ma ferzh

spi 'meus (sur on) rak vi dilennet. dit-te da labourat war-lerc'h rak re skuizh on aet. trawalc'h eo bet rankout gouzañv kunujennoù personel ha bremañ e vez lâret din on-me ken kiriek all. gwelet a ri, chom hep ober netra evel merour ha ne vo tamallet netra dit. ma ma krogez da labourat evel merour, ret leuskel a-gost da wirioù evel implijer boutin war a seblant ivez. kas din ur gerig pesronel evit lâret din hag-eñ e fell dit e kendalc'hen da gas da-benn al labour kemmenn a-divout ar votatdeg bbet boulec'het ganin hiziv pe ha-eñ e ri-te war-dr. --Neal 22 Du 2006 da 21:08 (UTC)Respont

Escalabot sur br:

Bonjour Benoni. Pourquoi pas inporter Escalabot sur br. Le problème est qu'il me faudrait un peu de temps pour adapter Escalabot, surtout dans une langue que je ne parle pas du tout. Je vais voir ce que je peux faire, et si ça me semble réalisable sans trop de complication, je te le dis. Escaladix 25 Du 2006 da 15:40 (UTC)Respont

Liammoù

trugarez. hag al liammoù all? hag da soñjoù diwar-nbenn ar politikerezhioù hag all? (gortoz pell gortoz gwell?). ur spont eo skrivañ gant ar mekanik-mañ!!!! a-galon 'vel boaz, --Neal 27 Du 2006 da 11:16 (UTC)Respont

Hek

Petra a c'hoarvez pa n'haller ket moullan al labour peogwir e oa unan all o kemm anv ar pennad er c'heid amzer-se? Trugarez.Bianchi-Bihan 27 Du 2006 da 14:36 (UTC)Respont

Trawalc'h eo dont war da giz: adkavout a ri tout da gemmoù... Benoni 27 Du 2006 da 16:35 (UTC)Respont

Demat. Evel-just, Aogust... Ma soñj a oa gober hiriv... A galon. Klaod.

Patromoù

ul labour ramzel - met ptra 'zo o vont a-dreuz ganta ar patromoù bremañ? sell ouzh da bajenn gaozeal-te ha klask "Hanterouriezh" da skouer (implijet en e raok ar patrom {{en}})--Neal 29 Du 2006 da 13:51 (UTC)Respont

Rummad:Duged Breizh

Salud dit Benoni. Krouet em eus ur rummad Rouaned ha Duged Breizh evit renkañ ar pennad Alan IV a Vreizh. Dibabet em boa an titl-se abalamour d'ar pennad Roll Rouaned ha Duged Breizh. Emaon o paouez gwelet ez poa krouet ur rummad Duged Breizh c'hoazh. Daou a zo re eveljust ha ret e vo dilemel unan. Petra 'soñj dit ? --Yun 29 Du 2006 da 20:51 (UTC)Respont

Daou rumm evit lavarout ar memes tra, ya. Er wiki gallek e oa bet kaoz eus se gwechall ivez, ha tabut abalamour da c'hout pe roue pe get e oa Nevenoù kozh. pell zo n'on ket bet o welet pet rumm zo. Bianchi-Bihan 29 Du 2006 da 22:03 (UTC)Respont
Abalamour d'an tabut diwar-benn titl pennoù Breizh (rouaned pe duged) e kavan furoc'h bodañ an holl er memes rummad Roll Rouaned ha Duged Breizh. Gant se e c'hellfemp tremen e-biou d'un tabut ouzhpenn (ha ne'm eus ket tamm barregezh ebet evit kemer perzh ennnañ).--Yun 2 Kzu 2006 da 09:00 (UTC)Respont
Evel-just. Sklaer evel lagad ar pesk pa vez fresk. Bianchi-Bihan 2 Kzu 2006 da 11:01 (UTC)Respont

Penaos kas en-dro ar votadeg (kinnig digant unan eus ar verourion)

Da gentañ-penn lâret on laouen-tre o welet en deus Ch.Rogel divizet lakaat e anv evit dont da vezañ merour a-benn ar fin.

Evit a sell ouzh an dilennadeg hec'h-unan, setu ma c'hinnig-me evel merour. Da gentañ klask en em glevet etrezoc'h-hu ho-taou a-raok mont pelloc'h.

Da eil, kentoc'h evit lakaat an daou gannad war bep ur bajenn ispisial ha kentoc'h ivez evit lakaat an daou gannad (pe reoù all a c'hellfe dont d'o heul evel-just) a-grevet en hevelep dilennadeg e kinnigan un hent-etre: disrannañ an daou gannad en o derc'hel war an hevelep pajenn.

Sañset eo ar vot mont betek an 11 a viz Kerzu. Ur fazi moarvat pa pad seurt votoù div sizhunvezh dre vras.N'eus bet vot nevez ebet dibaoe dilun tremenet evit ar c'hannad kentañ. Goulenn a ran o aotre evit klozañ ar vot dilun a deu, da lâret eo goude ur sizhun hep vot nevez ebet, ha pemzekteiz vot etre tout.

Ar pep reishañ e vefe d'am soñj evit reiñ da bep kannad an hevelep gwirioù e-keñver prantad digoradur ar vot: pemzektez pephini, da lâret eo betek ar 4 a viz Kerzu evit Benoini ha betek ar 14 a viz Kerzu evit Ch.Rogel.

N'eus mall ebet evel just met mat e vefe gallout renkañ an traoù ar buanañ posubl evit ma c'hellfe an traoù bezñ kaset war-raok en un doare reizh. Kasit me o soñj war ma fajenn verañ mar plij.

Diouzh an tu all avat eo ret anzav emañ disheñvel stad an traoù bremañ diouzh an hini kent ma oa bet dilennet ar verourion evt ar wezh kentañ rak merourion ez eus dija (ne vern hag-eñ e plij o doareoù-ober pe get amañ diouzhtu - dilennet e vo reoù all emberr) ha bremañ n'eus tamm mall ebet d'am soñj.

Petra a soñjit? N'eus forzh penaos ne gav ket din e savfe kudenn ebet evit ma vefe dilennet an daou gannad. Nhellin ket ober war-dro ar wikipedia e-pad un nebeud devezhioù abalamour da abegoù personel. Na c'hortozit ket nueze evit embann o tiviz war-eeun hoc'h-unan war pajenn ar votadeg ma deuit a-benn da dizhout un emglev.

fazi?

Hervez reolennoù zo e ranker kaozeal a-raok kemm. Ha kemmet 'feus hep kaozeal.

E pelec'h emañ ar "reolenn"-se? Erbeddet e vez d'an dud kaozeal a-raok kemmañ traoù a c'hellfe sevel un tabut diwar o fenn, met evit klask "reizhañ" traoù n'eo ket dav. N'eus forzh penaos, n'eo ket gwall strikt, bet e c'heller koazeal diwar an stumm anv-se hag e gemmañ evel ma oa a-raok mar vez ezhomm.

--Neal 4 Kzu 2006 da 09:14 (UTC) Gant ur c'henlabourer e oa bet sachet ma evezh war un dra : en anvioù nederlandek ne skiver ket Ij met IJ e pen kentañ ur ger. Pe doujañ ouzh ar yezh orin pe ouzh ar faltazi? Amañ emañ: nl:IJssel. Bianchi-Bihan 2 Kzu 2006 da 21:02 (UTC)Respont

Gourc'hemennoù

 Ma gwellañ gourc'hemmenoù. Dont a rez da vezañ ar pevare merour dilennet an implijerion/ezed ar Wikipedia-mañ. Ra vefomp pemp emberr... --Merour (N) 4 Kzu 2006 da 09:56 (UTC)Respont

  Gwirioù goulennet amañ[8] (N'eo ket ret d'ur merour pe d'ur verourez o goulenn war a welan - bez' e c'hell bezañ goulennet war-eeun gant an hini bet nevez-dilennet evel merour e/hec'h-unan). A-galon, --Merour (N) 4 Kzu 2006 da 11:11 (UTC)Respont

Patromoù

evel ma welez ez eus ur gudennig c'hoazh gant ar patromoù - lamet e vez ul linenn war lerc'h lod anezhe met pas gnt an holl... Perak 'ta??!! --Merour (N) 4 Kzu 2006 da 09:58 (UTC)Respont

Prest da sikour

klañv on un tammig bet tapet riv ganin, met prest d'az sikour evel-just. dont a ra brav ganit ar bajenn-se hag ul labour a-bouez ivez. penaos e fell dit e teufen d'az skoazellañ ez-resis (evit ma ne labourfomp ket hom-daou war ar memstra war un dro). --Neal 5 Kzu 2006 da 11:33 (UTC)Respont

bet on o sevel un tammig pennadoù a-bouez evit klokaat ar bajenn kumuniezh nvez hag a zo war ar stern. n'eo ket un dra gwall blijus labourat war seurt pennadoù, met re bell eo aet ar raktres-mañ dija d'am soñj hepte. seul vrasoc'h e teu da vezañ, seul bouezusoc'h e teu da vezañ ivez goût war beseurt tu e ranker labourat evit kreñvaat ar raktres.

--Neal 6 Kzu 2006 da 17:07 (UTC)Respont

Kemm an anv

Peurvuiañ e klasker kemenn an den en deus krouet ar pennad a-raok kemm an anv. Kemer a ra un tamm amzer, met sevenoc'h eo. Ne oamp ket war-bouez ur sizhun. Shelley Konk 5 Kzu 2006 da 17:38 (UTC)Respont

kemennet e oa bet ganin ha roet an abeg. E gwirionez, evit lakaat toitloù ar pennadoù da glotaat gant boazioù ar wikipedia n'eo ket dav kemenn na gortoz. Ar c'hontrol avat pa fell d'un den kemmañ titl ur pennad evit e lakaat da diglotaat gant boazioù ar wikipedia.

--Neal 5 Kzu 2006 da 17:42 (UTC)Respont

Un doare da welet personel kenañ eo: gortoz a ran c'hoazh ar c'hemenn war ma fajenn gaozeal. Boazioù personel ivez: kemm hep kaozeal. N'int ket ma re. Shelley Konk 5 Kzu 2006 da 17:48 (UTC)Respont
Sklaer ha burutellet mat e oa an abegoù roet gant Neal evit kemm anv ar pennad. Ma vije tabutet e pad ur sizun war anv pep pennad ne vije fin ebet. Pa 'z eus reolennoù d'ar brezhoneg, kement hag ober doujañ dezho (dreist-holl pa z'eus bet seurt divizoù c'hoazh war pajennoù all eus ar wikipedia, da skouer evit envel kêrioù Iwerzhon)...Benoni 5 Kzu 2006 da 18:04 (UTC)Respont

Evit pajenn ar c'heleier

goulenn bet resevet ganin. ha gallout a ri ober war e dro p'az po amzer? trugarez --Neal 7 Kzu 2006 da 09:33 (UTC)Respont

Marteze e vo moaien deoc'h embann an draig-mañ. Trugarez en a-raok. A galon. Klaod.

n'on ket deuet a-benn da gemmañ ar c'heleir war ar bajenn degemer gwezh ebet. kas a rin da gemenn da vBenoni.

--Neal 7 Kzu 2006 da 09:33 (UTC) "Un drugarekaat", 'giz ma lâre ma mamm-geuñv, bet ganet dindan ren Napoleon III. A galon. Klaod. Kadbzh 7 Kzu 2006 da 14:40 (UTC)Respont

Porched ar gumuniezh

Distreiñ da bajenn an "implijer".