Kaozeadenn Rummad:Skeudennoù arz
Evezhiadenn diwezhañ: 14 vloaz zo gant Bianchi-Bihan
Un nebeud goulennoù:
- n'ouzon ket petra eo ar "skeudennoù arz", ret vije displegañ; d'am soñj int skeudennoù brudañ-filmoù;
- ne'm eus ket gwelet rummadoù evel-se er wikioù all, bez ez eus?
- evel-just n'eus ket gwirioù war ar skeudennoù?
Bianchi-Bihan 11 C'hwe 2010 da 10:29 (UTC)
- Setu amañ ur respont bennak :
- Ledanoc'h eo tachenn ar skeudennoù arz eget hini ar skeudennoù brudañ-filmoù a zo bet rummet er rummad Rummad:Skritelloù film. Skritelloù all c'hell bezañ arzel ivez, poltredoù tud ivez, livadurioù, luc'hskeudennoù, ha me oar me.
- Er wikipediaoù saoznek ha makedonek ez eus rummadoù evel se.
- Ur goulenn a-bouez eo hini ar gwirioù. Ret e vo divizout war se. Difennet-groñs eo ar skritelloù film dezho gwirioù er wikioù gallek hag alamanek da skouer, tra ma vezont aotreet dindan divizoù zo er wiki saoznek.
- --Yun (kaozeal) 11 C'hwe 2010 da 12:11 (UTC)
Me welfe neuze
- pe skeudennoù a arz
- pe skeudennoù arzel (ha n'eo ket skeudennoù Arzhel, un anv brav evit ur stal, 'keta?)
E-kichen da se zo luc'hskeudennoù: ur seurt all pe heñvel? Bianchi-Bihan 11 C'hwe 2010 da 13:17 (UTC)
- Evel a gari. Al luc'hskeudennoù a c'heller rummañ amañ, gant ma vint arzel. --Yun (kaozeal) 12 C'hwe 2010 da 09:31 (UTC)
- Ne oa nemet evit reiñ un ali war ar yezh. Bianchi-Bihan 12 C'hwe 2010 da 10:39 (UTC)