Kaozeadenn Restr:Saturn-map-br.svg

Evezhiadenn diwezhañ: 10 vloaz zo gant Sad Edgar

Deuet eo brav an traoù, met ne vefe ket "o glennadurezh" a vefe da skrivañ ("glennadurezh" eo ar ger a gav din)?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 29 Kzu 2013 da 08:42 (UTC)Respont

Evel-just, Aogust... Kement ha topographie e talv "glennadurezh". Trellet ma daoulagad ha ma speredig moarvat, goude bout kiet piksel-ha-piksel e-pad ur predad.
Un dra all am eus merzhet e-kerzh an nozvezh : Iapetos e vije stumm reizh Japet e brezhoneg. Ober a rin war-dro.
Sad Edgar (kaozeal) 29 Kzu 2013 da 10:51 (UTC)Respont

...Berrc'hlennadurezh eo am boa skrivet er restr orin ! — Sad Edgar (kaozeal) 29 Kzu 2013 da 22:09 (UTC)Respont

Demat Sad Edgar, evezhiadenn m’eus ivez :
  • Perak n’eo ket bet emporzhiet ar restr-mañ war Wikimedia Commons ? (mat e vefe ar restr-mañ evit pennadoù ar wikeriadur da skouer).
  • Ur dra iskis zo gant framm ar restr ivez, n’eo ket ur wir SVG met ur JPEG e-barzh ur SVG… Perak n’e oa ket bet lakaet an destennoù e SVG d’an nebeutañ ?
Cdlt, VIGNERON (kaozeal) 29 Kzu 2013 da 11:26 (UTC)Respont

Enporzhiet ar restr dre brWiki/Ostilhoù/Kargañ ur restr.
Dre Inkscape em eus kemmet ar skeudenn .jpg orin, hag enrollet er stumm .svg.
Un dra ne gomprenan ket : ur varrenn zu zo war ur pennad skrid Arial er skeudenn vihanet, padal e veler splann ar skrid Georgia er pizhder leun, evel am boa graet.
Lavaret unan bennak mar rankan kemmañ ar skeudenn adarre en abeg da n'ouzon dare petra. Trugarez deoc'h !

Gwelloc’h emporzhiañ dre commons:Special:UploadWizard (tu zo da lak an etrefas e brezhoneg). Evel-se e vo tu da implij ar restr ar wikioù all (ar wikeriadur da skouer).
Breman e SVG zo un tamm an destennoù (pas tout siwazh…).
Ar varren zu zo ur « flowRoot » (un dra torr-penn graet gant Inkscape… sell ouzh fr:Wikipédia:Atelier graphique/FAQ SVG#Un carré noir est visible sur l'image). Ouzhpenn, evit an SVG war ar wikioù n'eus ket tu da implij n'eus forzh penaos skrid. Ne z'ay ket mat nemet ar skridoù-mañ : m:SVG_fonts. « DejaVu Serif » n’eo ket disheñvel tre d’eus Georgia.
A galon, VIGNERON (kaozeal) 29 Kzu 2013 da 17:48 (UTC)Respont

OK, plomet goude bout bet el labourva grafek — dav e vo din pleustriñ gant Inkscape, a zo nevez evidon ! Distroet on da Photoshop, enrollet e .JPG, enporzhiet e Commons, lakaet er bajenn Loarennoù Sadorn (planedenn) ha mat pep ra bremañ. Me 'garje e vije diverket ar skeudenn .svg, mard eus tu.
Trugarez dit a galon evit da alioù fur.

Sad Edgar (kaozeal) 29 Kzu 2013 da 22:09 (UTC)Respont
Distreiñ d’ar restr "Saturn-map-br.svg".