Kaozeadenn Implijer:Ch. Rogel/Diell1
Diell ar bajenn 2005-2006 :
Salut dit,
plijout a rafe din gwelloc'h ma ne veze ket graet gand berradurioù (h.a. evit hag all) , ha gwelet em eus ivez ur berradur n'anavezan ket en ur bajenn all.
diaes eo evit a re n'eo ket flour o brezhoneg ganto.
Paotr 19:15, 31 Mar 2005 (UTC)
Ar gwir a zo ganit ha gwelloc'h eo chom hep implij berradurioù. Memestra ret e vo krouiñ redirect-où evit displegañ berradurioù'zo (h.a. pe ABU evit Aozadur ar Broioù unanet). Savet am eus ivez ur hir a roll berradurioù a lakain war orjal diwhezatoc'h. Gwelet't'eus eo simpl awlac'h sevel rolloù ha rolloù ar rolloù. E-lec'h t'eus lakaet YF Kemener e vo ur roll kanerien a capella marteze.Mankout a ra taolennoù er wiki-mañ ivez.
Ch. Rogel 21:12, 31 Mar 2005 (UTC)
Salut, je ne parle pas brezhoneg très bien ou le même français très bon, mais j'ai une question.
Pourquoi utilisons-nous ici orthographes en plus de peurunvan? Comme cet exemple ci-dessous indiquera, presque que toutes utilise peurunvan. Toutes les organisations officielles ou quasi-officielles l'utilisent aussi peurunvan.
recherche Google pour "siañsoù" (etomolojik) recherche Google pour "siañsow" (?) recherche Google pour "skiantoù" (peurunvan)
Ainsi, je pense que nous devrions convertir tout le contenu non-peurunvan en peurunvan. Taolenn [kuzhat]
* 1 dwb: hirder ar pennadoù * 2 dwb: enep-juzevour / enep-juzev * 3 dwb: bassin versant * 4 dwb: Lokmazhe * 5 dwb: sant Goulwenn - sant Goulc'hen * 6 Patromoù * 7 Kempenn ar bajenn batromoù * 8 Evezhiadennoù war an etrefas * 9 Latin pe latinek? * 10 Patrom loen (doaread) * 11 Kergustentin * 12 Displegadur ar verb kaout * 13 Bizañs/Bizantion/Buzantion * 14 Sant Wennole * 15 Rummad Wikipedia * 16 Dilenn merourien * 17 Gwalenn * 18 Dilennit ho merourien * 19 Meneger * 20 Holloueziadur * 21 Pennad pennañ * 22 Request for article * 23 Kêraozouriezh * 24 Goulenn (re hir) * 25 heñvelrevelezh pe heñvelreviezh o 25.1 1. rev ha reizh o 25.2 2. lostgerioù o 25.3 3. queer o 25.4 4. arallrevelezh * 26 Takad * 27 geriaouegezh: ar gwir da sevel gerioù pa vez ret * 28 impalaerien roman * 29 Danvez pennad * 30 Henroma * 31 "a" pe get en anvioù noblañsoù * 32 Rediañ da ober * 33 Gourel, gwregel * 34 Baen/Blaen * 35 Katowice * 36 Brezhonekaat * 37 Sikour * 38 Brezhonekaat anvioù Departamantoù Frañs pe get * 39 Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg) * 40 Tamm displegadenn * 41 Dilennadeg * 42 Ur bajenn evit pep vot? * 43 Penaos kas en-dro ar votadeg (kinnig digant unan eus ar verourion) * 44 Milin * 45 Kartenn ar Wikipedourien * 46 Salut : petra ' soñjez eus ar pezh em eus skrivet ? * 47 Merour nevez * 48 sysop * 49 Kinnig * 50 Bianchi-Bihan war evezh * 51 Demokratelezh * 52 An ti-chopin * 53 afer anvioù brezhonek planedennoù zo * 54 etrefas
[kemmañ] dwb: hirder ar pennadoù
diwar-benn hirder ar pennad:
goût mat a-walc'h a ran n'eo ket ar wikipedia ur geriadur anezhañ, met n'eo ket abalamour da se eo *ret* sevel pennadoù hir. pa seller mat e vez gwelet ez eo ar pennadoù berr pennadoù a dispeleg buan-ha-buan termennoù implijet e pennadoù hiroc'h met n'eo ket e doiare ur geriadur eo ee ran kement-mañ. evit ar pezh a sell ouzh ar vogalennoù, ne gomprenan ket re vat ar pezh a lârez. N'eus forzh penaos e oa ma soñj ober dioutañ ur pennad evel an hini a zo tu da gaout war ar pajennoù e saozneg met n'on ket ur mailh war ar c'hompoderezh ha ne deuan ket a-benn da implijout skeudennoù ha sonioù. mar fell dit hag out barrek war an dachenn-se e vefe azet a-walc'h mont da dapoutt seurt elfennoù war ar peajennoù saozneg ha spegañ anezhe war ar pajennoù e brezhoneg. A-hendall, ar pezh a felle din ober 'oa boulc'hañ gat al labour dre reiñ lañs d'ur framm diazez gant an holl elfennoù diazez a denn d'r yezhoniezh - kavet e vo an tu d'o ledanaat war-ler'ch. n'eus forzh penaos, pep hini a c'hell mont da greskiñ pep pennad evit lakaat anezhe da vezañ fonnusoc'h... evit 'pezh a denn d'ar pennad diwar-benn an trefoedach, n'eo ket dre lakaat ar pennadig-se e-barzh ur pennadig all ec'h eo e teuio da vezañ hiroc'h ar pezh peus skrivet, anat deoc'h.... pep tra en e blas reizh, ha ne denn ket en un doare rik hervez ar yezhoniezh termennoù n'int ket skiantel evel 'trefoedach' da dermennoù skiantel-rik evel 'doare yezh' e lec'h ma kaver ar pennad a denn e gwirionez d'ar rannyezhoù' (ha n'eo ket er pennad 'rannyezh' e ditl...) an disterioù pennañ a gavan a zo kentoc'h war dachenn ar geriaouiñ tecknikel: amañ e vefen plijet da da sikour tud a oar gwell... met n'int ket, mar plij, da cheñch traoù gante un termenadur resis evel 'yezh minorelaet' gant termennoù all ha n'int ket heñvelster evel 'yezh bihan niver' pe 'yezh nebeut implijet' - abalamour da se em boa savet ar pennad gant an titl se, anat dit! (a-hendall, 'meur a bennad' e vez lâret ha n'eo ket 'meur a bennadoù' avat!) mar fell dit e vefe azetoc'h din kas skeudennoù pe traoù talvoudus all da vezañ speget er penandoù kentoc'h dre e-mail evit dre ar pajennoù-mañ. setu ma hini: jstefanlari@yahoo.com
Salud dit
ur gerig war an implij a rit a-wechoù eus ar ger "krouadur". Evit lavaret "création" e ranker implij ar ger "krouidigezh", rak "krouadur" a dalvez "créature" pe "jeune enfant".
A galon
Yan Ber
salut dit,
ha moian vefe da wareziñ un nebut pajennoù (s.s stalinouriezh) evit chom hep kas d'ur brezel cheñch-dicheñch?
Neal 6 July 2005 11:44 (UTC)
Ret e vije goulenn digant ar merour, ma fell dezhañ kompren hon diaesamanchoù. Ma ya re bell an traou e vije ret goulenn ma vo stanket an hent d'an torr-revr. Pa vo ur skipailh merourien e vo aesoc'h divizout a-stroll.
Ch. Rogel 7 July 2005 20:40 (UTC)
Trugarez da vezañ adlakaet ma fennad enlinenn. Un torr-penn eo deuet da vezañ e gwirionez bezañ rediet da adlakaat kant gwech e bennad enlinenn peogwir ez eus un nebeud tud n'int ket gouest da zoujañ da labour tud all a glask sevel traoù evit an holl. Mar fell da dud zo en em ober plijadur int o-unan, ijinañ doareoù-skrivañ nevez, hag ober van da grediñ e skrivont evit lennerien brezhonegerien a-vihanik n'int ket bet er skol vrezhonek. An dra-se a sell outo met n'o deus ket da ziskar labour ar re all. A-hend-all n'hallo ket hor wiki mont war-raok. Pa gomzan eus ar wikipedia brezhonek en-dro din e vez heuget an dud gant ar pezh a welont. Ne ro ket c'hoant kemer perzh. Fulup 8 July 2005 08:38 (UTC)
[kemmañ] dwb: enep-juzevour / enep-juzev
savet am boa ar ger 'enep-juzevour' kentoc'h evit 'enep-juzev' da glotaat gant un ideologiezh 'enep-juzevouriezh', strishoc'h e ster evit 'enep-semitouriezh', rak an arabed h.a. 'zo semited ivez. Neal 07:18, 18 July 2005 (UTC)
E geriadur RH e kaver koulz enepyuzev hag enepyuzevour gant ar memes ster gallek : antisémite. E geriadur An Here 2001 ez eus enepyuzev ag. ha enepyuzevouriezh hep enepyuzevour, met ar gwir zo ganit, rak ne m'oa ket gwelet e oa enepyuzev un anv-gwan nemetken : n'eus ket da sevel an anv-kadarn enepyuzevour (s.o. R. H.) ha n'eus ket a diredenn da lakaat e-kreiz.
Ch. Rogel 21:46, 18 July 2005 (UTC)
salut dit. komprenet 'm eus bremañ abalamour da betra e oa bet chenchet ar bajenn degemer evit he lakaat e portugaleg: ar cyberpoeta a gav dezhañ ez eo 'br' an diverradenn evit 'brasil'. skrivañ a rin dezhañ ouzh e bajenn a-raok ma vo bet distrujet traoù all gantañ...
[kemmañ] dwb: bassin versant
Gwiriet em eus ar pezh a oa en implij. Ofis ar Brezhoneg a erbed ober gant diazad doureier. An hevelep troienn a gaver war geriaoueg Diwan (Istor/Geografiezh). Setu, me a alife ac'hanout d'ober gant se (n'em eus ket reizhet er pennadoù savet ganit). Evel em boa skrivet dit eo testeniekaet mat implij ar ger diazad evit treiñ bassin e tachenn an douaroniezh. Termenet mat eo evel-se e geriadur an Here gant skouerioù evit bassin de sédimentation, diazad gouelezennek. Mankout a ra ur skouer evit diazad doureier/bassin versant avat. Fulup 13:09, 11 August 2005 (UTC)
[kemmañ] dwb: Lokmazhe
Merzet em eus ur fazi en anv da skeudenn. Lokmazhe eo anv an tour-tan, an abati, ar beg hag ar gêriadenn. N'eo ket *Sant Mazhe. Emañ war ar gartenn-hent vrezhonek. --Fulup 22 Aug 2005 à 14:01 (UTC)
[kemmañ] dwb: sant Goulwenn - sant Goulc'hen
gwelet em eus sant Goulwenn e-barzh Roll Sent Vreizh, gouzout a rez ma eo un doare skrivañ all evit sant Goulc'hen ? --Paotr 23 Aug 2005 à 12:39 (UTC)
[kemmañ] Patromoù
Gwelet a ran e plij kalz ar patromoù deoc'h. Me ivez. Un tamm tres a grog da vezañ gant ar bajenn-se, plijus eo da welet bremañ met ma kendalc'homp da ouzhpennañ patromoù all (hag e raimp sur a-walc'h) e vo ret en em soñjal war un doare all da ginnig an traoù pe e teuio ar bajenn da vezañ hir daonet. --Fulup 23 Aug 2005 à 16:48 (UTC)
[kemmañ] Kempenn ar bajenn batromoù
D'am soñj e vefe mat renkañ ar patromoù herv ez o demoù : douaroniezh, lennegezh, skiantoù hag all hag ivez o dipoù (simpl pe gant parametroù). Ar re evit an dourredennoù hag al loened a zo gant parametroù hag a vez graet infobox (ha taxobox evit ar bevien) eus outo war ar wikioù all, met m'eus ket bet da welout penaos e ya an dra-se en-dro. Ch. Rogel 24 Aug 2005 à 14:50 (UTC)
Ya, ret e vo mont war an tu-se moarvat. --Fulup 25 Aug 2005 à 08:05 (UTC)
[kemmañ] Evezhiadennoù war an etrefas
Trugarez dit da reiñ kalon din da genderc'hel ganti. Respont a ran da'z evezhiadennoù.
* Porched. Ne welan ket petra a vije etrebroadel er ger portal. N'eo ket un termen skiantel, netra ne vir a ober kinnigoù evit an termen-se. Yezhoù all a ra gant stummoù all. Ar galleg, peurgetket, eus e du, en deus degemeret ar ger portail. Porched eo ar ger brezhoneg kevatal evit se. Porched zo kar da portal. Ur seurt tog eo ar porched ma c'hall an dud kaout goudor. Setu ma c'haller astenn ster ar ger evit mont gant ar c'heal lec'h bodañ a ro digor war un dra bennak all. En holl c'heriadurioù emañ porched met Portal n'emañ ket e neblec'h. Degemeret eo bet Porched gant ar ster-se gant TermBret (geriaoueg ar Genrouedad) e 1997 pe 1998 dija. Tu a vije bet d'ober gant gerioù all ivez evel oaled met blaz ar c'hozh zo gant hemañ diwezhañ ha kavet em eus gwelloc'h heuliañ kinnig TermBret. * Wikipedour. An termenoù a echu gant -an pe -ad a verk tud a ra o annez tu pe du (Parizian, Kemperad). -ad ouzhpenn en deus ur ster gouzañv hag enebet e vez eus -er/-our ganto ur ster ober. -er/-our a verk an ober, ar pled, ar vicher : studier, den en em ro d'ar studi, istorour, den a bled gant an istor, luc'hskedenner, den a ra luc'hskeudennoù, livour, arzour a liv. Keodedour, den a bled gant buhez ar geoded, zo ezel eus ar geoded. Gallout a rez sellet ivez ouzh ar c'hemm lakaet e geriadur an Here etre keodedad ha keodedour. Setu ur Wikipedour zo un den a bled gant Wikipedia pe a gemer perzh e Wikipedia (ster oberiant). * Merour/melestrer, aze ivez on aet eus termenadur ar geriadur brezhoneg. Ouzhpenn eo anavezetoc'h merour. Graet em boa gant ar ger-se dija evit treiñ pajennoù Commons ha Meta. War meta eo bet implijet kalz dreist-holl.
A-hend-all evit da gelaouiñ em eus tost echuet treiñ hag azasaat patromoù Babel e brezhoneg. --Fulup 12 Gwe 2005 à 11:37 (UTC)
[kemmañ] Latin pe latinek?
goût mat a ran n'eus ket eus an anv-gwan evit ober e brezhoneg eus ar pezh a vez graet latin e galleg. amañ, avat, n'eus ket komz eus al lizherenneg latin, da lâret e al lizherennoù latinek implijet evit skrivañ al latin (hag e vefe ur pennad all..., ds skwer hep 'v' na 'k'). krouet em boa an tremen 'latinek' evit treiñ 'latinate' e saozneg, da lâret eo savet diwar al latin hep bezañ kevatal outañ. adkaset am eus ar pennad en-dro neuze. Neal 25 Gwe 2005 à 17:08 (UTC)
Pa welan "lizherenneg latin" e geriadur An Here 2001 (p. 828), n'on ket evit sevel mar war an dra, setu perak em eus cheñchet. Iskiz eo pa 'z eus un diforc'h gant ar yezhoù all, met un hengoun dibar eo. Dont a ra eus darempredoù strizh a oa etre ar brezhoneg hag al latin er Grennamzer (s. o. Catholicon, latimier (latinier) hag all... Evit gwir, ne welan ket mat petra a zegasfe latinek pa n'eus ket kalz a ziforc'h etre al lizherennoù implijet gant ar Romaned hag hol lizherenneg (ar w, an x hag an y?). Ch. Rogel 25 Gwe 2005 à 17:50 (UTC)
[kemmañ] Patrom loen (doaread)
Salut dit
me a sonj int gwelloc'h ar patromoù Taxobox eget ar patrom loen bremañ, ha ma out a-du e vefe mat lemel ar patrom loen eus ar bajenn Wikipedia:Patromoù --Paotr 5 Her 2005 à 14:30 (UTC)
Ma gavez mat, me ivez. Evit gwir, m'eus ket klasket kompren penaos a yae an taxoboxoù en-dro. M'eo staliet mat ez in da welout evit implijout anezho. Ch. Rogel 5 Her 2005 à 21:50 (UTC)
[kemmañ] Kergustentin
Cheñchet hoc'h eus doare-skrivañ an anv Kergustentin e pennad Marco Polo ha skrivet Kêrgustentin. Ar ger "kêr" a skriver gant un tired kognek met an anvioù-lec'h savet diwar "kêr", evel Kergustentin, Kernevez, Kergozh ha me oar-me, a skriver hep tired kognek (s.o. geriadurioù Roparz Hemon, yezhadur F. Kervella, pe kartenn Breizh Ofis ar Brezhoneg) --Llydawr 1 Kzu 2005 da 21:13 (UTC)
Ar gwir zo ganit. Trugarez. --Ch. Rogel 1 Kzu 2005 da 22:51 (UTC)
Hag evit resisaat ar reolenn : dalc'het e vez da skrivañ un tired war Kêr, pa vez hemañ eil elfenn un anv-lec'h, da skouer en anvioù evel Kozhkêr, Penkêr, hag all. An abeg ma voe dilezet ar skrivañ Kêr hep tired en anvioù-lec'h eo ez eus dekmiliadoù a anvioù stummet war ar patrom Ker+elfenn all, hag e oa furoc'h degemer an doare hengounel da skrivañ an anvioù-lec'h eget mont da c'houlenn cheñch skritur kement a anvioù. Fulup
[kemmañ] Displegadur ar verb kaout
Demat deoc’h,
Gwellet am eus ho poa kemmet ar stummoù "en neus" en "en deus" e-barzh ma fennadoù, n'eo ket ur fazi koulskoude mes friadur al lizherenn D evel ma vez kavet anezhi en "an nor" pe "an nen" (evit lâr "an den" a-wechoù). Bez e vefe tu skriviñ ivez "en neus" er skritur peurunvan tra ma vez friet al lizherenn-mañ gant rannyezhoù zo ha mirout ar stumm "en deus" evit ar re a lâr evel-se.
Ouzhpenn-se, tu zo skriviñ "az teus" e lec’h "az peus" e Peurunvan, neuze perak kendalc’h gant "en deus" ma vez lâret "en neus" ? Ret eo bezañ reizh betek penn... ;o)
Gwenn ho ped, Breizhadig
Un tech a zo ganin : pegañ ouzh ar stummoù degemeret e pep a yezhadur ha n'on ket evit priziañ klask degas reolennig pe reolennig a vije "reizh betek penn". Ne vez ket degemeret en neus er skolioù divyezhek ha ne welan ket piv zo gouest mont a-enep en e unan. Koulskoude ne chañchin ket mui da stumm, met graet e vo gant den pe den memestra. --Ch. Rogel 11 Kzu 2005 da 18:22 (UTC)
Techoù zo gant an holl, ma hani zo pegañ ouzh yezhadur Pêr Trepos a gavan dreist ha pinvidik a-walc’h, yezhaduroù-all a zo ivez mes diaes eo din ober ganto dre ma'z on kustumet gant "lañgaj" Pêr Trepos lol
A wir galon, Breizhadig
[kemmañ] Bizañs/Bizantion/Buzantion
Salud dit. Un tamm eskemm zo bet diwar-benn an doare brezhonek d'ober gantañ war ar wiki evit treiñ Byzance hag ar gerioù deveret. Meur a bennad zo bremañ ma kaver an anv-se ha stummoù disheñvel zo bet implijet hervez an dud. Mat e vefe kemer un diviz war ar c'hraf-mañ. Gallout a rez mont da sellet ouzh pajenn gaozeal ar pennad savet ganit Impalaeriezh roman ar Reter ha war pajennoù kaozeal Implijer:Llydawr ha ma hini. Petra soñjez ? --Fulup 18 Kzu 2005 da 18:24 (UTC)
[kemmañ] Sant Wennole
* Kemmadur zo en anv Gwenole goude Sant. Lakaet em eus Sant Wenole er pennad eta. Gwiriañ a rin el labour anv resis an abati. --Fulup 8 Gen 2006 da 17:01 (UTC)
[kemmañ] Rummad Wikipedia
Gallout a rez ivez renkañ ar pennadoù en isrummad Rummad:Kumuniezh Wikipedia. Pennadoù all zo eno dija. --Fulup 17 Gen 2006 da 12:46 (UTC)
[kemmañ] Dilenn merourien
* Kerzh d'ober un tamm lenn d'ar gaoz zo bet war Kaozeal:Kembraeg mar plij. Darev eo an dud evit ma vo dilennet merourien bremañ a gav din. Ret eo deomp en em aozañ evit se ha displegañ mat ar reolennoù. Piv a c'hall votiñ, an amzer da vezañ laosket gant an dud evit lakaat e anv war ar renk, hag all. Petra eo da soñj bremañ ? --Fulup 22 Gen 2006 da 12:33 (UTC)
Gwir eo ne vo ket dilennadegoù a-raok ma vo divizet war ar eolennoù hag dre-se e vo gwelet ma 'z eus tu sevel dilennagoù, met chom a ran disfiz ouzh ar raktres peogwir n'imp ket trawalc'h d'am soñj... An diviz-mañ a zo da gendelc'her war ur bajenn bropoc'h, hini an Ti-Chopin a gav din. Kit da welet aze.
[kemmañ] Gwalenn
Arabat bezañ chalet gant ar ger-se. Implijet eo bet ganin abalamour n'em boa ket kavet rummad ar patromoù. Diaes eo mont e-barzh Wikipedia brezhoneg. Neuze em eus implijet ur ger gwalenn evit ar gerioù renket er rummad e oan o sevel. Ne oan ket o krouiñ ur sketenn en ur implijañ gwalenn met ne ouien ket en pelec'h e oa ar "gerioù kozh". Kavet e vez gwalennoù war Internet (en galleg : anneau ; en saozneg : ring) evit lec'hiennoù liammet : [skouer]. Amañ e oa pennadoù hag un daolenn evit degas livioù ha titouroù. Gallout a raio an daolenn verdeiñ cheñch : bodañ ar c'hontadennoù… Setu tout.
Abaoe em eus kavet rummad ar patromoù gras da Fulup en deus renket ar walenn e-barzh rummad ar patromoù. MP 23 Gen 2006 da 11:20 (UTC)
Ma vefe kemmet e vefe posubl ober gant ruilhenn azo e ster an dra a ruilh. Ur ginnig eo setu holl. --Ch. Rogel 23 Gen 2006 da 19:44 (UTC)
[kemmañ] Dilennit ho merourien
Digor eo ar votadeg evit dilenn ho merourien, votit AMAÑ
[kemmañ] Meneger
Ur ger zo evit indeks. Meneger eo. --Fulup 5 Meu 2006 da 16:44 (UTC)
[kemmañ] Holloueziadur
Klokaet ha kempennet em eus ar pennad holloueziadur. Miret em eus ho tisplegadennoù diwar-benn ar ger kelc'hgeriadur met graet em eus gant ar ger holloueziadur a-hed ar pennad, dre ma'z eo an titl hag ar ger zo bet dibabet ober gantañ war ar Wiki brezhonek.--Llydawr 5 Meu 2006 da 18:45 (UTC)
[kemmañ] Pennad pennañ
* Troet em boa ar patrom evit lakaat war wel anv ar pennad pennañ er rummadoù : anvet eo
- Pennad pennañ : Anv ar pennad
--Fulup 9 Meu 2006 da 23:17 (UTC)
[kemmañ] Request for article
Greetings Ch. Rogel!, Could you please help me write a stub for this article? - which is based on this French article just several lines would be sufficient enough. Please. Your help would be appreciated (I do not know what the correct Brezhoneg title should be) -- Joseph, 05:25 Sul 12 Meurzh 2006 (UTC)
[kemmañ] Kêraozouriezh
* Lakaet em eus er pennad Kêraozouriezh bet savet ganit ar boued a oa er pennad "urbanism" am eus diverket. Ezhomm zo da adkempenn ar pennad en-dro bremañ evit reizhañ an doare-skrivañ hag ingalañ an dibaboù yezh. --Fulup 19 Meu 2006 da 22:08 (UTC)
[kemmañ] Goulenn (re hir)
Lakomp em bije da zisplegañ d'un dornadig brezhonegerien yaouank (pe gozh) petra eo wikipedia, e c'hallin en em zibab un tamm. Met traoù zo n'ouzon ket, ha sur-mat ez eus traoù n'on ket bet o lenn e korn pe gorn eus an ti-mañ. Marteze n'int ket a-bouez, peogwir e tremenan-me hepto. Met marteze int. Setu ma goulenn a-benn ar fin: petra a dlejen lavaret dezho, pe ha ne dlejen ket ankounac'haaat lavaret ma kinnigjen ar stal. Peogwir emaon o vont d'ober tu bennak a-raok fin ar bloaz, sur .
Kement-mañ a lavaran peogwir e vije mat sevel ur patromig evit tud zo marteze, evit ar re a gemer perzh, dezho da ginnig wikipedia er skolioù-noz, ha dreist-holl er skolioù-meur, en IUFM...
Pa ouio pep kelenner e kavo pezh en deus ezhomm da c'hout db Roparz Hemon pe ar vreudeur Morvan adalek ur mekanik en e lise e vo aesoc'h dezhañ eget furchal el levraouegoù evit klask un deiziad hepken ... Ya, met neuze e vije ret kargañ ar c'harr, rak db ar baotred Morvan n'eus ket pikol tra, ha n'eo ket me a lako... met re all zo. D'am soñj e c'haller goulenn digant tud a oar ... evel -digant ar sonerien sevel ur pennad db o benvegoù -digant tud zo ur pennad db o strollad (pe diwar o fenn!) -digant ar studierien o deus savet ur skrid mestroniezh sevel un nebeud pennadoù db o danvez-studi ha digant kelennerien zo kemend-all. Mat e vije ivez gouzout petra a blijfe d'ar skolaerien kavout e-barzh, evit labourat war an tu-se ivez.
An diaesañ eo ar pennad kentañ. Goude e teu aesoc'h. Re hir on bet. Bianchi-Bihan 30 Meu 2006 da 16:58 (UTC)
N'eo ket ur goulenn, met meur anezho, peogwir ez eus daou du e-barzh d'an nebeutañ : peseurt arguzennoù a c'hellfe sachañ an dud da skridaozañ ha penaos sevel ur seurt luskad evit sachañ pep a arbennigour. Da gentañ, ret eo pouezañ war ar plijadur : un afer serius-tre e seblant d'an dud ar Wikipedia, ha koulskoude e vefe ezhomm eus pennadoù war sujedoù skañv pe dic'hortoz. Spi 'm eus e vo dedennet muioc'h-muiañ a liseidi (had tud all, evel just) evit plantañ traoù ma 'z int sod ganto. Marteze e vezint kendrec'het gant o zud pe gant o c'helennerien hag erfin gant o c'hamaladed. D'amj soñj, ret e vo sevel (dindan mizioù) ur c'hevarzhe Wikipedia br evel ma 'z eus dija e broioù all (de, fr). Setu un dra n'eus ket ret bezañ staget ouzh hini Bro-C'hall, met posubl e vefe goulenn o harp memestra. Tuet mat eo bet gallegerien'zo ar Wikipedia fr pa oa bet dileuriet ganto Aoineko evel merour kentañ (ha divrezhonek) al lec'hiennn vrezhonek (hag chomet eo er roll). Setu un diviz da gendelc'her en Ti-Chopin. --Ch. Rogel 30 Meu 2006 da 21:28 (UTC)
[kemmañ] heñvelrevelezh pe heñvelreviezh
salut dit! mall zo warnon gallout kemmañ an traoù (hir e vo!) a-benn reizhañ an traoù da vat war an dachenn-mañ. trawalc'h e vo d'am soñj en em lakaat a-du (hag unan bennaket all mar bez tu - eul vuioc'h seul welloc'h evel-just) rak war a seblant n'eus ket kalz a dud all dedennet a-walac'h evit ober kinnigoù resis (kentoc'h evit lâret pere ne blij ket dezhe...). boñ, reiñ a ra ur c'hinnig strizh ar wech-mañ etre daou stumm nemetken o tennña d'al lostger reishañ evit ober gantañ (lakaet e vo da dalvezout, anat deoc'h, evit an holl gerioù all ivez):
* heñvelrevelezh * heñvelreviezh (> heñvelreviel pe heñvelrevel?)
skrivit-me ar buanañ ar gwellañ mar plij. --Neal 1 Ebr 2006 da 11:01 (UTC)
E penn kentañ (pa 'm oa skrivet ar pennad war ar revelezh denel e kaven mat ober gant rev e-lec'h reizh evel m'en deus graet tud o deus savet geriadur An Here. Dija e seblante di e oa ar ger reizh re lies e sterioù. Koulskoude pa 'm eus lennet (ha troet) ar pennad war Judith Butler em eus komprenet e c'hell ar brezhoneg ober an diforc'h etre ar gender hag ar "seks". D'am soñj, n'eo ket un dislavar : n'eus ket ur ger saoznek evit lavarout homogenderal (!??), met queer marteze. Posubl eo kaout reizh (= gender hervez "teorienn ar reizh", queer amprstet d'ar saozneg (ha graet 't eus dija) hag "xreviadelezh" hervez ar c'hompren boutin. Ma komzer eus an "arallreviadelezh" e taveer da "altersexual", ar pezh a blij da dud'zo ha ne blij ket dezho ar stummoù boutin. --Ch. Rogel 1 Ebr 2006 da 21:39 (UTC)
[kemmañ] 1. rev ha reizh
Sklaer a-walc'h eo kement-mañ:
* reizh = saozneg sex; galleg sexe * rev = saozneg gender; galleg: genre * jener = saozneg grammatical gender; galleg genre grammatical
neuze:
* studioù ar reizh a dennfe d'ar reizhouriezh, saozneg: sexology (medisinerezh) * studioù ar rev: gender studies (diforc'hioù etre goured ha maouezed er gevredigezh, tost d'an dachenn anvet women's studies)
studioù ar revelezh: sexuality studies (tuadurioù rizhel hag identelezh revel)
* studioù queer: queer studies (in is-tachenn reisis eus disheñvel studioù ar revelezh)
ur chañs eo evit ar brezhoneg gallout diskoulmañ seurt diforc'h bremañ ha sevel gerioù stummet mat a-raok ma vije re diwezhat evel m'emañ e saozneg. gwir eo e saozneg ne reer ket gant *homogender (met tu e vefe d'hen ober, krouet o bet meur a c'her all), met gant gerioù nevesoc'h e vez kavet an diforc'h, d.s. pansexual (brezhoneg: hollreizhel) ha pangender (hollrevel).
talvoudus-tre eo implij ar gwrizioù reizh- ha rev- e brezhoneg evit ober an diforc'h etre divreizhel (bisexual; hemaphrodite) ha divrevel (bixexual, identelezh revel). n'emañ ket aze an dalc'h e gwirionez
[kemmañ] 2. lostgerioù
ouzhpenn-se e c'heller c'hoari kalz gant al lostgerioù, d.s lesbianelezh (stad-bezañ pe stad-den war patrom denelezh = ar fed ma vez unan un dra bennak)) lesbianouriezh (luskad politikel pe ideologel diwar patrom sokialouriezh).
[kemmañ] 3. queer
n'em eus ket savet ar pennad a glot gant an termen-mañ c'hoazh peogwir o luziet-tre hen diplegañ en un doare eeun (dreist-holl e brezhoneg) hervez an deorienn queer, met n'eo ket an termen-mañ kevatal da heñvelrevel na tamm ebet.
Kalz ledanoc'h eo e ster rak terriñ a ra gant an doare ma vezdisrannet an dud e div reizh (c'henel) lakaet da glotaat gant div reve (emdalc'hioù boas).
tostoc'h eo da gae, LGBT pe c'hoazh hollrevel.
[kemmañ] 4. arallrevelezh
souezhet-bras e oan bet o tizoloiñ e oa bet implijet ar ger-mañ evit heterosexuality, d'am soñj eo bet stummet fall penn-da-benn, rak, evel ma lârez-te, e klot kentoc'h gant altersexualityhag a vije mat evit treiñ queer e brezhoneg. marteze a-walc'h ne ouien ket tud ar geriadurioù peseurt diforc'h e opa etre an holl tremenoù-mañ. m'enfin, graet eo bet ha daoust ma ma kred din e c'heller (hag e ranker) ober an difor'ch etre reizh ha rev hag ivez c'hoari gant al lostgerioù, bez' e ranker doujañ ivez doujañ un tammig d'ar pezh a vez havet er geriadurioù, ha neuse ober gant arall- evit hetereo-. --Neal 2 Ebr 2006 da 09:09 (UTC)
1 Ne welan ket rev o klotañ gant genre ha gender p'eo implijet a-gozh reizh er yezhadur. Me a wel rev o klotañ gant an diforc'hioù korfadurel da gentañ. Met, n'on ket sur hag suroc'h e vefe goulenn digant Martial Menard, arbennigour war an dachenn-se, ma 'z eus unan. Ur goulenn d'ober da TermBret ivez, marteze.
* spi 'm eus n'emañ ket ar wirionez ganit rak ret e vije eilpennañ pep tra... hag anaout av rez m.m. ez-personel evit ober ar goulenn dezhañ? mat e vije.
* o salut, me an hini eo en-dro. bet onda sellet er geriadurioù dre amañ a-benn sklaeraat an traoù em fenn un tammig ha bet on o prederiata un tamm diwar-se. evidon-me ez eus un abeg sklaer a-walc'h evit krediñ e klot e brezhoneg reizh gant sexe ha rev gant gender: implijet eo bet an termen reizh a-gozh evit sexe, kalz a-raok ma oa bet kaoz eus an diforc'h etre ar sexe hag ar genre. ne c'helle ket neuze reizh ober dave d'ar genre rak ne oa ket bet komz eus an tremen-se d'ar mare-se. sexe e rank talvezout neuze. deuet eo war-wel war-lerc'h an termen rev amprestet diwear ar c'hembraeg (ma talvez kement sexe ha genre - nj'em eus kavet geriadur ebet ma vez graet an diforc'h kenetreze). kendal'chet eo bet d'ober gant 0reizh ha bremañ ivez gant rev' - ne c'hellont ket bezañ ar mems tra neuze. genre a rank bezañ ster ar ger nevesañ rev neuze. er geriaduru bet embannet gant an here n'emañ ket gwall sklaer an traoù, met ma'z eio gwir eo bet implijet reizh evel genre gante kentoc'h evit sexe e vefe anzav e oa bet eilpennet penn-da-benn ster ar ger koshañ hag a dalv sexe(reizh) abaoe meur a vloaz. ouzhpenn-se, ma talvez reizh sexe evit an here eo bet savet fall ar ger heñvelreviadezh rak un afer gender identity an hini eo kentoc'h evit un afer orientation sexuelle (ne vez ket implijet kalz ken an termen-se). --Neal 3 Ebr 2006 da 17:00 (UTC)
2 Ret eo kavout ur ger all evit altersexualité, kemmrevelezh? Ur goulenn all d'ober d'ar Wikipedourien ha d'an arbennigourien meneget a-us. --Ch. Rogel 2 Ebr 2006 da 14:41 (UTC)
* ya, un druez eo bezañ implijet arall- evit hétéro-. degemeret eo bet evel-se gant geriadur an here ivez d'am soñj - ar pezh a dalv n'int ket dre ret an dud o doa savet ar geriadurioù (en o zouez an dud a vennegez a-us) arbennigourion koulz war tachenn ar geriouaiñ evit war ttachenn ar studioù revel...
* a-hendall, plijout a ra dit ar pennadoù bet savet ganin war an dachenn-mañ - awenet e oan bet e gwirionez gant ar opennad revelezh denel bet boulc'het ganit +--Neal 3 Ebr 2006 da 16:21 (UTC)
N'on ket a-du pa soñjez e klotfe reizh gant sexe desket 'm eus reizh evel genre grammatical a-raok kompren e oa un eil ster. Poelekoc'h eo din mirout reizh o talvezout evit gender (grammar ha sex) ha kas rev da dalvezout evit ar ster anevalekoc'h (!!?. Mat-tre e kavan an heuliad pennadoù 't eus savet war ar reizh hag ar rev. Diouer bras zo eus traoù ar seurt-se en brezhoneg. N'eus kazi netra nemet levr Alc'hwez ar Baradoz bihan gant Martial Ménard. Kendalc'h ha ra vezo muioch a dud o skrivañ war an dachenn-se. --Ch. Rogel 3 Ebr 2006 da 22:05 (UTC)
setu ar pezh m eus gallet kavout er geriadurioù a c'hellan klsk enne - mat e vefe klokaat gant geriadurioù all moarvat.
roparzh hemon (delaporte idem.): reizh = sexe ha genre rev = gel nemetken
imbourc'h: genre = genad sexe = rev
preder (war linenn): rev = genre reizh = genre genre = jener, genad
favereau: sexe = reizh / reoù (sic.) / seks genre = jener / reizh (yezhadur)
termofis (war-linenn) sex: rev (=reizh)
hag evit keñveriañ un tamig gant ar yezhoù kar:
kembraeg (geiriadur yr academi):
gender: (yezhadur) cenedl; (=sex, sic.) rhyw sex: rhyw homosexual: cyfunhywol (goured); gwrywgydiol (maouezed)
iwerzhoneg: sex: gnéas gender: (sex): cinéal; (yezhadur): inscne homosexual: homaighnéasach
gouezlg skos: homosexual: co-sheòrsachd; homosexuality: fearas-feise gender: gnè; insgne; seòrsa sex: gnè; insgne; moth sex (gender): cineal
luziet-kenañ an traoù neuze. m hen adlâret a ran: ma'c'h eo bet implijet ar ger reizh abaoe keit-all (e geriadur Troude?) e rank bezañ kevatal d'ar reizh rak ne oa ket bet prederiet en difor'ch etre gender ha sexe' da'r mare-se.
sklaeroc'hig un tamm e teu an traoù gant geriadur an here:
an here: reizh: yezhadur (genre) reizh: (hervez an displegadur hervez an diforc'hioù biologel hag ar gouennañ e rank bezañ sexe): hollad ar merkoù diforc'h, dezho ur perz er gouennañ, a dalvez da lakaat kemm etre daou rummad disheñvel e-touez an dud , a.l loened. HS: rev rev: 1. idem reizh (mi-pe-vui) hag ivez: 2. a denn d'an anien revel, d'ar c'hant revel. n'eo ket rev neuz un dra viologel hepmuiken. daoust ha n'emañ ket skrivet er geriadur e tennfe a rev d'an identelezh (ha sklaer e vije bet evit arv skridaozerion/ezd?) e tenn r rev klz muioc'h d'r pezh vezgreat gnder outañ e saozneg.
un draig all:
evidin-me, hag evit ar re o deus studiet an tem-mañ, n'eo ket gwall dereat imlijout an tremen reizh evi ober dave da'r "rummenn yezhadur a zezverker ganti, e yezhoù zo, strollaoù tremenoù o deus perzhioù heñvel ouzh re ar gerioù adalvez dober anv eus ar bared, eus ar parezed ha, diouzh an dro, eus an traoù" (an here, p. 1099)
evit goût hiroch dwar-benn al liammoù etre arv reiz hg ar jener, istor ar fed m vez grae 'gnre ouzh ar jener gnt ar rg hg ar prag ha diplegadurioù dispr diwar-benn mont-en-dro ar rummenn yezhdurel-se ez eus un toulladig levrioù mat-re, en o zouez:
gwell e vefe d'am soñj kenderchel d'ober gant an tremn jener a tost e da hengoun yezhadurel Europa hag a liamm ar jener ouzh ar reizh hep klkaat an dou dra da vezañ kevatal. --Neal 4 Ebr 2006 da 10:56 (UTC)
[kemmañ] Takad
Feiz, kompren a ran e oa ezhomm eus ur ger gant an Drezen, met n'on ket sur en deus dibabet an hini gwellañ. Ha pa en sonjan, en lavaran. Un dra disheñvel avat: dibabet en deus evel implijer. A-wechoù e vez tud divarrek oc'h ijinañ evit ar re all gerioù ha n'ouzont ket implij o-unan.
Peurliesañ ne gavan ket reizh e vije ijinet gerioù gant Yann N'eus-forzh-piv en e vurev, ha pedet Yann Vrezhoneg d'ober ganto war-lerc'h. Mar dougomp bri d'hon yezh e c'hallomp kemer ar boan d'ober un tamm studi kenetrezomp, ha n'eo ket plegañ da froudenn hemañ-henn.Bianchi-Bihan 3 Ebr 2006 da 16:09 (UTC)
Me ivez, ne glaskan ket ijinañ gerioù ha furchal a ran e pep levr a gavan, geriaouegi Diwan, da skouer, ha bewech e vez implijet takad evit zone en deskadurezh ma komprenan mat. T'eus ket sell war TermOfis : zone tropicale = takad trovanel. Ne welan abeg ebet evit chom hep implij ar ger-se. Ken displann eo takad e-keñver ar ment hag area ha zone. --Ch. Rogel 3 Ebr 2006 da 19:03 (UTC)
[kemmañ] geriaouegezh: ar gwir da sevel gerioù pa vez ret
ha gant piv e vez savet ar geriadurioù - gant an aotroù doue 'michañs? n'eo ket gantañ, anat eo, rak n'eus ket dioutan! hag arbennigourion int holl, emit-hu, met arbennigourion war be tachenn? ha stummet int bet an holl war ar c'heriaouegezh? ha brezhonegrion a-vihanig int holl? arbennegourion int holl war pep tachenn teknikel azo da gaouet er geriadurioù embannet gante? resped meur am bez evite peurliesañ ha doujañ d'ar pezh a vez embannet, met ne dalv ket e vefe reizh dre ret pep tra a reont. ha perak ne ouife ket muioc'h an den-mañ'n-den war tachenn pe dachenn ha gallout sevel nevezc'herioù war an dachenn-se pe c'hoazh (o feiz!) reizhañ ar stummoù a vez kavet er geriadurioù, dres evel m'eo betr krouet gerioù nevez gant tud ar geriadurioù ha reizhet traoù bet embannet er geriadurioù a-gent? a-wechoù n'eo ket ken sot all "Yann N'eus-forzh-piv en e vurev" pe n'eo ket dre ret sotoc'h evitYann N'eus-forzh-piv-all en e vurev paeet evit sevel ur geriadur, kea. enfin, doujañ a-walc'h a rafen-me d'ar pezh a vije da gaout war dachenn ar revelezh, met, siwazh, n'eus ket kalz a dra da gaout - traoù sirius a lâran, bouetaet gant an teoriennoù diwezhañ, pe d'an neubeutañ teoriennoù an XXvet kantved... --Neal 3 Ebr 2006 da 19:21 (UTC)
Ne welez ket pet a den o deus labouret war ar geriadurioù, geriaouegi Diwan, TermBret hag all? Nag a lizhiri a zo bet kaset etre an dud a-raok m'eo bet degemeret ger pe ger. Miliadoù a gerioù a vank, met diouzh un doare michereloc'h-micherelañ e vez savet ar gerioù.
ya, goût mat-tre penaos ec'h a en-dro, dreist-holl peogwir em eus bet o labourat gante ivez (bloavezhioù 'zo). un doare mont-en-dro brav an hini eo hep mar ebet. gwir eo e oan bet d'ar mare-se o labourat en ur skipailh, met amañ e teu war wel ur skipailh tud buan-ha-buan evit reizhañ ar c'hinnigoù bet great ganin - ha reizhet eo bet meur a dermen o tennañ d'ar revelezh abaoe...
Pouezet 'm eus war labour TermBret ha n'omp ket evit chom hep implij anezhañ.
evel-just. a-du penn-da-benn.- hen implijout a ran ha binviji solut all ivez mar bez tu. met lâr din pelec'h e vez kavet ar gerioù pangender ha pansexual
Ha penaos e teu dindan da bluenn ger arbennik pe ger arbennik ma n'eo ket bet moullet e lec'h-mañ-lec'h?
hiziv an deiz ne rank ket an traoù bezañ moullet war babper evit ma vefe oute. trawalc'h eo ma vefent embannet, da skwer, amañ war ar wikipedia... ha pesuert difor'ch talvoudegezh zo etre an traoù embannet amañ hag an traoù embannet e bremañ da skwer?
Hep soñjal e priziez stankted ha/pe reizhted ar gerioù ha degas a rez anezho da reoù all.
ne gomprenan ket re vat ar pezh a fell dit lâret amañ. met ya, gwir eo m'z eo bet ijinite ar ger heñvelrevavdezh war ur wrizienn rev haga dalvezfe sexe kentoc'h evit gender ret eo lâret eo bet stummet fall hervez teoriennoù ar revelezh eus an XXvet kantved ha neuze e vef ret en em dizober dioute hag ober gant re all rak n'int ket dereatoc'h neuze evit gerioù all evel paotr dour-melen...
Gerioù a chom dizimplij, reoù all a ra berzh. Setu perak eo dañjerus klask ijinañ gerioù, rak pe ijinet eo bet un all , pe direizh eo pa n'eo ket soñjet da bep a skoilh.
dañjerius? pesuert dañjer zo? un dañjer e vefe evidon-me, kalz grevusoc'h hennezh, rankout envel ttud zo en un doare didereat war diagrez eo bet degemeret ar stumm-se gant ar geriadur-mañ'r-geriadur.
Mat eo treiñ womanism gant maouezouriezh, met digamm eo grwegelouriezh. Penaos ober? Heuliañ an hengoun (RH) pe kinnig un dra all. Ma kavfer un diskoulm, gwelloc'h kas anezhañ, da gentañ war bajennoù kendivizoù reolata ha da DermBret. --Ch. Rogel 3 Ebr 2006 da 22:05 (UTC)
gant trembret, ur skwer vat amañ, em boa kavet gwegelouriezh d'am soñj. stummet fal eo bet evit meur a abeg ha ne rin morse gant seurt stummoù peogwir int dañjerus - dañjerus evit an dud maouezed, tud heñvelrevel hag all) a vezont lezet er-maez eus implijout sokial ar yezh pe roet ur statud direizh gant implijoù ar yezh en un doare sistematel. ha labourete vo en un doare sirius war tachenn geriaouiñ ar revelezh? ha betek pegoulz e vefe ret gortoz kaout divisoù termenadurezh gant an aozadur-mañ'n-aoazadur a-raok gallout skrivañ ha kaozeal eus seurt temoù e brezhoneg? ken warlerc'hiet e rankfomp menel?-4 Ebr 2006 da 16:28 (UTC)
Mat eo al labour 't graet war dachenn ar revelezh ha sur e tegasi traoù a-bouez. Pouezañ a raen war ar c'hempouez a tleer mirout etre ar nevezc'herioù kozh ha nevez. Sur eo stummet fall gwregelouriezh, met ne vo kavet un hini all nemet dre an divizoù a vez graet en TremBret pe, piv oar, amañ gant ma teuio meur a zen evit reiñ e arguzennoù. Met petra a ginnigez evit féminisme erfin? Grwegouriezh? Merc'houriezh? Plac'houriezh? --Ch. Rogel 5 Ebr 2006 da 22:11 (UTC)
diwar ar pezh a gaver bet embannet gant imbourc'h/preder (da lâret eo n'eo ket traoù bet ijinet ganin-me adarre!) = benevouriezh em eus graet kentoc'h gant benouriezh rak implijet e vez muioc'h ben- evel gwrizienn e brezhoneg kentoc'h evit benev-. --Neal 6 Ebr 2006 da 07:39 (UTC)
[kemmañ] impalaerien roman
Salud dit. War pajenn ar pennad Teodosius Iañ e kavi skouer ar patrom "impalaer roman" am eus ouzhpennet hag a servijo dit evit pennad Diokletian. --Fulup 15 Ebr 2006 da 18:12 (UTC)
[kemmañ] Danvez pennad
E gwirionez e plij din a-walc'h "danvez pennad". Un droienn vezhonek vat eo a ziskouez splann ez eus anv eus ur pennad n'eo ket deuet da vezañ ur gwir pennad c'hoazh peogwir eo re skort an danvez ennañ. War skouer danvez kelenner, danvez beleg, danvez levr. --Fulup 16 Ebr 2006 da 17:59 (UTC)
[kemmañ] Henroma
Salud dit. Gwelet em eus e oas bet o voulc'hañ ar porched/portal roman. Ur soñj mat eo. Klokaet em eus da vat ar pennad Henroma hiziv. Leun a liammoù eo. Gallout a ra talvezout da bennad loc'hañ evit kenderc'hel bremañ, asambles gant hini roll an impalaerien. Lakaat a ran ma anv war ar porched evel ma vez graet war ar wikioù all. Laka da hini ivez. Evel-se e vimp daou da nebeutañ rak war porchedoù Sina ha Japan on ma-unan evit poent --Fulup 18 Ebr 2006 da 16:10 (UTC)
Er wikioù all e vez savet pajennoù evit ar portalioù hag reoù all evit ar raktresoù. Koulskoude e kavan mat sevel unan hepken betek ma vo kempennet ar portal : simploc'h eo evit kompren an diforc'h. Me zo vont da zisplegañ an dra (ha lakaat ma anv). --Ch. Rogel 18 Ebr 2006 da 21:28 (UTC)
[kemmañ] "a" pe get en anvioù noblañsoù
Nevez 'zo (met pelec'h? ne'm eus ket a soñj ken) ez poa goulennet ar reolenn evit an implij eus an araogenn a (pe get) dirak an anvioù noblañs, ha merzet ne rae ket Roparz Hemon ganti. N'eus ket da lakaat, gwelet Yezhadur Kervella §384 evezhiadenn diwezhañ. Neuze 'ta Charlez VIII Bro-C'hall, pe Charlez VIII Frañs. Kalon vat dit evit cheñch an holl ditloù-se. Rognogno 2 Mae 2006 da 09:39 (UTC)
N'eo ket ken sklaer divizoù Kervella, hag eñ un arbennigour eus ar re wellañ. Anv a ra eus reolenn &359b evit ar ger-mell : roud ebet eus an araogennoù hag en diwezh &384 e ra dave d'al lavarenn aotrou + anv, gant skouerenn aotrou Kerjagu e tispleg a-us eo al lavarenn-mañ renet gant ur reolenn arbennik. Ma vije un Anatol Frañs ne vije ket moien kompren piv eo : aotroù Dianav pe ur priñs bennaket. N'on ket kendrec'het pa welan eo bet kollet un ostilh diforc'hiñ. --Ch. Rogel 2 Mae 2006 da 12:00 (UTC)
[kemmañ] Rediañ da ober
Salud dit. Diaes din ober gant reolennoù n'anavan ket : pelec'h e vezont kavet? A-hend-all em eus graet un adsell d'ar pennad: gwelloc'h eo lakaat da goude ar verb rediañ. Desket em eus ar ger lezroue ha n'anaven ket: ne dalve ket din deskiñ geriadur RH dre an eñvor peogwir n'emañ ket e-barzh. Bianchi-Bihan 4 Mae 2006 da 07:11 (UTC)
[kemmañ] Gourel, gwregel
Impalaeriezh ha broad zo gwregel. En a vez implijet dirak ur vogalenn.Bianchi-Bihan 8 Mae 2006 da 06:33 (UTC)
[kemmañ] Baen/Blaen
Ballon: e-kichen Blaen?Bianchi-Bihan 12 Mae 2006 da 16:38 (UTC) E Baen-an-Oud. sell ouzh ma goulenn war bajenn kaozeadenn Emgann Ballon. --Ch. Rogel 12 Mae 2006 da 22:48 (UTC)
[kemmañ] Katowice
Hello.I'm wikipedia redactor form Poland. I have a one question. Could You make translation article about en:Katovice into br wiki language version? Just a few sentences. There is a source in English and in a few other languages in interwiki. Katowice is a one of the major cities of Poland. Please do it.
Best Regards Stimoroll[[[pl:Dyskusja_Wykipedysty:Stimoroll|Talk]]
[kemmañ] Brezhonekaat
Sellet em eus ouzh an doare 'teus brezhonekaet ar patrom. En un doare on bet feuket ganit.
Ne zigas mann ebet d'ar pennadoù abalamour 'teus graet ur REDIRECT. E-korf ar pennadoù emañ an dro {Patrom:List of people A} c'hoazh. Ne welan ket pezh zo bet gwelloc'h brezhoneg. Ret e vefe cheñch e-barzh pep pennad {Patrom:List of people A} > {Patrom:Rolloù-tud A} evit bezañ reizh. Dalc'h soñj e vo muioc'h ha 900 pennad (labour eo dija lakaat an taolennoù er yezh deomp-ni). Hag a-walc'h a labour e vo da dreiñ American actor > C'hoarier/Aktor amerikan evit nompas bezañ o cheñch kod pa vez digaset diwar ar Saozneg.
Ouzhpenn-se n'eo ket ul labour dedennus. MP 29 Mez 2006 da 20:26 (UTC)
Marteze n'eo ket mat lakaat un adkas. Koulskoude, betek hen e veze brezhonekaet pep a batrom, peogwir e labouromp e brezhoneg. Ne gavfen ket mat ma chomo gerioù saoznek en hon endro labour. Hervez Fulup ez eus sistemoù evit treiñ un toullad traoù kenstag eus ar saozneg, met n'on ket bet da glask war an tu-mañ. --Ch. Rogel 29 Mez 2006 da 22:29 (UTC)
Sur on ne oa ket evit emmerdiñ ac'hanon. Bez e vez traoù bot evit cheñch pep tra ez otomatik. Marteze eo mat ober ur redirect d'ar patrom (dec'h e oan feuket gant an dra met e soñjan hiziv e 'hell bezañ mat ivez). Arabat avat, mont re bell gant ar reolenn aour : "pep tra e brezhoneg bremañ", peogwir n'eo ket an den evit anduriñ 'mod-all.
Dav eo gortoz un tamm' e vo echuet al labour. A-hend-all ne vez graet mann ebet pa eo ret ober traoù glan war ar primm. N'on ket evit ober traoù prop penn da benn. Krouet em eus ur porched "Porched an Dud" abalamour d'ar pennadoù diwar-benn an dud ha n'o devoa ket o forched dezho, ha dezho da vezañ kollet en holloueziadur bras. Er framm-se emañ ar rolloù-anv a roll an dud dre o lizherenn gentañ. Ha me 'lâr dit, n'eo ket dedennus.
Pa em boa komzet eus rummadoù goullo ez toa respontet din e vo leugniet a-benn ar fin. Gorta' ta!!! Chom a ra kalz bommoù da dreiñ forzh penaos. MP 30 Mez 2006 da 19:40 (UTC) Dreist-holl e voen inervet gant an doare az poa troet, disheñvel bras diouzh ma hini : roll an dud > Rolloù-tud. Perak ? ha gwelloc'h brezhoneg eo ha dav eo en lavaret pe n'eo ket ha n'intentan ket ar gaoz eus ar cheñchamant doare.
Em soñj e roe un tañva klokoc'h gant an droienn em eus lakaet Roll AN Dud (a zo bet anavezet/ brudet…). Rolloù-tud pe tud-all. MP
Pa 'm eus cheñchet roll an dud da rolloù-tud e 'm oa sentet roll an dud evel roll an holl dud a zo er bed. Diwar ur skouer bennak em eus krouet ur bajenn dindan "roll an dud arroudennet", rak n'eo ket kevatal list of people (amstrizh) ha roll an dud. Ret eo termenañ m'eo miret "an dud", nemet e-barzh anv ar patrom evit bezañ berr. --Ch. Rogel 3 Gou 2006 da 10:48 (UTC)
[kemmañ] Sikour
Ezhomm am bije sikour evit lakaat skeudennoù war-wel er pennadoù "departamant gall ha te ruz. Digant piv goulenn? prezidant pe rener ar stal amañ n'ouzon ket piv eo . Bianchi-Bihan 21 Her 2006 da 06:29 (UTC)
Kerzh da welout emgannoù an aotrou Kergidu er wiki gallek. Ha votiñ mar gallez.Bianchi-Bihan 21 Her 2006 da 19:36 (UTC) Trugarez. Mar gallez votiñ e-barzh an div pe deir fajennad....( skarzhañ rummadoù marc'hhouarner, skiantour, sonaozour breizhat, da c'hortoz re all en arvar. Bianchi-Bihan 21 Her 2006 da 21:23 (UTC)
[kemmañ] Brezhonekaat anvioù Departamantoù Frañs pe get
Trugarez evit da respont. savel ur pennadig a-ratoizh am eus graet evit dont a-benn d'un tabut resis war ar poent-se. klasket e vo kaout un emglev war ar poent-mañ. a-henda-all e vo laket e pleustr ar reolennoù orin evel-just. ha gallout a ri votiñ war ar bajenn Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut) mar plij evit an doare-ober a blij ar muiañ dit? seul vuioc'ha dud a laka o soñj, seul sklaeroc'h e vo an traoù ha kaset e vo da sioul an tabut prim-ha-prim.--Neal 4 Du 2006 da 18:58 (UTC)
[kemmañ] Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)
Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (dispelget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.
Peret oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.
Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledaoc'h e vo an emglev ytizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.
Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)
--Neal 5 Du 2006 da 08:32 (UTC) (Merour)
[kemmañ] Tamm displegadenn
(eilet am eus ar respont-mañ diwar ar pennad Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut). E adkas a ran dit rak e gwirionez ec'h eo ur respont personel. bez e c'hellez e dennañ kuit diouzh ar bajen-mañ eveñ-just. n'eo nemet evit kemenn dit ma respont ez-personel)
Bet skrivet anez:
"Ne oan ket evit ober un dagadenn ez-personel hag e kavan mat-tre da ginnig ober ur vouazhiadeg. Ul labour dispar't eus graet hag lennet 'm eus goude ma oa bet kaset ma soñj 't oa savet ar pajenn divizout d'ar sul.
Justamant, ma 'z eus tud oc'h ober brezeligoù sot, setu ar poent evit reiñ dezho an tech da vezañ furoc'h. Chañch kalz a draoù e-barzh labour un implijer hep goulenn e ali ha displegañ ar perakoù, n'eo ket sirius tamm ebet. N'eus netra da welout gant ar gwir da chañch tra pe dra hag a zo pennaenn bennañ ar wikioù. Pa kav un implijer eo direizh ar c'hemm e tle goulenn ali d'an holl ha chom hep kemm en-dro hag en-dro. Memestra e kavan iskis ma ne sav ket den ebet pa wel ur votadeg hag un diviz asamblez. Petra o deus komprenet ar wikipedidi war pennaennoù didorr ar mouazhiadegoù? Darn anezho a oar petra eo ur votadeg war a gredan. Setu perak on dipitet, met kontant gant labour Neal a vo kelennus d'an holl memestra. --Ch. Rogel 7 Du 2006 da 22:43 (UTC)"
Ma respont:
Trugarez evit da respont. Gwir eo marteze e vije bet tu d'ober en un doare all. met e gwirionez ne oa ket kalz hiro'ch ar pennadoù o-unan evit bep o zitl ha hervez ma oa bet lâret gant an hini en doa o c'hrouet e oant bet savet gantañ a-ratozh-kaer evit mont buan-ha-buan en tu all d'ar 10.000 pennad e kave din ne oa ket gwall strikt. ouzhpenn-se ne oa ket bet lakaet war ar pennadoù-se patrom ebet evit kemenn e oant war ober implijet peurliesañ gant ar berzhidi evit diskwel emaint o labourat war ur pennad hag goulenn digant ar re all ne vefe ket kemmet. ken boaziet e oan ivez da welet e brezhoneg ha da glevet abaoe pell stummoù evel Pirineoù-Atlantel ma kave din e oa bet ur fazi nemetken gant an implijer kentañ boulc'hañ ar pennadoù dindan anvioù gallek, dreist-holl, evel m'ec'h eus lâret da-unan dija, e oa bet ur bolitikerezh betek-hen war ar wikipedia a denne da implijout bewech stummoù brezhonekaet seurt anvioù-lec'h. --Neal 8 Du 2006 da 07:43 (UTC)
[kemmañ] Dilennadeg Votit amañ
Lañset zo bet ur votadeg (amañ[[[br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Du_2006]) evit dilenn merourion/ezed nevez. Tu zo deoc'h da lakaat hoc'h anv ha/pe da reiñ ho vot evit ar re all bet lakaet o anv dija.
* Salud dit Christian. Me soñj din e rafes ur merour eus ar c'hentañ. Skiant prenet 'peus war mont en dro ar wikioù hag an tabutoù a c'hell sevel etre an implijourien. Setu e vefen plijet ma lakafes da anv war ar renk.--Yun 26 Du 2006 da 08:03 (UTC)
[kemmañ] Ur bajenn evit pep vot?
D'am soñj e vije gwelloc'h heuilhañ skouer ar wikipediaoù all hag ober ur bajenn vot evit pep hini a ya war ar renk evit dont da vezañ merour. Ar vot a badfe div sizunvezh hag a vije klozet goude pemzektez gant ar merourien dija dilennet. Evel-se e c'hellfe tud mont war ar renk a hed ar bloaz, ur wech ma n'em santont prest. Ret e vije kelaouiñ neb vot war ar bajenn digemer evel-just, evit ma c'hellfe an holl wikipediourien reiñ o ali. Benoni 1 Kzu 2006 da 00:25 (UTC)
Petra soñjes eus kement-mañ, lakaet war ar bajenn vot? A galon, Benoni 1 Kzu 2006 da 00:25 (UTC)
[kemmañ] Penaos kas en-dro ar votadeg (kinnig digant unan eus ar verourion)
Da gentañ-penn lâret on laouen-tre o welet en deus Ch.Rogel divizet lakaat e anv evit dont da vezañ merour a-benn ar fin.
Evit a sell ouzh an dilennadeg hec'h-unan, setu ma c'hinnig-me evel merour. Da gentañ klask en em glevet etrezoc'h-hu ho-taou a-raok mont pelloc'h.
Da eil, kentoc'h evit lakaat an daou gannad war bep ur bajenn ispisial ha kentoc'h ivez evit lakaat an daou gannad (pe reoù all a c'hellfe dont d'o heul evel-just) a-grevet en hevelep dilennadeg e kinnigan un hent-etre: disrannañ an daou gannad en o derc'hel war an hevelep pajenn.
Sañset eo ar vot mont betek an 11 a viz Kerzu. Ur fazi moarvat pa pad seurt votoù div sizhunvezh dre vras.N'eus bet vot nevez ebet dibaoe dilun tremenet evit ar c'hannad kentañ. Goulenn a ran o aotre evit klozañ ar vot dilun a deu, da lâret eo goude ur sizhun hep vot nevez ebet, ha pemzekteiz vot etre tout.
Ar pep reishañ e vefe d'am soñj evit reiñ da bep kannad an hevelep gwirioù e-keñver prantad digoradur ar vot: pemzektez pephini, da lâret eo betek ar 4 a viz Kerzu evit Benoini ha betek ar 14 a viz Kerzu evit Ch.Rogel.
N'eus mall ebet evel just met mat e vefe gallout renkañ an traoù ar buanañ posubl evit ma c'hellfe an traoù bezñ kaset war-raok en un doare reizh. Kasit me o soñj war ma fajenn verañ mar plij.
Diouzh an tu all avat eo ret anzav emañ disheñvel stad an traoù bremañ diouzh an hini kent ma oa bet dilennet ar verourion evt ar wezh kentañ rak merourion ez eus dija (ne vern hag-eñ e plij o doareoù-ober pe get amañ diouzhtu - dilennet e vo reoù all emberr) ha bremañ n'eus tamm mall ebet d'am soñj.
Petra a soñjit? N'eus forzh penaos ne gav ket din e savfe kudenn ebet evit ma vefe dilennet an daou gannad. Nhellin ket ober war-dro ar wikipedia e-pad un nebeud devezhioù abalamour da abegoù personel. Na c'hortozit ket nueze evit embann o tiviz war-eeun hoc'h-unan war pajenn ar votadeg ma deuit a-benn da dizhout un emglev.
A-du hon gant kinnig Neal. Hag evel-se, ma fell d'un trede wikipedian en em ginnig, e c'hell en ober p'en deus c'hoant: bez e vo goude-se pemzektez vot etre ar mare ma vo ofisiel e ginnig hag ar mare ma vo klozet ar vot. A galon, Benoni 1 Kzu 2006 da 13:15 (UTC)
[kemmañ] Milin
1) Ma'm boa kemmet an destenn ha skrivet "ar milinoù", n'eo ket dre zegouezh ha n'eo ket evit ar blijadur da gemm, met peogwir em boa c'hoant gwellaat ar yezh. E galleg e lavarer hag e skriver "un moulin est une construction qui...". An doare reishañ, gwellañ da lavarout an dra-se e brezhoneg a zo "ar milinoù a zo savadurioù". E-giz-se emañ ar brezhoneg : "le cheval est un animal...", "ar c'hezeg a zo loened...", "la pomme est un fruit...", "an avaloù a zo frouezh..."... Goulennit digant brezhonegerien vat en-dro deoc'h ma ne gredit ket ac'hanon. 2) Tennet em boa ar menegoù "Kerne" ha "gwenedeg" met miret em boa ar stummoù rannyezhel "meilh" ha "melin". Rak n'eo ket ken eeun an traoù ha ma oa skrivet : e kornioù zo eus Kerne e kaver ar stumm "meilh" met e kornioù all e kaver ar stumm "mil" (etre Plougastell hag ar Faou), e kornioù all ar stumm "milin" (e Kerne-Uhel)... E Bro-Wened e kaver ar stumm "melin" hag ar stumm "milin" ivez... Setu perak e soñjen e oa arabat lakaat menegoù ken resis hag ar pezh a oa. --Llydawr 5 Kzu 2006 da 21:14 (UTC)
Re wir eo reolenn al liester a degas soñj deomp, met n'eus forzh pegement e vo dispaket an dra, ne welan ket penaos kaout un titl en unander hag ur frazenn gentañ gant al liester. Un holloueziadur a zo da vezañ sklaer evit an deraouidi hag an estrenien.
==Milin hag dislavar an unander/liester
Petra ober? Darnvuiañ titloù an anv boutin el liester?
??!!! Milin(où) ?? Terriñ boas ar yezh?
??!!! adarre Lakaat e penn ar pennadoù : Milin (stumm en unander). Ar milinoù (liester) a zo... ??!!! c'hoazh. Kavout a ran a-bouez reiñ reizh ar gerioù vit abegoù sklaerded ha klokted. Setu un dra da lakaat en diviz. --Ch. Rogel 5 Kzu 2006 da 21:33 (UTC)
[kemmañ] Kartenn ar Wikipedourien
* Demat dit, azasaet em eus kartenn ar Wikipedourien vrezhonek. Mar fell dit bezañ warni e c'hallez goulenn amañ : Wikipedia:Kartenn ar Wikipedourien. Fulup 9 Kzu 2006 da 16:15 (UTC)
[kemmañ] Salut : petra ' soñjez eus ar pezh em eus skrivet ?
Kaozeadenn_Wikipedia:Portal_ar_bed_henc'hresian_hag_henroman#Hen. MP Kaozeadenn_Wikipedia:Portal_ar_bed_henc'hresian_hag_henroman#Responto.C3.B9
[kemmañ] Merour nevez
Ar blijadur em eus kemenn dit ez out bet dilennet hiziv evel pempvet merour ar wikipedia brezhoneg. Gwellañ gourc'hemennoù! Benoni 14 Kzu 2006 da 23:44 (UTC)
Salut. Evit goulenn an oustilhoù merour eo ret mont amañ: [1]. A galon, Benoni 26 Kzu 2006 da 00:21 (UTC)
Gallout a ri ober pezh a gari d'ar pennadoù boulc'het, kendalc'het, paouezet ganin: n'in ket d'o lenn ken. Leun ma botoù gant doareoù chefed vihan ha ne reont nemet klask lakaat skoilh ouzh al labour. Bianchi-Bihan 25 Kzu 2006 da 17:53 (UTC)
[kemmañ] sysop
According to the vote on [2] and your request on meta, you have been granted a sysopflag here. Congratulations and success. m:user:effeietsanders 26 Kzu 2006 da 18:46 (UTC)
[kemmañ] Kinnig
Ho pediñ a ran da lenn ar pennad Mor Egea, echu e dreiñ diwar ar galleg. Kinnig a ran e adenvel Mor Enezek, sklaer ar perag er pennad, diaezet war istor ar mor ha hini hor yezh war un dro.Bianchi-Bihan 27 Kzu 2006 da 08:48 (UTC)
[kemmañ] Bianchi-Bihan war evezh
Lakaet 'zo bet ganin Bianchi-Bihan war evezh. Sellet amañ evit an abegoù. Lavarit din petra soñjit. Ouzhpennañ a ran: ne savan ket pennadoù war Gresia ha ne gemeran ket perzh er C'hendiviz reoliata war an anvioù divoutin gresianek. Ne ran nemet barn emzalc'h Bianchi-Bihan. A galon, Benoni 27 Kzu 2006 da 11:05 (UTC)
Trugarez deoc'h, aotrou barner. Bianchi-Bihan 27 Kzu 2006 da 13:25 (UTC)
[kemmañ] Demokratelezh
3 Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 09:54 (UTC)
[kemmañ] An ti-chopin
'Michañs emaon o paouez plantañ reuz rak an ti-chopin zo bet cheñchet ganin. Gallout a rafec'h reiñ din ho ali mar plij ganeoc'h. MP 2 Gen 2007 da 18:22 (UTC)
Boulc’hañ ur gaozeadenn diwar-benn Implijer:Ch. Rogel/Diell1
E pajennoù kaozeal e komzer diwar-benn an tu gwellañ da aozañ endalc’h war Wikipedia. Gallout a rit boulc’hañ ur gaozeadenn nevez er bajenn-mañ evit divizout gant re all penoas gwellaat Implijer:Ch. Rogel/Diell1.