Kaozeadenn Patrom:Margodenn

Evezhiadenn diwezhañ: 5 vloaz zo gant Lagad Zoltec e kaozeadenn Fazi Wikicode

mergodenn, margodenn, merc'hodenn? roit o sonj --Neal 10 Kzu 2006 da 17:09 (UTC)Respont

Er yezh lennek e tiforc'her peurliesañ merc'hodenn (muñeca) eus margodenn (títere pe marioneta). Fulup 10 Kzu 2006 da 18:00 (UTC)Respont
gwelloc'h "margodenn" amañ neuze d'am soñj. Trugarez.--Neal 10 Kzu 2006 da 18:38 (UTC)Respont
E yezh pobl Bro Gerne ne vez graet nemet gant mergodenn din da c'hoût... Simploc'h eta ;-) Benoni 10 Kzu 2006 da 18:52 (UTC)Respont
E yezh pobl Kerne ne gaver ket luc'haj wikipedian, troet diwar ar saozneg. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2007 da 01:53 (UTC)Respont

Post ar vezh kemmañ

Peogwir ez eus savet amañ ur "post-ar-vezh", a servij da guzhat labour graet gant kontoù zo (labour diverket gant ur merour), lennomp pezh zo skrivet outañ: Ur vargodenn a c'hellfe bezañ an implijer/ez-mañ. Sellit ouzh ar bajenn gaozeal evit gouzout hiroc'h.

  1. ... a c'hellfe bezañ... Diwar vartezeoù e lakaer an dud ouzh post ar vezh amañ? Diwar ur soñj personel hepken? Pelec'h emañ an doujañs ouzh ar c'henemglev?
  2. Din n'eo ket "implijerien" ar genlabourerien.
  3. Marionnette zo merc'hodenn, e geriadur Vallée; margodenn ha merc'hodenn e geriadur RH. Ne welan ket perak e vije lakaet kenlabourerien zo da verc'hodennoù. Ma n'eo ket evit o dismegañsiñ, ha dismegañsiñ o labour evel-just.
  4. Ur reizhadenn zo bet ankouaet gant ar reizherien: e c'hallfe bezañ. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2007 da 02:10 (UTC)Respont
Trugarez dit evit bezañ atav war evezh pa na vez ket resis ar yezh. Digaset eo bet ar c'hemmoù a veze goulennet ganit.  Benoni (Kaozeadenn) 9 Kzu 2007 da 12:53 (UTC)Respont
Ar wech kentañ din abaoe tri bloaz gallout lenn un drugarekadenn war-lerc'h ur reizhadenn, kemm a zo marteze er speredoù, ma kroger da zerc'hel kont eus evezhiadennoù Yann Gouer.
Ma n'eo ket en un holloueziadur e c'haller kavout ur yezh reizh ha resis pelec'h e vo? Tud zo a gav gwelloc'h lenn labour difazi ha direbech.
Evezhiañ a ran pennadoù zo, ar re a skrivan enne (pe diwar o fenn).
Ma vije reizh ar yezh ne vije evezhiadenn ebet d'ober. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2007 da 13:36 (UTC)Respont

Kenlabourerien = mergodennoù kemmañ

Ne vez ket lakaet kenlabourerion/ezed da vergodennoù: lakaet e vez da vergodennoù kenlabourerion/ezed implijet gante lieskontoù hep disklêriañ piv eo perc'henn warne a-benn klask plantañ reuz ha/pe mont e-bioù d'ur stankadenn. A galon, Neal (Kaozeal) 10 Kzu 2007 da 09:55 (UTC)Respont

Sell 'ta, YAWN ebet en taol-mañ?
Peseurt reuz zo bet gant an 11 kont serret gant Yann Verour? An 200 pe 300 pennad krouet ganto? Bianchi-Bihan 10 Kzu 2007 da 13:36 (UTC)Respont
geo, YAWN bras-spontus. mat e vefe dit lenn un tamm pisoc'h: "a-benn klask plantañ reuz ha/pe mont e-bioù d'ur stankadenn" - evit a sell ouzhit ha da 11 (!!!) kont-se e oant bet stanket abalamour ma oa bet klasket o implijout a-benn mont e-bioù d'ur stankadenn. Neal (Kaozeal) 10 Kzu 2007 da 14:21 (UTC)Respont
Gwelout a ran ne ya ket war wellaat ar sevenidigezh e kornioù zo, ha ne vez ket lennet pezh a skrivan: :Peseurt reuz zo bet gant an 11 kont serret gant Yann Verour? An 200 pe 300 pennad krouet ganto? Bianchi-Bihan 10 Kzu 2007 da 14:34 (UTC)Respont
Ha zoken ma vije bet krouet 1000 pennad gant ur c'henlabourer bennak e rank hennezh doujañ d'an hevelep reolenn hag ar re all koulz hag ar re all. Stanket e oa bet 11 kont bet krouet ganit peogwir e oa bet stanket da gont-implijer ha keit ha ma oa chomet stanket e fellas dit klask mont e-bioù d'ar stankadenn-se. Sklaer a-walc'h an displegadennoù bremañ d'am soñj. Ne respontin ket ken diwar-benn an afer-mañ. War a welan, n'eus forzh penaos, out-te an hini nemetañ chalet gant ar fed m'eo difennet ouzh ar genlabourerion implijout lieskontoùb evit plantañ reuz ha/pe evit mont e-bioù d'ur stankadenn. Neal (Kaozeal) 10 Kzu 2007 da 15:25 (UTC)Respont
Reiñ tro d'ar genlabourerien da labourat ha d'ar wiki da greskiñ a zo eil renk gant tud zo eta: lakaat o Reolenn savet ganto a dremen da gentañ. N'eo ket souezh ne yafe ket niver ar pennadoù war gresk.
Ma'z out ken sur emañ ar brasañ niver ganit, laka an dud da votiñ. A-viskoazh em eus lavaret e vije ur reolenn adalek ma vije dibabet gant an holl. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2007 da 16:37 (UTC)Respont

11 kont serret kemmañ

Un tamm istor:

  • 11 kont zo bet serret
  • skrivet warne « gourdrouzoù », pa ne oa ket gwir, pa ne oa prouenn ebet, met tu ebet d’en em zifenn evel-just ;
  • diverket eo bet listenn o oberoù war o fajenn pa'z eo lakaet ar "post ar vezh"-se
      • d’an tamaller d’ober ar brouenn eus pezh a lavare, ha ne c’halle ket evel-just,
      • lavaret em eus e oa direizh ar "post arvezh"-se
      • ha kavet en deus gwelloc’h an tamaller kemm e damall abaoe . ‘’’Kemm an tamall war-lerc’h ur gondaonidigezh’’’ ! Biskoazh kemend-all : e peseurt bro e vez graet traoù a’r seurt-se ? Diskouez a ra pegen sirius e vez graet prosezioù zo.
      • Hervez ar gwir (ret e vo ober pennadoù war ar gwir, kouda ?)
        • n’haller ket kemm un tamall war-lerc’h ur gondaonidigezh. Sur on emañ kont evel-se ivez e stolladoù politikel glas pe ruz, hiriv an deiz.
        • ur gondaonidigezh dre un abeg fall n'eus ket anezhi.

Kuzhat labour kemmañ

N'em eus ket klasket 11 gwech, met gwir eo pezh a laran
    • Ur wech da vihanañ: [[1]] "stanket evit gourdrouzoù (sic)... gant e bennadoù diwar-benn Brazil hag Arc'hantina?
    • Div wech da vihanañ: [[2]]. "stanket evit gourdrouzoù (sic)... gant e bennadoù diwar-benn korf an den?
    • Teir gwech da vihanañ: [[3]], "stanket evit gourdrouzoù (sic)... gant e bennadoù diwar-benn stêrioù Breizh?
    • Peder gwech da vihanañ: [[4]], "stanket evit gourdrouzoù (sic)... gant e bennadoù diwar-benn Kuba?
    • Pemp gwech da vihanañ: [[5]], "stanket evit gourdrouzoù (sic)... gant e bennadoù diwar-benn ar boued?

Bianchi-Bihan 10 Kzu 2007 da 14:47 (UTC)Respont

Fazi Wikicode kemmañ

Hag ur merour/verourez a asantje lemel ar merk fazius </span> er patrom-mañ ? Trugarez en a-raok. — Lagad Zoltec (kaozeal) 29 Ebr 2018 da 16:49 (UTC)Respont

Heñvel. — Lagad Zoltec (kaozeal) 23 Du 2018 da 21:19 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Margodenn".