Kaozeadenn Skoazell:Geriaoueg ar Wiki brezhonek
Evezhiadenn diwezhañ: 7 vloaz zo gant Bianchi-Bihan
da ziwall zo. An droienn "Meur a" a c'houlenn bezañ heuliet gant an unander e brezhoneg ha neket gant al liester. Ne vez ket graet gant ar ger "reoù" e brezhoneg zo ur gallekadur euzhus. "Re" eo an termen da verkañ an niver. E-leizh a fazioù evel-se zo er wiki brezhoneg. n'ouzon ket pelec'h skrivañ an evezhiadenno-mañ, neuze e lakaan anezho amañ.
- Er bajenn-se e kaver ar fazioù a zo da ziwall dioute : Fazioù stankañ. Ar furm reoù a gaver a-wezhioù e brezhoneg. Marteze ne uhela ket al live yezh, met n'eo ket sur e teufe eus ar galleg… Baleer (kaozeal) 15 Ebr 2017 da 23:36 (UTC)
- Meneget amañ : https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Fazioù_stankañ#M
- Reoù zo un distagadur boutin e yezh Treger, e-lec'h re. Chom a ra da c'houzout peseurt troiennoù rannyezhel a vez degemeret er genyezh. N'eus ket pell em eus klevet tud o larout e oa mat-tre "n'eo ket netra" (galleg : "c'est pas rien") peogwir e veze laret e kerne izel, pa vez komprenet splann e Treger ha Gwened evel n'eo netra. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Ebr 2017 da 23:45 (UTC) .