Kaozeadenn Implijer:Yun/dielloù/2007

Evezhiadenn diwezhañ: 16 vloaz zo gant Benoni e kaozeadenn Ezhomm eus ur robot arbennik war wikipedia

Trugarekaat kemmañ

Plijout a ra din gwelout livadurioù brav er wikipedia brezhonek. Bianchi-Bihan 2 Gen 2007 da 08:48 (UTC)Respont

Renket an traoù kemmañ

Setu, renket eo bet ganin ar gudenn, sañset. A galon, Benoni 4 Gen 2007 da 16:24 (UTC)Respont

Labour evit Yunbot kemmañ

Demat. Echu eo ar vot war implij ar peurunvan war wikipedia. Divizet zo bet lammañ kuit ar patrom {{peurunvan}} eus an holl bennadoù. Daoust-hag eñ e c'hallfe Yunbot ober war dro? Trugarez dit! A galon, Benoni 7 Gen 2007 da 13:36 (UTC)Respont

Trugarez dit evit da labour! Benoni 8 Gen 2007 da 18:10 (UTC)Respont

ezhomm eus ur bot erlec'hiañ kemmañ

Daoust hag e c'hallfe da vot lakaat an droienn Unaniezh Soviedel e-lec'h Unvaniezh Soviedel en anv ar rummadoù hag e titloù ar pennadoù (Gant NEal e oa bet krouet an darn vrasañ eus ar pennadoù/rummmadoù-se)? Sell ouzh ar gaoz amañ : http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Neal#Unaniezh_.2Funvaniezh Trugarez dit en a-raok. A-hend-all e vo ret din en ober unan hag unan peogwir e oan krog gant se hep merzout e oa dija ur bern pennadoù war an danvez-mañ er wiki. Fulup 2 C'hwe 2007 da 17:35 (UTC)Respont

  • Trugarez vras. Efedus eo da vot, ur bam ! Laosket em eus un adkas evit ar pennad pennañ unvaniezh soviedel > Unaniezh Soviedel. diverket em eus ar re all. Fulup 3 C'hwe 2007 da 10:45 (UTC)Respont

adlec'hiañ ur gartenn kemmañ

  • Ha gouzout a rafes penaos lec'hiañ ar gartenn am eus lakaet war ar pennad gwambiaeg war an tu dehou ? Ur patrom eo ha ne gavan ket an tu d'he dilec'hiañ. Lavar din ma n'ouzez ket ober, MP. Klask a rin bezañ skoazellet gt ub all. Fulup 3 C'hwe 2007 da 22:08 (UTC)Respont

Brezhonekaat ur skeudenn kemmañ

ya, evel-just, Klikañ evit sinañ so kalz gwelloc'h. Gallet az pije cheñch diouzhtu. N'on ket chalet.

Trugarez dit. Fulup 6 C'hwe 2007 da 20:11 (UTC)Respont


Kendiviz reolata war ar rummadiñ kemmañ

Demat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret amañ. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, Benoni 15 C'hwe 2007 da 19:53 (UTC)Respont

Kemenn votadeg kemmañ

Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.

Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.

Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.

Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:14 (UTC)Respont

Degemer kemmañ

Trugarez dit evit ar reizhadenn war ar bajenn degemer. Dleet e vije bet din teurel evezh !--Llydawr 4 Meu 2007 da 09:17 (UTC)Respont


Labour evit Yunbot kemmañ

Demat! Daoust hag-eñ e c'hellfe Yunbot lakaat tierniezh e plas tiernelezh, kement e titloù ar pennadoù, titloù ar rummadoù, diabarzh ar pennadoù, hag all.? Trugarez bras dit en a-raok! A galon, Benoni 4 Meu 2007 da 11:10 (UTC)Respont

  • Ya, gallout a rafe kemer al labour-se e karg. Met perak e vije gwelloc'h tierniezh eget tiernelezh ? Da geñveriañ gant rouantelezh, priñselezh, emirelezh... Ha petra eo soñj ar wikipedourion all ? --Yun (kaozeal) 4 Meu 2007 da 16:42 (UTC)Respont
Ur goulenn a berzh Kadwalan eo. Me n'am eus ali ebet. Ar goulenn zo bet savet war an Ti Chopin gant Kadwalan dibaoe pell zo dija, ha n'eus bet den o sevel a-enep ar c'hinnig-se. Ouzhpenn-se e vez kinniget "tierniezh" gant Ofis ar brezhoneg (deus an tu all eo gant Fulub eo bet implijet ar ger tiernelezh da gentañ tout)...Benoni 4 Meu 2007 da 19:55 (UTC)Respont
Salud dit. Ma 'peus c'hoant da c'houzout un tamm hiroc'h diwar-benn ar ger tierniezh e c'hallfes ober da soñj da-unan o vont war lec'hienn an Ofis pe war pajenn an davarn ma roan liammoù diwar-benn ar c'haozeadennoù zo bet gouestlet d'ar c'hraf-se. Plijout a rafe din kalz ma asantfes lakaat da vBot d'ober ar c'hemm goulennet rak, gwir ez eo amzerus d'ober ma-unan ha traoù dedennusoc'h ha pouezusoc'h a c'hallfen skrivañ sur a-walc'h e-pad an amzer-se. Trugarez --Kadwalan 18 Ebr 2007 da 14:18 (UTC)Respont

Vot digor war adenvel an ti-chopin kemmañ

Ur vot a zo bet digoret amañ evit adenvel an ti-chopin. Trugarez da reiñ ho ali.Benoni 29 Meu 2007 da 18:31 (UTC)Respont

Bot war wikipedia kemmañ

Demat Yun. Daoust hag-eñ e ouifes krouiñ ur bot war wikipedia (br) a gasfe ur gemenadenn d'an dud a zisoñj rummata ar pennadoù krouet ganto. Seurt botoù a zo war darn vrasañ ar wikipediaoù bras (gw. da skouer fr:Utilisateur:Escalabot, met pas e brezhoneg. Trugarez dit! Benoni 16 Ebr 2007 da 23:08 (UTC)Respont

Vot digor evit kaout ur bureviad kemmañ

Ur vot a zo bet digoret amañ evit kaout ur bureviad war ar wikipedia brezhoneg. Neal en deus lakaet e anv. Poent bras eo kaout ur bureviad war hon wikipedia evit bezañ emren penn-da-benn. Ar bureviad a servijo evit krouiñ merourien nevez, reiñ ar statud bot da implijerien 'zo (da skouer da Nono le petit robot a zo kroget da labourat kalzig war hon wikipedia), ha kemm anv implijerien 'zo mar bez ezhomm. Evit poent eo ret tremen dre meta evit an tri dra se. Trugarez da votiñ. A galon, Benoni 17 Ebr 2007 da 08:57 (UTC)Respont

Liammoù kemmañ

Reizhañ liammoù a fell dit ober, ha mat eo. Mat e vije ivez sellout ouzh al liammoù a lakaez en o lec'h: ne vezont ket mat atav fr:Benoni, da skouer. Adlakaat a ran al liamm kentañ a oa reizh. A galon. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2007 da 16:19 (UTC)Respont

Skrivet 'feus: * George Orwell, Kêr al loened, troet gant Erwan Hupel, An Dalar, 2002 Pelec'h e kavin al levr? Bianchi-Bihan 9 Her 2007 da 03:22 (UTC) Trugarekaat. Bianchi-Bihan 9 Her 2007 da 12:29 (UTC)Respont

Kemennoù: vot ha wikiarroud kemmañ

Demat! Ur vot war an anvioù-tud a zo digoret amañ. Trugarez da reiñ da ali. Mod all, ur raktres wikiarroud a zo digoret amañ. Trugarez dit da deurel ur sell ha da reiñ da ali en davarn. Trugarez ivez da sevel un nebeut pajennoù ma 't eus amzer evit ma teufe da vezañ ofisiel ar wikiarroud ar buanañ ar gwellañ. A galon,   Benoni (Kaozeadenn) 13 Her 2007 da 13:59 (UTC)Respont

Artemisia Gentileschi kemmañ

Ma kerez e ri ur sell ouzh ar pennad, kinniget evel pennad eus an dibab, ha marteze reiñ un ali er bajenn Wikipedia:Pennadoù eus an dibab. A galon. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2007 da 17:50 (UTC)Respont

Pennad mat kemmañ

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon,  Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:19 (UTC)Respont

Kore kemmañ

Ma kerez e selli ouzh istor ar pennad Kore. Bianchi-Bihan 29 Kzu 2007 da 05:26 (UTC)Respont

Petra 'ri ? Tud 'zo ne gomprenont da fent. --Yun (kaozeal) 29 Kzu 2007 da 08:00 (UTC)Respont
Merzet em boa kement-se dija: [[1]]. Bianchi-Bihan 29 Kzu 2007 da 09:36 (UTC)Respont

Ezhomm eus ur robot arbennik war wikipedia kemmañ

Demat! Koll a ran kalz amzer o kas war ar wikipedia brezhonek ur rummad patromoù eus ar wiki saozneg diwar-benn an deiziadur sinaat. Kantadoù a pajennoù a zo da zegas evel-se. Daoust-hag-eñ e ouife da robot ober kement-mañ? Ar patromoù a zo dindan ar stumm Patrom:Chinese calendar/month/xx/xx, da skouer Patrom:Chinese calendar/month/50/46, ha Patrom:Chinese calendar/day/xx/xx, da skouer Patrom:Chinese calendar/day/50/46. Mil bennozh dit ma gavez un diskoulm! Ha kalanna pe bloavezh laouen dit, hervez ar mare ma lennez ma c'hemenadenn!  Benoni (Kaozeadenn) 30 Kzu 2007 da 12:58 (UTC)Respont

Ret e vije din studiañ ar jedadennoù a ra ar patromoù-se. Diouzh ar sell kentañ ne welan ket penaos ober. --Yun (kaozeal) 30 Kzu 2007 da 19:19 (UTC)Respont
An holl patromoù a fellfe din kaout a vez kavet er rummad-mañ : en:Category:Chinese calendar templates. An doare aesañ moarvat (met n'ouzan ket penaos) a vije da gas war ar wikipedia brezhonek an holl patromoù-se evel ma z'int war ar wikipedia saoznek: memes anv, memes endalc'had...  Benoni (Kaozeadenn) 30 Kzu 2007 da 19:40 (UTC)Respont
Distreiñ da bajenn an "implijer".