Kaozeadenn Patrom:Taolenn kumun

Evezhiadenn diwezhañ: 13 vloaz zo gant Kadbzh e kaozeadenn Lezenn Voynet ha pastelloù-bro votiñ

Kemmet 'm eus un tammig ar batrom, dre ma 'n eo ket ar memes tra "bro" ha "stad". Ouzhpenn-se, evel-se 'vo tu menegiñ dindan bro, ar vroioù hengounel (Bro-Gerne, Bro-Leon, h.a.). Marteze 'vije tu zoken krouiñ ur meneg is-vroioù (Bro-Vigouden, Bro-Bagan, h.a.)... Benoni 23 Meu 2006 da 15:32 (UTC)Respont

cheñchet em eus en-dro {{{stad}}} e {{{bro}}} rak e vije ret cheñch an holl pennadoù krouet (muioc'h a 200 !!). A-du on gant ar cheñchamant [[bro]] e [[stad]] d'am sonj e vije tu implijan [[rannvro]] evit ar broioù hengounel --Paotr 23 Meu 2006 da 15:40 (UTC)Respont

evit ar broioù hengounel 'm eus lakaet bro hag {{{eskobti}}} evit ma na vije ket kudennoù er pennadoù graet dija. E plas eskobti, ne vo nemet da lakaat Kerne, h.a. Benoni 23 Meu 2006 da 15:52 (UTC)Respont

Gwir eo eo amjestr "bro". Ur vro eo Breizh, Ur Stad n'eo ket ken avat. Da'm soñj eo ret derc'hel "rannvro" evit rannvroioù melestradurel Frañs. Ne vefe ket fur mont da cheñch se rak implijet e vez gant an holl. Bro hec'h-unan a a rank bezañ resisaet hervez ma komzer eus ar broioù hengounel (= eskoptioù, gant "p" mar plij) pe broioù bihanoc'h c'hoazh (Bigoudenn, Kab...). Ha bez' emañ ivez ar broioù bet nevez krouet gant al lezennoù Voynet gant bevennoù disheñvel Bro Gerne (eskopti) n'eo ket Bro Gerne (Voynet). Da ziwall zo gant eskopti ivez rak Kerne n'eo ket un eskopti ken, Kerne ha Leon eo bremañ --Fulup 23 Meu 2006 da 18:53 (UTC)Respont
Ya ya, me 'zo a-du. Pa lakaan eskopti, n'eo nemet evit abegoù teknikel : ne vo ket gwelet en disoc'h, hag evel-se ne vo ket ezhomm adober an 200 fichenn e-lec'h ma oa lakaet bro=Frañs. Daoust da-se, e vo tu gwelet : Stad=Frañs, ha Bro=Kerne... Benoni 23 Meu 2006 da 19:18 (UTC)Respont
Kudennoù a chom memes tra. E Breizh emañ kumun Naoned. Pelec'h e vo lakaet en daolenn p'emañ e rannvro Broioù-al-Liger ? Marteze e vije an diskoulm o krouiñ un talbenn liv anvet Kumunioù Breizh a-us da anv ar gumun. Mankout a ra ouzhpennañ ar broioù "voynet" ivez. --Fulup 23 Meu 2006 da 19:49 (UTC)Respont
A-du penn-da-benn. Graet 'vez evel-se er broadoù all par d'hon hini (tu vije da skouer kemer skouer war ar Galiseg). Met ne ouian ket penaos ober 'vit ma na vije ket tout labour Paotr da adober... Benoni 23 Meu 2006 da 20:22 (UTC)Respont

Emichañs ez a deoc'h ar cheñchamant!? Da wellaat c'hoazh evit ma vije bravoc'h... Benoni 23 Meu 2006 da 20:32 (UTC)Respont

Kalz sklaeroc'h. trugarez. --Fulup 23 Meu 2006 da 20:38 (UTC)Respont

Petra eo ur bro 'voynet' ??? --Paotr 24 Meu 2006 da 07:55 (UTC)Respont

Tu zo dit mont war al liamm-se : http://www.geobreizh.com/breizh/fra/villes-pays-voynet.asp

Ouzhpenn-se e c'heller evel-se gouzout resis peseurt kumun 'zo e peseurt Bro Voynet... Benoni 24 Meu 2006 da 10:29 (UTC)Respont


Bro hengounel kemmañ

Lakaet em eus ar rann "Bro hengounel" (Kerne, Treger, Leon... Kab, Fisel, Chtou...) en daolenn e plas "bro" hag "eskopti". Met ne zeuan ket a-benn da lakaat anezhi da vont en-dro. Daoust ma vez lakaet ur meneg bennaket aze ne zeu ket war-wel en daolenn. Piv bennaket a c'hallfe displegañ din abalamour da betra e chom stanket evel-se ? Trugarez en a-raok. Matilin 12 Mez 2006 da 09:35 (UTC) Klasket 'm eus un doare all met ne ra ket kennebeut. Ne gomprenan ket muioc'h. Rognogno 12 Mez 2006 da 10:15 (UTC)Respont

Kinnig a ran vije adlakaet evel er stumm kent, evit daou abeg : ur gumun a c'hell bezan e Bro-Vigoudenn hag e Bro Gerne (pe Bro Bagan ha Bro Leon) war un dro, setu ma vez kollet un titour; gant ar chenchamant-se e vo faziou en holl pajennoù o doa titouroù evit "eskopti" hag evit "bro hengounel", ar pezh a zo un tammig torr-penn... Benoni 12 Mez 2006 da 10:31 (UTC)Respont
Kompren a ran ar pezh a skrivez Benoni. Em soñj, ha n'em eus ket displeget a-raok mont da cheñch, e oa lakaat anv kement bro hengounel zo pa ouezer, an eil dispartiet eus eben gant un tired. Da skouer : "Kerne - Kab" evit kumun Gwaien pe "Kerne - Poc'hêr - Are" evit hini Poullaouen. Dre ma n'int ket gwall stabil bevennoù ar broioù-se e c'haller c'hoari e-mod-se a gav din. Mont dre ar munud pa ouezer, ha chom o venegiñ ar "broioù hengounel bras" -an eskoptioù- pa n'ouzer ket muioc'h. Netra zo bet kollet. Gallout a reer adlakaat evel ma oa a-raok. Forzh penaos ne zeu seurt war-wel pa lakaer ur meneg aze, ha ne gomprenan ket petra zo kaoz ?!? N'eo bet kollet mann ebet eta. Matilin 12 Mez 2006 da 11:01 (UTC)Respont
OK, m'ho peus c'hoant. Met ne gomprenan ket petra na teu ket war well? Gwellet da skouer Kastell-Nevez-ar-Faou. Ur fazi lizherenn bras 't oa graet, setu tout... A galon, Benoni 12 Mez 2006 da 11:11 (UTC)Respont
Mil drugarez dit. Mont a ra en-dro bremañ. D'ar c'hentañ tro...Matilin 12 Mez 2006 da 12:11 (UTC)Respont

Lezenn Voynet ha pastelloù-bro votiñ kemmañ

D'am soñj e vefe mat dilemel ar rannoù "Bro 'Voynet'" (gwelloc'h mennegiñ ar vroioù-mañ er pennadoù dwb an etrekumuniezhioù) ha "Pastell-vro votiñ" (ar pastelloù a servij da zilenn kannaded bodadenn vroadel Bro-C'hall). Ne zigasont netra pouezus evit ar pennadoù, ar patrom o vezañ karget-mat gant an departamant, ar vro "hengounel", ar c'hanton hag an etrekumuniezh dija.--Gwendal 29 Her 2010 da 15:49 (UTC)Respont

"Bro-Voynet" ne zegas netra? brud d'ur bolitikourez... :-))) Kadbzh 29 Her 2010 da 18:52 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Taolenn kumun".