Kaozeadenn Patrom:Toullgorferezh pennañ
Evezhiadenn diwezhañ: 15 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Daou c'houlenn
Mat e vije peurechuiñ treiñ ar patrom saoznek a-raok e lakaat war pennad ebet, ha dreist-holl war ar re ha ne oa nemet brezhoneg enne a-raok. Trugarez. Bianchi-Bihan 30 Du 2008 da 10:17 (UTC)
- Gortoz pell gortoz gwell. E-ser e dreiñ emeur. Ma seller bremañ ouzh ar pennad un nebeud minutennoù goude ma oa bet boulc'het gantañ hag un nebeud minutennoù abaoe ma oa bet skrivete e vefe ret e beurdreiñ e vo gwelet eo bet kaset kalz pelloc'h an droidigezh (n'on ket sur avat penaos e enver lodennoù an divskouarn e brezhoneg...). A galon,Neal (Kaozeal) 30 Du 2008 da 11:05 (UTC)
Daou c'houlenn
kemmañ- 1) Eus pelec'h e teu an anv toullgorferezh pennañ? Petra zo da gompren?
- 2) Perak n'eo ket Toullañ ar c'hroc'hen kentoc'h, sklaeroc'h da gompren a gredan? Ouzhpenn-se, n'eo ket ar c'horf zo toullet (evel gant saezh pe gleze) met ar c'hroc'hen. Bianchi-Bihan 30 Du 2008 da 17:32 (UTC)
- "Toullgorferezh" eo anv ar pennad/rumamd (bet ijinet gant Fulup ha n'eo ket ganin-me). "Pennañ" am eus lakaet peogwir eo hemañ ar patrom pennañ evit ober an diforc'h gant ur patrom all gantañ da anv "Toullgorferezh" evit gallout chom hep hep adenvel ar patrom kent.
- Graet e vez an diforc'h peurliesañ etre toullañ a-dreuz d'ar c'hroc'henn ha toullañ war-c'horre e bed an doullgorferezh. A-hendall e ranker anzav n'eo ket ar c'hroc'hen an hini eo a vez toullet atav: migourn (?: d.l.e "cartilage") ha kigennoù a c'heller toullañ ivez. Ha kroc'henn eo mezenn ar c'halc'h pe an ellig? Koulz e vez toullet nervennoù ha kroc'hen.
- A galon, Neal (Kaozeal) 30 Du 2008 da 18:30 (UTC)
- N'eo ket peogwir eo bet ijinet gant un den, pe ur merour a wechall, eo peurvat: sklaeroc'h ur verb.
- Ne gomprenan ket ster ar ger "pennañ", met n'eus forzh: re all a vo finoc'h.
- N'eo ket peogwir e c'hoarvez a-wechoù toullañ un askorn pe drailhañ nervennoù n'eo ket toullañ kroc'hen dre vras. Ne vo ket lakaet en ur rummad surjianerezh, eo? Bianchi-Bihan 30 Du 2008 da 18:47 (UTC)
- Skrivet em eus e oa bet savet an nevezc'her-se gant unan bennak all, merour pe get ne vern, evit skaleraat noe ket ganin-me e oa bet ijiniet, ha neuze n'hallin ket bezañ taget evit an abeg-se.
- Ne welan ket perak e vefe da lakaet er rummad surjianerezh, m'enfiñ mar fell dit difenn an doare-se da rummata n'em eus kudenn ebet. Doareoù gorfgemmerezh (body modification) ez eus avat a denn kalz a dostoc'h d'ar surjianerezh.
- Berr-ha-berr, n'hallfer ket lâret ez eo ar body piercing un doare da doullañ ar c'hroc'hen pa vez toullet elfennoù all eus ar c'horf ivez. Neal (Kaozeal) 30 Du 2008 da 19:12 (UTC)
- Adalek ma vez graet tagañ eus kaozeal eo koulz din paouez gant ar gaoz, n'em eus ket c'hoant da adwelout traoù zo. Bianchi-Bihan 30 Du 2008 da 22:07 (UTC)