Kaozeadenn Patrom:Arabat kemm

Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Didalvoud
  • Pennad war ober : setu aze un droienn a glever hag a lenner bremañ muioc'h-mui gant nevezvrezhonegerien. Met din da c'houzout eo dianav d'ar vrezhonegerien vat ha n'eus roud ebet eus an dra-se e brezhoneg komzet nag e brezhoneg skrivet. Evel ma skrive Bianchi-Bihan (diwar-benn frazennoù ha gerioù all), klaskomp ober gantur yezh eeun pa c'haller, plijus da gement Yann Vrezhoneg a zo. Kinnig : Ar pennad-mañ emeur o sevel er mare-mañ.--Llydawr 9 Meu 2006 da 21:26 (UTC)Respont
War geriadur an Here pennad war e lennan skouerioù eus implij war + anv-verb (IB5 hag IB6). Gant skouerioù evel war zimeziñ emañ (o vont da zimeziñ) pe Houarn war deuziñ (o teuziñ end eeun). Setu, ma c'haller ober gant Houarn war deuziñ (= o teuziñ), perak ne vije ket tu d'ober gant pennad war ober, labour war ober ? Ma vez anv eus brezhoneg eeun skañv ha berr e kavan kenkoulz Pennad war ober eget Ar pennad-mañ emeur o sevel er mare-mañ a gavan un tamm mat landrammusoc'h. Marteze eo techet an nevezvrezhonegerien d'ober muioc'h gant patromoù zo evit na raje brezhonegerien all met n'eo ket dre ret atav a-enep da spered ar yezh. --Fulup 9 Meu 2006 da 21:40 (UTC)Respont
  • Evel-just e c'heller lavarout Houarn war deuziñ (= o teuziñ), un tamm evel ma c'heller lavarout war gresk. War zimeziñ en deus ur ster all (=o vont da zimeziñ, war-nes dimeziñ). Petra a dalvez pennad war ober ? Pennad oc'h ober ? Pennad o vont d'ober ?... Petra a dalvezfe an traoù-se ? Ne gavan skouer ebet nag e geriadur An Here nag e lec'h all (Trésor du Breton Parlé, Geriadur Istorel, geriadur Favereau...) eus war + anv-verb gant ar ster a fell da dud zo reiñ d'an droienn war ober. Graet em eus ur c'hinnig. Ma fell da dud all ober re all, n'eo ken gwell a se ! --Llydawr 9 Meu 2006 da 22:10 (UTC)Respont
Mat, kompren a ran ar pezh a fell dit lavaret daoust ma kav din e c'haller kompren pennad war ober evel pennad o vezañ savet. Da'm soñj e c'haller en em dennañ gant Pennad war ar stern marteze ?

Arabat kemm! biskoazh! kemm eo diazez ar wikipedia hervez ar reolennoù. E-maez ar reolenn eo an "arabat kemm " eta. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Du 2014 da 11:04 (UTC)Respont

Ha klask a ri kompren un deiz bennak mont en-dro ar Wikipedia? An dra-mañ a gaver war an holl wikipediaoù all, evel an hini saoznek amañ [1].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 1 Du 2014 da 12:23 (UTC)Respont

Waf! Arabat kemm zo troet bremaén gant 'in use' e saozneg! Kompren a ran bremañ perak e vez kavet traoù a-dreuz en alioù kuzul skiantel an ofis santel. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Du 2014 da 12:36 (UTC)Respont

N'eo ket titl ar patrom a zo talvoudus, ar pezh a zo da lenn an hini eo: «O labourat war ar pennad emeur er mare-mañ, gortozit mar plij a-raok cheñch tra pe dra». Ar patrom a oa aze abaoe 2006 ha ne oa ket bet graet ganin.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 1 Du 2014 da 12:42 (UTC)Respont

Didalvoud kemmañ

  1. Ma n'eo ket talvoudus titl ar patrom eo didalvoud, ha sot eo ober gantañ.
  2. Ma ne oarez ket petra zo merket er patrom n'eo ket finoc'h ober gantañ.
  3. Mar deo ret d'al lenner kompren traoù ha n'int ket skrivet eo tremen poent dezhañ kompren ez eus tud oc'h ober n'eus forzh petra amañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Du 2014 da 12:51 (UTC)Respont

Met pelec'h 'ta e lennez "arabat kemm" war ar vandenn-mañ? Emaout o randoniñ war un dra na weler ket.

   O labourat war ar pennad emeur er mare-mañ.

Gortozit ur pennadig mar plij a-raok kemmañ tra pe dra.

--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 1 Du 2014 da 13:26 (UTC)Respont

N'eus nemet ober gant   . Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Du 2014 da 15:48 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Arabat kemm".