Kaozeadenn Implijer:Neal/Diell 11
Article requests / Pedadennoù Translation requests for religion-related articles will be immediately removed. Diverket e vo raktal pedadennoù evit treiñ pennadoù a denn d'ar relijion. |
Kaozeal sioul
kemmañEvit kaozeal sioul e vije ret, da gentañ penn, paouez gant ar gourdrouz adalek ar c'hentañ dizemglev. Dizemglevioù e-leizh zo a bep tu, Se eo ar vuhez. Evit ur virgulenn? ha neuze? Diskoulmet e vezont gant un tamm amzer, met marteze n'eo ket dindan un eurvezh. Nag un devezh. Ur vuhez hon eus ivez e-kichen. Met kentañ d'ober eo chom hep kemm anv pennad un den hep goulenn e ali. A zo c'hoarvezet gant ma re meur a wech. War zigarez ne blije ket an anv da hemañ pe henhont. Goulet ma ali ur wech? Gwech ebet. Evit kaozeal e vije mat deskiñ kaozeal. Diwar-benn Evrog e oa ur gudenn? Kaozeadenn zo bet, hag echu. Diwar-benn traoù all e vo kudennoù c'hoazh. Ha neuze? Kaoz a a vo pe ne vo ket? Gourdrouz? Emzalc'hioù reut a lakao da goll amzer, kaoz sioul a lakao da c'hounit amzer ha pennadoù.
- gourdrouz adal ar penn-kentañ n'eus ket bet. klasket 'zo bet kaozeal ganit meur a wezh ha ganit an hini eo e vez klevet traoù evel "War ar pennad-se an hini em eus c'hoant da labourat" ha n'eo ket gant ar re all. Menel bouzal da ginnigoù an darn vrasañ eus an dud a rez peurliesañ ha n'eo ket me nemetken a vez chalet gant seurt emzalc'hioù a sav alies diouzh da berzh. gwir e vez kollet ur bern amzer gant suert traoù, dreist-holl gant ar verourion evel m'on-me hag a zo bet dilennet gant ar re all hag a zo o c'hefridi ober war seurt tabut. Reolennoù zo, plij pe na blijont ket dit ha d'ar verourion e vez evezhiañ ha lakaat an dud da blediñ oute.
N'in ket da gaozeal muico'h diwar-benn an afer-mañ, nemet ma vo kendac'het seurt emzalc'hioù ganit e vo stanket da gont ha mat pell zo. Evit lakaat sklaer an diviz mont-en-dro bet kemeret ganin 8evel merour hag a rank kemer seurt divizoù ha n'eo ket nag evit ma flijadur na diouzh ma c'hoantoù personel), setu ar pezh a zo bet graet: 1. un tabut zo savet war ar pennad Frañsez I hag a chom da vezañ diskoulmet da vat (o tennañ d'an doare da envel seurt pajennoù);
- Kalz aesoc'h e vije bet leuskel an traoù evel ma oant, e-lec'h blejal: Fañch ar c'hentañ a zo e Yezhadur Kervella pe n'emañ ket? n'eo ket diaes mont da welet! evit kaozeal n'eo ket falloc'h implij arguzennoù.Bernez Bernioù 27 Ebr 2006 da 14:31 (UTC)
2. hervez ar c'haozeadennoù savet war ar bajenn gaozeadenn stag ouzh ar pennad-se ez eo bet leusket ali un nebeud tud, o lakaat sklaer pehini eo savpoent ar muiañ-niver betek-hen;
- petra eo ar muiañ niver? daou? tri? Dindan pegeit amzer? N'eo ket un tamm berr?
3. implijet eo bet ar stumm a sav a-du an darn vrasañ eus an dud bet roet o ali war an afer evit envel ar pennad;
- Ma n'eo ket arguzennet n'eo ket evit se e vo an hini gwellañ.
- sur, gwelet e vo petra a vo lakaet gant an holl da'n hini gwelañ ha neuze e vo tu sevel un emglev. betek-hen e vo graet gant ar stumm bet degemeret gant ar muiañ-niver (ouzhpenn-se, n'on ket gwall sur r evefe hennezh un ali ken faos all)--Neal 27 Ebr 2006 da 17:01 (UTC)
4. gwarezet eo bet ar pennad betek ma vo bet diskoulmet ar gudenn en ur c'houlenn e roefe muioc'h a dud o ali war an tem-mañ
- Aze emañ ar fazi. Gwarezet diouzh petra? Diouzh danjer un nebeud linennoù ouzhpenn? N'eus forzh piv a c'hall reiñ un ali hep "gwarez" ar polis. Er wikipediaoù a anavezan e vez gwarezet ar pennadoù diouzh an distrujerien. Pelec'h ez eus distruj? D'am sonj ez eus un tamm paranoia! Amañ e vez gwarezet ar pennadoù diouzh an danjer da vezañ hiraet!Biskoazh! Bernez Bernioù 27 Ebr 2006 da 14:31 (UTC)
- gwarezet pe prennet a dalv ne c'hell bezañ kemmet nemet gant ar verourion evit an abeg-mañ'n-abeg. ar wezh-mañ e oa bet graet evit hep hep gwelet ur pennad bezañ kemmet e ditl gwech ha gwech all. n'eo ket ur gwarez da vat, nemet betek ma vo bet tizhet un emglev war ar bajenn gaozeal stag outañ.--Neal 27 Ebr 2006 da 17:01 (UTC)
betek-hen e oa reizh, d'am soñj, an doare-ober bet dibabet ganin.
- Aze emañ an dalc'h marteze, d'am sonj-me.
warlerc'h:
5. dre ma oa bet gwarezet ar bajenn Frañsez II e oa bet savet gant Bianchi-Bihan ur pennad nevez anvet Frañsez ar C'hentañ (e-lec'h Frañsez I);
- Sellit e-barzh kervella kentoc'h. Bernez Bernioù 27 Ebr 2006 da 14:31 (UTC)
- war a welan e kervella n'eo ket dres evel m lârez-te. ouzhpenn-se, ur wezh all, n'eo ket sevel a-du gant un doare resi d'ber dre gomz,met an doare d'ober dre skrid (bet degemeret betek-hen evit pennad enne anvioù damheñvel). gant an doare bet lakaet e pleustr betegoût ez eus tu da lenn hervez c'hoant pep hini. doujañ a ra neuze d'an doau du.--Neal 27 Ebr 2006 da 17:01 (UTC)
6. daoust ha m'en deus pep hini ar gwir da sevel ar pennadoù en deus c'hoant, amañ e oa sklaer (d'am soñj atav) e oa bet savet ar pennad nevez-se a-ratozh-kaer a-benn kenderc'hel gant an tabut e lec'h all en ur c'hoût e oa hogozik goullo ar pennad-se (o c'hortoz e vefe skrivet muioc'h evel-just); 7. kemmet e oa bet titl ar pennad nevez-se evit ma klotfe gant an diviz bet kemeret
- : gant piv?
- ganin-me evel merour hervez hervez ar c'hudennoù bet savet diawr e benn ha dre sellet ouzh ar c'haozeadennoù da heul.--Neal 27 Ebr 2006 da 17:01 (UTC)
war an afer kent ha gwarezet ar pennad-se; 8. goulennet am boa ali ar verourion all diwar-benn ar fed ma gave din e vefe mat marteze stankañ kont Bianchi-Bihan evit ur prantadig; 9. kaset e oa bet ur gemennadenn gentañ da Bianchi-Bihan o lâret e rankfe chom a-sav gant e doare ober haga blant reuz war ar wikipedia pe a-hendall e vefen rediet da stankañ e gont. --Neal 27 Ebr 2006 da 11:10 (UTC)
tud zo n'int ket gouest da gompren an diforc'h etre arguzennoù personel hag arguzennoù diazezet war traoù fetis hag a ya en-dro da bolitikerezh diazez ar wikipedia. o vont war voanaat emañ ma zammig pasianted ganin ha skuizh on o vezañ taget ez personel bewech ma vez rebechet un dra bennak fetis ouzhit.
- Marteze e vije gwelloc'h lezel ar soubenn da yenañ e-pad un devezh a-raok adkregiñ: sklaeroc'h e vije ar mennozhioù.
- ne vefe ket fall.--Neal 27 Ebr 2006 da 17:01 (UTC)
gortoz a ran goût diouzh da berzh hag-eñ out prest da doujañ d'an hevelep reolennoù evit an tud all pe get. dit-te da dibab. --Neal 27 Ebr 2006 da 13:05 (UTC)
- D'am sonj -me, se n'eo ket kaozeal: se zo gourdrouz. Un doare dispar evit gwashaat un tabut a vije aes serriñ (evel ma vez serret pennadoù zo) gant al levrioù ha gant ur spered digoroc'h. Bernez Bernioù 27 Ebr 2006 da 14:31 (UTC)
- prennet eo bet ar pennad ha setu toud. ha ken grevus eo? evit ar peurrest laka ur sell war an eskemmoù hag e weli ez eus bet displegadennoù diouzh ma ferzh kentoc'h evit tabut. n'em eus tamm tabut evit hervez an doare ma rank bezañ anvet ar bajenn-se, met ne blij ket din doareoù-ober presonel hag a sav a e-enep da spered ar wikipedia.--Neal 27 Ebr 2006 da 17:01 (UTC)
- Ne welan ket pelec'h, e yezhadur Kervella, emañ Fañch ar C'hentañ, meneget gant Bernez Bernioù. Ar meneg nemetañ am eus kavet er yezhadur-se, war ar bajenn 268, n'eo ket an dra-se : En hevelep doare e vez lakaet an niver-pegementiñ goude un anv-den : Frañsez unan, Yamm pemp, Pius daouzek. E-lec'h unan e vez lakaet alies kentañ (war-lerc'h an anv) : Frañsez kentañ.--Llydawr 27 Ebr 2006 da 16:36 (UTC)
- me ivez, m'enfin, un afer all an hini eo. amañ e vez klasket kemmeskañ daou dra disheñvel gant Bianchi-Bihan ha/pe Bernez Bernioù: diouzh un tu an doare ma ranker ober ouzh titl ar pennad-se (hag a zo da vezañ kaozeet diwar e benn war ar bajenn gaozeadenn stag ouzh ar pennad-se) ha diouzh an tu all an doare 'ober hag an emzalc'h na douj ket ouzh reolennoù mont-en-dro boutin ar wikipedia evit mad an holl hag ar raktres.--Neal 27 Ebr 2006 da 17:01 (UTC)
Poent klozañ
kemmañSpontus penaos e c'hall speredoù zo trelatiñ evit netra. Ne larin ket pezh a sonjan eus doareoù zo, gwelloc'h eo. Film:
- Meurzh 25,
- 21 eur 50:labour war Anna Vreizh. Meneg eus he zad evel-just.
- 22eur 28: digoret ar pennad Fransez an eil, db he zad. N'em eus ket amzer da c'houlenn aotre a-raok ober. N'eus nemet ul linenn. Hiraet e vo pa c'hallin.
- Merc'her 26
- 06eur 22: Kemm gant Paotr, hep displegadur.
- 18eur17: kemm ganin, displeget ganin, ha labour
- 19eur01 Neal o tiskleriañ un "tabut"
- 19eur09 Neal o tiskleriañ eo gwarezet ar pennad.
N'eus ket tremenet un devezh 24 eur!
- Yaour 27
- 9 eur. Neal o lakaat ur gourdrouz ruz war ma fajenn.
Furoc'h e vije bet kemer un tamm amzer a-raok, met evel-se 'mañ.
N'em boa kemeret amzer da lenn tra (na yezhadur, na pajennoù kaozeal) pa oan gant al labour. Goude-se ne oan ket kendrec'het gant alioù ne oant ket diazezet war netra.
- ha war betra e oa bet diazezet da ret ma n'az poa ket lennet tra pe dra pa oas o labourat evel ma lârez-te uheloc'h?--Neal 27 Ebr 2006 da 20:01 (UTC)
Kavout a rae din ne verne ket, ne oa nemet gortoz, ha kemm goude diouzh ezhomm, evel gant "Heñvelrevelezh" Neal en deiz all, ha n'en doa ket gortozet ali den ebet
- da gentañ n'eo ket gwir, an dud a c'hell mont da lakaat ur sell war gement kaozeadenn e oa bet war an afer-se, ha goulennet am boa-me ivez war eeun ali an holl; da eil, ret eo anzav eo disheñvel an daou afer-mañ: diouzh un tu un afer termenadurezh o tennañ d'un ideologiezh ha diouzh un tu all un afer o tennañ d'ar reizhskrivañ (re reolennoù skrivañ kentoc'h) hag ar yezhadur boutin. --Neal 27 Ebr 2006 da 20:01 (UTC)
ha skrivet em eus e oa ar gwir gantañ (evel ur genaoueg, rak ne rafen ket ken bremañ).
- ne ouie ket e c'helle kemmañ ken aeset all ar fed m'emañ ar gwir gant unan bennak war un tem resis hervez al liammoù personel a vez gantañ--Neal 27 Ebr 2006 da 20:01 (UTC)
Ma, lennet em eus pajenn 268 Yezhadur Kervella ivez fenoz, n'em boa ket gallet ober a-raok. Emañ ar gwir gant Llydawr, ar gaou ganin.
- ha ganin-me neuze ivez, rak evel-se e oa bet lakaat da dalvezout gant ar pennad-se hervez ali an darn vrasañ eus an dud aet da lakaat o soñj war ar bajenn gaozeadenn.--Neal 27 Ebr 2006 da 20:01 (UTC)
Hag ober rin diouzh a lavar.
- dispar. ha ne vije ket bet furoc'h diouzh da du mont da sellet a-raok mont da adgemmañ titl ar pennad en ul lâret ne felle ket dit labourat war ar pennad all?--Neal 27 Ebr 2006 da 20:01 (UTC)
Ne oa nemet gortoz un devezh ha ne oa ket da zispac'hañ. Spered kenlabour? Gant labour ha spered. Kollet amzer a-walc'h. Fenoz e kavan gwell mont da bourmen betek ur wiki all da lenn. Bianchi-Bihan 27 Ebr 2006 da 19:21 (UTC)
- spi am eus d'an nebeutañ eo bet komprenet un draig bennak diwar an afer-mañ. ha n'a ket da grediñ ez eo hennezh un afer personel etrezomp-ni, graet em bije heñvel gant n'eus forzh piv (ha graet eo bet din ivez). tennet e vo kuit ar gemmennadenn war da bajenn ha diwarezet e vo ar pennadoù. amzer kollet, giwr, met d'an nebeutañ ez eus bet tu da gavout un diskoulm (hag a c'hellje dont buanoc'h). a galon.--Neal 27 Ebr 2006 da 20:01 (UTC)
- Da gentañ displegañ petra eo, da eil displegañ e pe frazennoù pe troiennoù e vez implijet. Ha goude e klaskin udb.Bianchi-Bihan 8 Mae 2006 da 06:19 (UTC)
Peoc'h evit labourat
kemmañDaoust ha gallout a rafes lezel an dud da labourat sioul war-dro ur pennad a-raok dont da gaoc'hañ o stal? Gant Winoc e oa, o klask danvez da hiraat ma fennad nevez krog, ha setu kollet ganin ma labour abalamour ma oas lammet da lakaat da c'her a-greiz ma oan ganti. Gallout a rafes gortoz e vije echu ganin mar plij. Chom a ra pennadoù da dreiñ gant an departamantoù, laosket em eus an dachenn. Bianchi-Bihan 5 Du 2006 da 22:11 (UTC)
klemmichal ha klemmichal c'hoazh. ur wezh all e tiskouezez ar fed ma n'ouzez ket penaos ec'h a en-dro ar wikipedia. da gentañ, n'eus tachenn ebet a c'hell bezañ "aloubet" gant un den. krouet e vez pennadoù gant tud zo ha labouret e evz warne war-lerc'h gante pe gant tud all. evit ar pezh a sell ouzh ar pennad winoc e weli mat (ma sellez) ne oa bet ket kemmet netra ganin: savet un adkas hag a oa bet savet dija. ne vane nemet roud abeg an adkas bet skrivet ganin. mar fell dit dizkouez emaout o labourat war ur pennad bennak, n'ec'h eus nemet implijout patromoù sklaer zo, da skouer {{LabourAChom}} pe {{LabourAChom}}. ret eo anzav ivez, avat, e vefe diazet lakaat an dud na chom hep labourat war ur c'hant pennad bennaket war un dro o c'hortoz ma vefent klokaet gant an hini a oa bet boulc'het gante, dresit-holl pa'z int paour-tre (hogozig an titl nemetken hag ul linennig). ha goût a rez e c'hell an dud bezañ stanket pa gunijennont perzhidi all? doareoù all zo da skrivañ hep ober atav gant gerioù evel sklabez, heuget pe koac'haat... a galon.--Neal 6 Du 2006 da 06:27 (UTC)
Bianchi-Bihan
kemmañGwelloc'h dit n'on pas reiñ re a bouez da tagadennoù Bianchi-Bihan. Kudennoù a zo gantañ ivez war ar wiki galleg (ok, diaes eo chom hep kaout kudennoù war ar wiki galleg, p'eo dindan beli jakobined tort) dindan an anv Shelley-Konk : [1] . Kavout a ran me ivez ez a kalz re bell! Benoni 7 Du 2006 da 18:13 (UTC)
trugarez vras dit.--Neal 7 Du 2006 da 19:49 (UTC)
Tagadennoù, a-hervez
kemmañN'ouzon ket eus peseurt tagadennoù personel emañ Neal o komz: ma'z int gwir e vije ret gwelet hag eñ emañ pep gaou gant ar re all, ha hini ebet gantañ. Sur eo -eñ e oa dibec'hed? Lakaomp ne oa ket e-unan o sevel war e elloù, ha mat pell zo. Ha peoc'h.
Met da neuze e vo ret d'an holl, pe implijer pe merour e vent, mont dousik dezhi, ha n'eo ket dre heg pe dre nerzh: an dud n'int ket chatal. Ha n'eo ket c'hoari gant ar vazh na gourdrouz. Na gwallgomz e kornioù kuzh wikipedia. N'eo ket gourc'hemenn, na sentiñ. Met komz ha selaou. Ha kemer amzer d'ober, pa c'haller kemm n'eus forzh petra n'eus forzh pegoulz.Bianchi-Bihan 23 Du 2006 da 18:24 (UTC)
Kemm an anv
kemmañPeurvuiañ e klasker kemenn an den en deus krouet ar pennad a-raok kemm an anv. Kemer a ra un tamm amzer, met sevenoc'h eo. Ne oamp ket war-bouez ur sizhun. Shelley Konk 5 Kzu 2006 da 17:38 (UTC)
- kemennet e oa bet ganin ha roet an abeg. E gwirionez, evit lakaat toitloù ar pennadoù da glotaat gant boazioù ar wikipedia n'eo ket dav kemenn na gortoz. Ar c'hontrol avat pa fell d'un den kemmañ titl ur pennad evit e lakaat da diglotaat gant boazioù ar wikipedia.
--Neal 5 Kzu 2006 da 17:42 (UTC)
- Un doare da welet personel kenañ eo: gortoz a ran c'hoazh ar c'hemenn war ma fajenn gaozeal. Boazioù personel ivez: kemm hep kaozeal. N'int ket ma re. Shelley Konk 5 Kzu 2006 da 17:48 (UTC)
- Sklaer ha burutellet mat e oa an abegoù roet gant Neal evit kemm anv ar pennad. Ma vije tabutet e pad ur sizun war anv pep pennad ne vije fin ebet. Pa 'z eus reolennoù d'ar brezhoneg, kement hag ober doujañ dezho (dreist-holl pa z'eus bet seurt divizoù c'hoazh war pajennoù all eus ar wikipedia, da skouer evit envel kêrioù Iwerzhon)...Benoni 5 Kzu 2006 da 18:05 (UTC)
Stumm-nac'h ret
kemmañSkrivañ 'rez: "Hini ebet a zo perc'hen war ur pennad e gwirionez war ar Wikipedia". E saozneg, a gredan, e vez lakaet ar verb er stumm-kadarnaat gant ur rener er stumm-nac'h: "nobody knows". E brezhoneg avat e vez lakaet ar verb er stumm-nac'h evel-hen: "Den ne oar". Bianchi-Bihan 6 Kzu 2006 da 00:59 (UTC)
- trugarez vras evit ar c'hentelioù saozneg met ne gomprenan ket re da belec'h e kasont evit displegañ mont en-dro ar stumm-nac'h e brezhoneg. klevet 'm eus bet atav "hini ebet" (kv. Favereau: 332) ha "den ebet" + ranig "na" er frazennoù nac'hañ dre gomz ha bet gwelet ivez "nikun" + rannig "na" pe c'hoazh "den" + rannig "na" dre skrid. trugarez evit ar reizadennoù yezh memestra, met arabat krediñ e savont faziou brezhoneg bewech dre ma'z eus ur saozneger ac'hanon.
--Neal 6 Kzu 2006 da 10:58 (UTC)
Skrivañ a rez: arabat krediñ e savont faziou brezhoneg E brezhoneg e vo laret: "e sav fazioù". Bez e c'hallan displegañ perak pa gari. War ur bajenn yezhadur marteze? Bianchi-Bihan 7 Kzu 2006 da 05:47 (UTC)
- pegoulz "e vo" lâret - warc'hoazh? Skrivet e vez "bez'" gant ur skrap - bez' e c'hellan displegañ perak pa gari. d'am soñj e faziez - daoust ha ma c'hell (ha ma rank) an holl implijerion/ezed klask gwellaat ar pennadoù (reizhañ ar yezh hag an danvezioù ivez), n'eo ket ul lec'h kentelioù brezhoneg.--Neal 7 Kzu 2006 da 08:17 (UTC)
- Displeg 'ta. Bianchi-Bihan 7 Kzu 2006 da 09:55 (UTC)
- graet e vo. pa gari te ha pa'm bo amzer me. ha komprenet ac'h eus an evezhiadennoù all o tennañ da vont-en-dro ar raktres-mañ pe ret eo din displegañ anezhe dit ivez?
A-raok mont kuit
kemmañSalut dit Neal,
N'a ket kuit d'am sonj ni hon eus ezhomm eus merourien evelte
--Paotr 23 Du 2006 da 07:54 (UTC)
Trugarez. Ur s'un 'c'h in kuit d'an nebeutañ. e'm 'meus un tamm troc'h. --Neal 23 Du 2006 da 09:13 (UTC)
Dipitet
kemmaña-drugarez d'an implijerion Bianchi-Bihan ha Bernez Bernioù hag an tagadennoù personel mezhus bet lañset gantañ em c'heñver didruez ha dibaouez emañ ar wikipedia war-nes koll unan eus an implijerion goshañ, gantañ bet savet ar muiañ a bennadoù hag ar muiañ a embannoù ha degasadennoù dre vras, hep disoñjal ez eus anezhañ ar merour oberiant nemetañ. gwazh a se evit ar raktres. gwell a se evidon - muioc'h a amzer 'mo evit ober war-dro traoù all. --Neal 23 Du 2006 da 07:05 (UTC)
- Anat eo n'haller ket asantiñ da dagadennoù personel e nep doare, met re anat eo ivez e vez re brim gwad BB da vont e dour. Ne dalv da netra eta mont da glask mont war e chouk raktal. N'omp ket war vetek pemp munut gant hon holloueziadur ha koulz e vefe gortoz na vefe echu gant e labour war bennadoù 'zo a-raok klask abeg enno, ha lakaat anezho da geitañ gant ar reolennoù (na pet ha pet pennad all a zo evel-se!). N'eo ket gant tabutoù pe gant rendael e teuio tud all da gemer perzh er raktres.Rognogno 23 Du 2006 da 12:13 (UTC)
Tagadennoù, a-hervez
kemmañN'ouzon ket eus peseurt tagadennoù personel emañ Neal o komz: ma'z int gwir e vije ret gwelet hag eñ emañ pep gaou gant ar re all, ha hini ebet gantañ. Sur eo -eñ e oa dibec'hed? Lakaomp ne oa ket e-unan o sevel war e elloù, ha mat pell zo. Ha peoc'h.
Met da neuze e vo ret d'an holl, pe implijer pe merour e vent, mont dousik dezhi, ha n'eo ket dre heg pe dre nerzh: an dud n'int ket chatal. Ha n'eo ket c'hoari gant ar vazh na gourdrouz. Na gwallgomz e kornioù kuzh wikipedia. N'eo ket gourc'hemenn, na sentiñ. Met komz ha selaou. Ha kemer amzer d'ober, pa c'haller kemm n'eus forzh petra n'eus forzh pegoulz.Bianchi-Bihan 23 Du 2006 da 18:24 (UTC)