Kaozeadenn Implijer:Neal/Diell 1
anv ar vogalennoù
kemmañDemat deoc'h, Talvoudus eo sellet ouzh an oberennoù dave zo en hor yezh kuit da ijinañ traoù zo bet diazezet mat araozomp. War geriadur an Here, pennad vogalenn, e kaver an troiennoù vogalennoù c'henoù, vogalennoù fri. Kenkoulz eo ober ganto. A-hend-all evit voyelles arrondies ha non-arrondies e c'haller kinnig rontaet hag anrontaet. Kalon deoc'h
n'emañ ket ganin geriadur an here, met trugarez memestra evit da ginnigoù. gwir eo eo mat ober gant ar pezh zo bet graet en hor raok, met gwell e vefe din goût ez-resis peseurt termenoù zo bet implijet gant skipailh an here. n'eo ket abalamour ma'z eus diote un dave war ar yezh e ranker (d'am soñj) ober dre ret gant ar pezh a vez embannet gante. eivit lod (eveldon dre vras met n'eo ket atav) e talvez bodadoù geriaouiñ eil derez diwan da dave war tachenn an derminologiezh, met mat eo da lod memestra kenderc'hel d'ober gant gerioù evel 'jedoniezh' kentoc'h evit 'matematikoù' ha me oar. diouzh an tu all n'eo ket dre ret eo abalomour m'emañ uur ger bennaket en ur geriadur eo reizh ster ar ger-se. evel yezhonour a-vicher m'emaon e kredan em eus ar gwir (pe kentoc'h eo dav din) reizhañ tra pe dra ne vefe ket bet savet mat e-keñver ar pezh a ouzon war an dachenn-se. ne lâran ket eo bet savet mat traoù an here, met ne glot ket atav na gant boddadoù geriauiñ eil derez diwan, na gant saded h.a. ha neuze eo ret da bep hini dibab kenetreze pe c'hoazh sevel traoù gwelloc'h e-unan. Neal 5 July 2005 10:48 (UTC)
peseurt labour abaoe tri devezh !!
gwelet em eus ur skeudenn a gavan dedennus-tre war pajenn "Voyelle" ar wiki galleg ma vefe posubl dit trein ar gerioù "Voyelles orales", "Voyelles nasales", "voyelles arrondies", "voyelles non-arrondies" posubl e vije din trein ar skeudenn evit ar pennad az peus krouet ? --Paotr 09:21, 24 Apr 2005 (UTC)
reposnt
kemmañn'oûn ket penaos respont dit - hag arru eo ar gerig-mañ? gwelloc'h eo daolennoù ar vogalennoù a zo tu da dapout war pajenn ar saozneg 'vowels' met ne deuan ket a-benn da kompren penaos lakaat anezhi er pennad....
treiñ
kemmañober a ran gant an tremennoù-mañ da heulh war ar pennad diwar-benn ar vogalennoù:
"Voyelles orales": vogalennoù dre c'henoù "Voyelles nasales": vogalennoù dre fri "voyelles arrondies": vogalennoù ront "voyelles non-arrondies": vogalennoù plaen
Ret eo anzav ivez eo bet ijinet an darn crasañ eus an tremennoù teknikel ganin-me war ar prim rak ne deuan ket a-benn d'o c'havout e geriadur ebet.