Kaozeadenn Wikipedia:Kannadig ar verourien/Dielloù/2006-2011

Evezhiadenn diwezhañ: 16 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Tagadenn disol

Lakait amañ a-is hoc'h evezhiadennoù evit ar verourien mar plij.

Na penn bras, na penn izel e-barzh ar Wiki kemmañ

Petra dalvez "gant ur Penn bras". Ma vije ur penn brasoc'h e-touezh ar verourien e vije enep reolennoù ar Wikipedia : ur sistem kendiviz hep penn eo. Pep tra graet gant ar verourien a dlee bezañ asantet mui pe vui gant ar Wikipedourien (hag ar verourien, evel just). Gant votadegoù evit an traoù pouezusañ (kemmañ an etrefas, da skouer). --Ch. Rogel 18 C'hwe 2006 da 13:06 (UTC)Respont

  • Graet em eus gant Penn-Bras evit treiñ ar stadud Bureaucrat e saozneg a gomprenan evel un droienn un tamm goapaus evit ober anv eus ar re ganto ar galloud da envel merourien. Ne raen ket anv eus ar verourien bet dilennet. Klasket em eus un droienn a vije un tamm kevatal. E brezhoneg e reer alies gant an droienn pennoù-bras en un doare goapaus evit ober anv eus tud ganto muioc'h a c'hallloud eget ar re all hep bezañ dreist ar re all evit kelo-se. --Fulup 18 C'hwe 2006 da 13:20 (UTC)Respont
  • Daoust hag eñ ez eus ezhomm eus ur burokrat (burokrad?)? Ret e vije displegañ da betra e servij(fe). D'am soñj e vez dilennet ar "vurokraded" en un dilennadur arbennig. N'on ket evit enebiñ, met e c'houlennañ ma vo graet evel er wikioù all. Treiñ a rae R. H. bureaucrate gant burevour. Kinnig a ran levier. --Ch. Rogel 24 C'hwe 2006 da 15:49 (UTC)Respont

Evit sinañ kemmañ

An doare aesañ evit enskrivañ ur sinadur klok a zo pouezañ war an eil boestig diwezhañ a-us d'ar stern skridaozañ. --Ch. Rogel 18 C'hwe 2006 da 13:06 (UTC)Respont

Arouezennoù dibar kemmañ

Ha galloud a rafec'h ouzhpennañ an esaouenn antroc'hadus pe ar spar antroc'hapl a implijan stank : " ". Trugarez.--Yun 23 C'hwe 2006 da 23:13 (UTC)Respont

  Mat eo --Fulup 24 C'hwe 2006 da 11:49 (UTC)Respont

An holl liammoù a gas da Neal kemmañ

Er bajenn-mañ, mar pouezer war Paotr ez erruer war Neal, mar pouezer war Fulup ez erruer war... Neal. Rognogno 1 Ebr 2006 da 18:36 (UTC)Respont

  renket eo bet (ya. me an hini eo ha n'eo ket unan bennaket all  --Neal 1 Ebr 2006 da 18:42 (UTC)Respont

Skeudennoù kemmañ

N'ouzon ket piv a ra war-dro ar skeudennoù. Mat e vike skeudennién ar pennad Anne Frank. Er wiki saoznek zo danvez, a gredan. Klask a rin ober ma-unan, met n'on ket ken barrek-se.Bianchi-Bihan 4 Mez 2006 da 06:52 (UTC)Respont

Kunujennoù kemmañ

Deuet eo ar merour Neal da ziskargañ e sac'had dismegañs war ma labour er pennad merc'h. Kroget e oa adalek al linenn gentañ. Kontañ gaou a ra. Barn a ra diwar e ziouiziegezh. Darn a glev o fegement evit kalz nebeutoc'h.

Spontusoc'h-spontusañ e teu ar pennad-mañ da vezañ. Seul vuioc'h ma vez labouret warnañ ganit, seul washoc'h e teu da vezañ. Bremañ eo "gwrac'h" un anv all evit "merc'h"... Hag e galleg eo "bougnoule" un anv all evit "africain" pe c'hoazh "pédé" una anv all evit "homosexuel" 'michañs?. Me gave din e oa te an hini oa bet pedet "furnez" gantañ digant ar re all. Kement hag ober, perak chom hep lakaat "merc'h" da vezañ heñvelster gant "gast" ivez?

--Neal 22 Du 2006 da 12:59 (UTC)Respont

Goulenn barnañ ur merour kemmañ

Goulenn a ran e vefe barnet e emzalc'h gant ar gumuniezh.Bernez Bernioù 22 Du 2006 da 13:19 (UTC)Respont

Respont

Grevus a-walc'h eo da damalloù. Diaezet eo din kompren peseurt "emdalc'h": n'eo ket ganin-me eo bet lakaet "gwrac'h" da dalvezout ar memestra (pe "anv all") evit "merc'h". Marteze a-walc'h e vez implijet gerioù zo gant tud zo evit talvezout ar memes tra (dres evel ma vez implijet "pédé" gant tud zo da dalvezout "homosexuel" e galleg (lenn mat - n'em boa ket lâret e vez graet kemendall ganit-te) met n'eo ket peogwir e vez implijet gerioù zo gant tud zo e lec'hioù zo evit talvezout traoù all pa vez gerioù all neptuoc'h evit hen ober ma ranont bezañ dastumet evel-hen en un holloueziadur.

Ha peseurt kastiz a c'houlennez? Hag evit peseurt abeg?

Ha ret eo din kas soñj dit eus ar c'hunujennoù personel bet implijet gant implijerion all em c'heñver-me ("kaoc'hañ" en o zouez). Ha goulenn 'toa graet e vijent "barnet" ivez?

Ha ret eo lâret ivez n'eo nemet kazi ganit em bez kudennoù a suert-se?

Ha sur out e komprenez mat petra e krefridi ur merour? Rak bewech ma vez graet un dra bennaket din, ne vern pehini nag e peseurt mod, e savez diouzhtu a-enep. Ha kompren a rez eo un tammig eus labou ar verourion evezhiañ ar pennadoù da diwall rak ma klotfent holl gant palioù ar wikipedia?

kas da c'houlenn da Paotr ha da Fulup. --Neal 22 Du 2006 da 14:09 (UTC)Respont

Barnañ ha stankañ kemmañ

Me 'gav din emañ koulz Bernez Bernioù ha Neal o tiroudañ en afer-mañ. Ma'm eus komprenet mat mont en-dro ar wiki n'eus netra da welet amañ gant un afer "merañ". N'eo nemet daou genskriver ha n'emaint ket a-du war an danvez, un tabut kenskrivañ eo, ha netra ken. War ar wikioù n'hell ket ur merour tapet en un afer tabut kenskrivañ, stankañ e-unan un implijer pa vez bec'h etrezañ hag an implijer-se. Ret e vez dezhañ goulenn digant unan all stankañ unan bennak a zo e gaou. Evit plaenaat an traoù e vefe koulz ober kemend-all amañ. Rognogno 22 Du 2006 da 20:32 (UTC)Respont

Sevel a ran a-du penn-da-benn gant ar pezh a skriv Rognogno. --Llydawr 22 Du 2006 da 20:47 (UTC)Respont

n'on ket bet tapet evel merour met eevl implijer. daosut din bezañ merour am eus c'hoazh ar gwir da gaout mennozhioù personel a-divout temoù zo. abalamour da se em boa krouet ur gont ispisial evit merañ. ar gwirioù merañ avat a van stag ouzh ar gont "Neal" hag abalamour da se eo an anv-se hag a deu war-wel pa vez kaset da-benn oberoù a denn resis d'ar verouriezh (da skouer, stankañ pe gwareziñ ur pennad). a-hend all em eus klasket implijet ar gont Neal evit sinañ traoù em anv-me hag ar gont "Merour" evit traoù a denn d'ar verouriezh (a-wezhoù avat e vez ankounac'haet ganin dilugañ hag adlugañ). ret eo lârete ivez eo bet klasket ganin diskoulmañ tabutoù, evel merour, dre arguzenniñ. bewech m'eo bet rebechet un dra bennaket din pe kavet fall un dra bennaket bet graet ganin evel merour (gant implijerion resis-tre bewech e ranker anzav ivez) em eus klasket displegañ ar rag hag ar perag. ha n'int ket ral ar gwezhoù bet anzavet ganin ne oa ket ar gwir ganin ha reizhet ar pezh am boa graet en ur c'houlenn, aliesig a-walc'h bezañ digarezet. Kas da benn ur votadeg evit gallout dont a-benn da sioulaat un tabut a zo un dra diaezet d'ober hag aet on skuizh oc'h ober ma seizh gwellañ ha neuze bezañ taget ha tamallet en-dro (pas ganit). Ha n'on ket a-du evit ma vefe lâret e vefen ken kiriek evit tud all da stad an traoù, rak ne lâran ket eo bet kemeret divizoù mat ganin atav, met d'an nebeutañ em eus o displeget hag arguzennet ha n'em eus ket bet taget na kunujennet hini ebet all. Ar memes tra n'haller ket lâret diwar-benn tud all. Ha geo, tennañ a ra d'ar merañ - rak ur wezh bet votet war un tem resis eo d'ar verourion lakaat an diviz e plesutr, hag diazet-tre eo bet din gallout hen ober. Kentoc'h evit kinnigoù stummoù resis evit anvioù departamantoù zo, da skouer, e vez taget ar pezh a vez graet ganin hag gant ar re all. Un afer merañ an hini eo pa vez lâret geveir diwar-benn implijerion/ezed all, ha merourion pe get e vefent. Ha geo, un afer merañ an hini eo evezhiañ ma vefe savet mat pennadoù hervez diazezoù pennañ ar wikipedia - da skouer, enteuziñ pennadoù bet savet evel ma vije ar wikipedia ur geriadur. Ur pikol fazi am eus graet avat evel merour, hen gwelet a ran bremañ. Kentoc'h evit klask arguzenniñ gant tud a fell dezhe plantañ reuz e vije bet ret din o stankañ kalz abretoc'h ma mat pell zo dres evel ma vez graet war wikipediaoù all am eus bet tro da labourat warne. Aet on skuizh a-benn ar fin. Labouret eo bet kalz ha didrouz a-walc'h ganin a-hed ar wezh ha betek ma oa deuet da plantañ reuz daou implijer reis ec'h ae an traoù madig a-walc'h en-dro pe a-drugarez din pe en depsed din. N'on ket a-du na tamm ebet evit sammañ war ma chouk kiriegezh an afer-mañ. Evel am eus bet lâret a-raok ivez, prest on da gaozeal, da sealou, da arguzenniñ, da reizhañ, d'ober ha da adober, da sikour ma me oar me, met n'on ket prest da c'houzañv kunujennoù pesonel bemdez evit klask lakaat brud fall war ma fenn. War ar wikiaoù all martez ne c'hell ket ur merour bezañ tapout en un afer kenskrivañ, met war ar wikiaoù all ez eus muioc'h evit ur merour oberiant 'michañs ivez. Una fer all eo ivez displegañ perak e ra ur merour ar c'hemm-mañ'r-c'hemm ha bezañ taget ha kunjennet ez-personel. Ar gwir en deus pep hini, merour pe get, d'en em difenn. Ha dre ma n'eus merour oberiant ebet nemedon hag en deus kastizet seurt emdalc'hoù em eus bet ranket hen ober me ma-unan. N'eus forzh penaos, mar kendalc'h an traoù evel-se ec'ha an kuit ha setu tout. N'on ket evit bezañ taget ha kunujennet ha neuze rankoutr gouzañv bezañ lakaet da giriek ivez. Traoù all am eus d'ober. Savit ur votadeg, votit ha barnit ha mat pell zo. --Neal 22 Du 2006 da 20:57 (UTC)Respont

Dipitet kemmañ

a-drugarez d'an implijerion Bianchi-Bihan ha Bernez Bernioù hag an tagadennoù personel mezhus bet lañset gantañ em c'heñver didruez ha dibaouez emañ ar wikipedia war-nes koll unan eus an implijerion goshañ, gantañ bet savet ar muiañ a bennadoù hag ar muiañ a embannoù ha degasadennoù dre vras, hep disoñjal ez eus anezhañ ar merour oberiant nemetañ. gwazh a se evit ar raktres. gwell a se evidon - muioc'h a amzer 'mo evit ober war-dro traoù all. --Neal 23 Du 2006 da 07:05 (UTC)Respont

Anat eo n'haller ket asantiñ da dagadennoù personel e nep doare, met re anat eo ivez e vez re brim gwad BB da vont e dour. Ne dalv da netra eta mont da glask mont war e chouk raktal. N'omp ket war vetek pemp munut gant hon holloueziadur ha koulz e vefe gortoz na vefe echu gant e labour war bennadoù 'zo a-raok klask abeg enno, ha lakaat anezho da geitañ gant ar reolennoù (na pet ha pet pennad all a zo evel-se!). N'eo ket gant tabutoù pe gant rendael e teuio tud all da gemer perzh er raktres.Rognogno 23 Du 2006 da 12:13 (UTC)Respont
A-gengred on ganit Neal, ha mezhus ez eo emzalc'h implijerien 'zo. Emichañs e teui buan endro eus da vakañsoù di-wiki, gant youl ha startijenn evit kregiñ en-dro barzh al labour! A galon, Benoni 23 Du 2006 da 13:10 (UTC)Respont

Sioulaomp kemmañ

Pellik on bet hep gellout kemer perzh er wiki ken, paket ma oan gant kalzik a draoù all. Brav-kaer eo aet an traoù war-raok er mizioù tremenet. Gwelet a ran ez eus bet un tamm tabut etre implijerien zo. Klask a rin lakaat an amzer ret evit lenn pep tra ha kompren petra zo c'hoarvezet. Ar c'hentañ soñj a zeu din koulskoude tra eo ez eus ezhomm da sioulaat evit ma c'hallfe pep hini kenderc'hel da gas an traoù war-raok eus e du evit mad an holl. Fulup 5 Kzu 2006 da 22:04 (UTC)Respont

Un tamm mat a furnez a oa er c'homzoù-se, met n'int ket bet komprenet gant an holl.
Evit sioulaat e vije ret komz. Ha pa vez mouget mouezh an dud (serret o c'hontoù), tud a sav un toullad mat a bennadoù (ma vije graet ar gont?) ne vez ket komzet: nac'h komz kentoc'h. Gant digarezioù brav evel just: koll amzer, da laras unan. Bravat arguzenn.
Petra eo labour ar verourien? Lezel an dud kar o yezh da labourat, pe mirout outo a grouiñ?
Ma vije graet ar gont ivez, n'eo ket hepken eus ar pennadoù bet savet, met ar re a vije bet gallet sevel : lod a oar sevel ur pennad bemdez, lod betek pemp, pe dek pa vezont diac'hub. Mougañ tri den e-pad ur sizhun a zo kement ha koll 3 den x 7 devezh = 21 pennad da vihanañ. Kentoc'h 30 a gav din.
Peurvuiañ e krog an trouz, n'eo ket etre kenlabourerien, met gant ur merour o kavout si e labour un implijer.
Lezel un tamm frankiz da grouiñ a vije ken noazus da wikipedia? Reiñ debron c'hoari gant e dammig galloud a ra da unan bennak.
Fentus eo gwelout ur merour o serriñ kont unan bennak war zigarez "gourdrouzoù" pa ne oa hini ebet, o nac'h ar gwir da implij ar ger kaoc'h (a zo er wikipedia, ha meneget er pennad koprofiliezh ivez mar plij), war zigarez e ra eñ gant k***, da lavarout eo ur skritur ha n'eo ket ar peurunvan (enep d'ur vot bennak sur-mat), hag a zo pell a vezañ holloueziadurel .
Met mod-se emañ ar bed: pibien ha pec'herien zo.
B*** B***
N'ez eus bet stanket nemet un den, din da c'hoût. Ha ma n'az peus ket merzhet, n'eus nemet ganit ez eus reuz war ar wikipedia-mañ... Sañset, pa vez stanket, unan bennak, ez eo evit leuskel amzer dezhañ soñjal war e emzalc'h. N'out ket war an hent mat 'm eus aon! Arabat ober evel ma vijes merzheriet! Abegoù e leizh a zo d'az stankadenn evel 'z eus bet displeget dit c'hoazh...  Benoni (Kaozeadenn) 7 Mez 2007 da 16:49 (UTC)Respont
An abeg nemetañ eo em eus implijet ar memes ger ha te, diguzh. Ar peurrest zo arguzennoù deuet war-lerc'h. 87.90.221.65 9 Mez 2007 da 19:18 (UTC)Respont

Netra nevez kemmañ

Serret eo bet ma c'hont gant Benoni.

  • Skrivet eo e c'hallan mont e darempred gant ur merour neuze: n'eo ket gwir, neuze eo gaou. WAR UR WIKIPEDIA ALL E CHALLER, AMAN N'HALLER KET. Evel-just e c'hallfen klask dre ur wikipedia all.
  • Skrivet eo: kunujennoù hag emzalc'h tagus: n'eo ket gwir div wech, neuze eo gaou div wech.
    • Kemer a ra Benoni da zigarez em eus graet gant ar ger "ijinet" en un diviz. An diviz a oa diwar-benn ur reolenn yezhadur, a lavaran n'eus ket anezhi, peogwir n'eus meneg ebet eus pelec'h eo bet skrivet, hag em eus gwir da lavarout neuze eo "ijinet", pe faltaziet, hunvreet. Evel-se emañ ar yezh, hag evel-se e ya en-dro an divizoù, politikel pe nann.
  • Drougimplij e c'halloud a ra Benoni pa glask divrudañ ur c'henlabourer, unan hag en deus savet un toullad mat a bennadoù (200 e miz Gouhere, 60 e miz Eost) daoust d'ar skoilhoù.

Bianchi-Bihan

. A-du 'on penn-da-benn gant ar stankadenn. Skuizhus-kenañ eo deuet da vezañ emzalc'h Bianchi-Bihan, bet lakaet war evezh nouspet gwezh ha bet stanket e gont dija dre ma ne deu ket a-benn da gompren e ranker kenlabourat a-stroll war ar wikipedia kentoc'h evit klask lakaat e sav-boent hiniennel da dalvezout kousto pe gousto en ur lammat dreist d'ar reolennoù ha d'ar c'hendivizoù bet kemeret a-stroll seul wezh ma c'hell ha neuze tagañ ar re a sav a-enep da seurt emzalc'h (dreist-holl d'ar verourion, an eil war-lerc'h d'egile, karget int-i da lakaat ar pennadoù da doujañ da seurt reolennoù mont-en-dro).   Merour (Neal) (Kaozeal) 1 Gwe 2007 da 10:13 (UTC)Respont
Gaou a lavar Bianchi-Bihan: evel war an holl wikipediaoù, pa vezer stanket e c'heller skrivañ war e bajenn hiniennel, ha kas posteloù d'ar verourien.  Benoni (Kaozeadenn) 1 Gwe 2007 da 10:17 (UTC)Respont

Hiraet ar stankadenn kemmañ

Kavout a rae din e oa re verr padelezh ar stankadenn bet lakaet gant Benoni dreist-holl pa soñjer er fed ma n'eo ket homañ ar wezh kentañ m'eo bet lakaet an implijer-mañ war evezh ha stanket e gont implijer outañ zoken abalamour d'e emzalc'h hiniennel ha d'e dagadennoù personel. Goude bezañ gwelet penaos e klask livañ gevier adarre em eus divizet hiraat ar stankadenn. Hiroc'h-hirañ e vo ar stankadennoù mar kendalc'h gant an hevelep emzalc'h ur wezh bet distanket e gont betek ur stankadenn didermen da vat mar bez ezhomm. Mat e vefe d'an implijer-mañ disklêriañ emañ a-du evit labourat a-stroll hervez ar reolennoù hag ar c'hendivizoù boutin ha chom a-sav da bismigañ ha da dagañ an dud dizehan evit an abeg-mañ'n-abeg.   Merour (Neal) (Kaozeal) 1 Gwe 2007 da 13:59 (UTC)Respont

Peragoù kemmañ

  • Ur goulenn a zo bet graet e kannadig ar verourien: Marteze e vefe ret en em c'houlenn un tamm perak eo bet stanket ken alies all, rak war ar raktres-mañ ne vez stanket kaze den ebet.
  • Ur respont zo bet kinniget: Marteze (hervezañ sur a-walc'h) peogwir ez eus daou verour spontus ac'h a war e lerc'h diehan (hag ez an, evel-just, bewezh ma klask mont e-bioù d'ar rolennoù)...
  • Lod a gavo marteze eo deuet ar respont kenkent hag ar goulenn. Soñjal a ra din koulskoude eo ivez (pe ouzhpenn) peogwir em eus labouret kalz e tachennoù ma'z eus bet klasket lezenniñ tost kenkent ha ma oant bet pe digoret ganin (departamantoù) pe difraostet kaer ganin (mojennoù Hellaz) ha ma oan chomet da labourat enne.
  • Komprenet em eus e oa gwelloc'h ganin paouez da labourat er maezioù-se, e-lec'h ma oa re aes displijout ha sachañ konnar an doueed warnon. Klask a rin chom pellañ ma c'hallin diouto. Bianchi-Bihan 7 Gen 2008 da 14:42 (UTC)Respont

Douetañs kemmañ

  • Pa adlennan Marteze (hervezañ sur a-walc'h) peogwir ez eus daou verour spontus ac'h a war e lerc'h diehan (hag ez an, evel-just, bewezh ma klask mont e-bioù d'ar rolennoù)... e rankan sevel a-du kenañ gantañ hiziv pa welan ar brouenn hiziv: n'eus nemet sellout ouzh div lamadenn (enepholloueziadurel) graet hiziv er pennad Gernika. Bianchi-Bihan 8 Gen 2008 da 09:53 (UTC)Respont
  • Pa welan c'hoari Benoni o vont da glemm en deus "adlakaet" ur c'hemenn ha n'eo ket bet diverket gwech ebet ez eus peadra da ouelañ. Ha kement-se war zigarez em boa dilec'hiet e gemenn, e-barzh ma fajenn bersonel, evit lakaat war wel ma labour holloueziadurel-me, evel am eus gwir d'ober hervez ar reolennoù, da lavarout eo an 30 pennad bennak am eus savet abaoe ar beure. N'eo ket ur rekord?
  • Gallout a rajen bezañ kendalc'het ur pennad c'hoazh, met tud donezonet zo evit digalonekaat al labourerien. Gwelout a ran n'eo ket an holloueziadur eo an dra bouezusañ dezho. Trist. Bianchi-Bihan 8 Gen 2008 da 12:43 (UTC)Respont
Ur wezh adarre: da gentañ-holl n'en deus na muioc'h na nebuetoc'h a wirioù ur c'henlabourer bennak hervez an niver a bennadoù savet gantañ, ha pa vefent 3,000 bemdez zoken; da eil, pa seller ouzh ar pennadoù-se e ranker anzav int kentoc'h danvez-pennadoù evit pennadoù klok da vat - ha meur a hini am eus bet savet me ivez evel-se. Ne lâran ket n'int ket didalvoud, met n'eo ket ar wikipedia ur redadeg evit sevel ar muiañ a bennadoù ma c'heller kousto pe gousto.
Evit a sell ouzh ar "rekord"-se, n'on ket gwall-sur - savet e oa bet un toullad mat a bennadoù a-seurt-se ganin bemdez ivez e miz Here 2005 (s.o. ouzh Yezhoù adamawek da skouer). Met n'eo ket abalamour d'an niver a bennadoù eo e oan bet lakaet da verour ha da burevad ha kresket ma gwirioù met dre ma oa bet fiziet ennon gant ar muiañ niver dre votadeg un nebeud bloavezhioù-se.
Gant tud all avat eo bet savet nemet ur pennad pe daou, hiroc'h pe verroc'h: ne vern, an hevelep gwirioù od eus evel an holl re genlabourerion all, na muioc'h na nebeutoc'h.
Pegoulz e teu a-benn da gompren n'ec'h eus ket ha n'az po ket muioc'h a wirioù daoust d'an niver bras pe brasoc'h a bennadoù savet ganit ha daoust ha ma c'hellfe bezañ dispr o ferzh? Ul labourat a-stroll hag a-skipailh eo ar wikipedia, gantañ reolennoù ha pennaennoù diazez ma rank an holl doujañ oute plij pe ne plij ket dezhe, ha n'eo ket ul labour hiniennel pep hini en e gorn o sevel pennadoù pe o reizhañ pennadoù bet savet gant tud all.
A galon, Neal (Kaozeal) 8 Gen 2008 da 14:26 (UTC)Respont
Arabat lakaat da gredin em bije goulennet dreistwirioù, pa ouzout mat-tre n'eo ket gwir.
Goulenn a ran ne vije dreistwirioù evit den ebet.
Ha goulenn a ran peoc'h ivez evit labourat, harz d'ar c'hoarioù flatoulat ha heskinañ, ha lakaat ar spered holloueziadurel a-us da bep tra (difennet eo atav ganit lavarout se en alamaneg?), ha dreist-holl a-us d'ar spered chifus... Ha zoken, why not, warum nicht, war ur bajenn bersonel. Bianchi-Bihan 8 Gen 2008 da 15:45 (UTC)Respont
Nann n'eo ket dav hen lâret e yezh all estreget ar brezhoneg. Ret eo din anzav avat, kaer em eus klask met ne deuan ket a-benn da gompren penaos e vez harzhet ouzhit labourat tra m'eo bet savet un tregont pennad bennak ganit hiziv. M'añfin, sklaer an traoù evit an holl d'am soñj. Ha nann, n'o ket difennet làret pe skrivañ ar pezh a'h eus c'hoant er yzh ac'h eus c'hoant (ha perak ket e brezhoneg war-eeun keit ha m'emeur ganti?). Difennet eo avat kunujenniñ ha tagañ an dud, hag e brezhoneg pe en ur yezh a e vefe, war-eeun pe dre dindan. N'em eus netra ken da lâret diwar-benn an afer-mañ. Kloz ar gomz ganin. Neal (Kaozeal) 8 Gen 2008 da 16:01 (UTC)Respont
Difennet kunujenniñ ha tagañ an dud mut-hu? Me garje, just a-walc'h, e vije difennet, e gwir, an tagadennoù a-berzh an holl. Bianchi-Bihan 8 Gen 2008 da 16:53 (UTC)Respont

http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia%3AKannadig_ar_verourien&diff=284524&oldid=281811==Doser==

  • Gwelet em eus e oa Benoni oc'h ober un Doser Bianchi-Bihan. Setu un dra efedus evit kas ar wiki brezhonek war-raok, ha kalz talvoudusoc'h eget krouiñ pennadoù, pe paouez da glask rev ouzh an dud. Ma klaskfe ober 5 pennad bemdez eveldon (7 dec'h, 100 an deiz all) n'en dije ket amzer d'ober seurt c'hoarioù. Trist.
  • A-raok heuliañ Benoni war an hent risklus-se dibabet gantañ (met ret-mat din en em zifenn) e karfen gouzout ha gant bennozh ar gumuniezh eo e ra? Evit lakaat aer fresk dre amañ? Trugarekaat.
  • Gouzout a garfen ivez pelec'h e c'hallan respont gant ma arguzennoù da arguzennoù Benoni. D'am soñj n'eo ket e Kannadig ar verourien e tleje ober e glemm, met war bajennoù ispisial, evel er wikioù all.

Bianchi-Bihan 15 Gen 2008 da 00:42 (UTC)Respont

Ya, nag a amzer a vije bet gellet chom hep koll evel-hen ma vije ket bet ret sevel un doser a-seurt-se. A-du ken-ha-ken ganit. Ra na vo ket ezhomm astenn an doser. Neal (Kaozeal) 15 Gen 2008 da 17:18 (UTC)Respont
Respont ebet d'am goulenn a rankan adober: pelec'h e c'hallan respont d'an tagadennoù dineptu-se? Ha sevel listenn tagadennoù tud zo? Bianchi-Bihan 15 Gen 2008 da 17:49 (UTC)Respont
War da bajenn bersonel-te. Ha mar fell dit klask kas an traoù pelloc'h n'ec'h eus nemet dougen klemm dre mont e darempred gant ur merour bennak. Ret e vefe diskwl da gentañ perak eo dineptu ar fedoù lakaet war wel war ar bajenn-mañ ivez keit ha m'emeur ganti. Neal (Kaozeal) 15 Gen 2008 da 18:00 (UTC)Respont

Tagadenn disol kemmañ

  • An dagadenn-mañ (http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia%3AKannadig_ar_verourien&diff=284524&oldid=281811) zo graet gant Benoni hep arguzenn, hep prouenn, diwar e soñj personel, gwall bell a vezañ neptu pa weler roll e dagadennoù em enep.
    • Difennet eo an tagadennoù personel e wikipedia. Dreist-holl hep prouenn. Ha liv eus beg lost ur brouenn n'eus ket.
    • Diwar e gredenn nemetken (leun a garantez, anat din) e tamall din klask lakaat reuz gant doareoù gwidreüs.
    • Reolenn ar feiz vat n'eo ket anavezet gantañ. Met reiñ kentelioù a ra dizehan.
  • Ur fed pennek zo: lakaat a ra, hep prouenn, ur c'hemm dizanv war ma c'houk.
  • An eil gwech eo dezhañ ober kemend-all.
  • Goulenn a ran ma vo graet enklask diwar-benn an niverenn-se, evel ma en deus galloud an aotrou Benoni d'ober, hag en deus graet meur a wech diwar ma fenn.
  • Ha goulenn a ran digarezioù ne 'm eus ket bet gwech ebet war-lerc'h hini ebet eus e holl dagadennoù.
  • Ne c'houlennan ket digantañ paouez en dazont, na digant e genverourien aliañ anezhañ da sioulaat: ne servijfe da netra, gwech ebet n'o deus graet c'hoazh. Bianchi-Bihan 24 Gen 2008 da 22:48 (UTC)Respont
Distreiñ da bajenn "Kannadig ar verourien/Dielloù/2006-2011" ar raktres.