Kaozeadenn Rummad:Bloavezhioù

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Benoni e kaozeadenn Penaos kempenn ar rummad-mañ ?

Penaos kempenn ar rummad-mañ ? kemmañ

Diaes eo klask ur bloavezh resis er rummad-mañ. Renket emaint diouzh urzh al lizherenneg ha n'eo ket diouzh urzh an niveroù. Ouzhpenn se en em gavomp gant 5 pajennad pennadoù, ha hir eo mont betek an hini ziwezhañ a-benn kaout an isrummadoù.

Plijout a ra din an doare rummata implijet er wiki saoznek. Eno e c'heller gwelet pep tra war ur bajenn nemetken : en:Category:Years.

A-drugarez d'ar [+] a zo dirak pep isrummad e c'heller gwelet isrummadoù an isrummad, hag isrummadoù an isrummadoù-se d'o zro betek en em gavout gant ar rummad a glasker. Er wiki brezhonek, ur wezh en em gavet er 5vet pajenn eus ar rummad bloavezhioù e c'heller kaout buan an isrummad Rummad:1975 dre glikañ war "[+] XXvet kantved" ha "[+] Bloavezhioù 1970" da c'houde.

Ar pezh a vefe da ober neuze eo dilemel "[[Rummad:Bloavezhioù]]" diouzh ar pennadoù a denn d'ur bloavezh bennak. 906 pennad a vefe d'ober war o zro : ar re a zo bremañ er rummad-mañ...--Yun 7 Kzu 2006 da 17:56 (UTC)Respont

A-du da 100% ganit, met kalon vat d'an hini a raio al labour torr-penn mañ. Siwazh deomp n'ez eus informatisian ebet war ar wiki brezhoneg a c'hellfe sevel ur bot evit ober kement-mañ en un doare aotomatikel... Benoni 7 Kzu 2006 da 18:24 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Bloavezhioù".