Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud/Dielloù kozh1

Evezhiadenn diwezhañ: 18 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Bianchi-Bihan en deus savet un nebeut pennadoù dwb sent eus Breizh. Netra da lavaret ma 'nije ket ankouet gantañ pleustriñ gant e lugan : tennañ kont eus labour o deus boulc'het ar Wikipedidi all (1).
Siwazh, pa 'z eus un toullad pennadoù (50 pe vuioc'h) gant an titl sant + XX, hemañ en deus vaet un eil bennad dwb sant Brieg. Ouzhpenn-se eo bet degaset ar rummad "Sent vrezhon" pa 'z eus "Sent Breizh" dija (ar stumm "Sent Vreizh" a oa bet burutellet gant lod).
Petra eo ho soñj, tudoù, war ar poentoù-se?
Ma gav gwelloc'h ober gant "sant + XX" pa ne blij ket din an tech a weler war ar Wikipedia gallek (ur blaz a laikelezh diroll a zo ennañ). Dre-se eo aesoc'h digejañ anvioù ar sent eus anvioù heñvel an Henamzer da skouer. Evit ar gerioù gant Sant e tleer ober gant ar varrennig pa n'eus ket ezhomm eus ul lizherenn vras e penn an titl "sant" ("sant Maloù" ha "Sant-Maloù").
(1) N'on ket a-du gant e glemmoù atav pa vez kaoz eus ouzhpennañ un nebeut traoù hepken (a c'hell bezañ cheñchet en un doare fin en-dro), met amañ ez eus kaoz eus chom hep klask petra zo bet graet a-raok ha perak.
--Ch. Rogel 14 Du 2006 da 22:40 (UTC)Respont

Mechañs e vo gallet komz etre tud fur, ha n'eo ket sodiñ evel lod gant an departamantoù gall: tud zo a vez troet da lakaat da bec'hed bras krouiñ pennadoù war-zigarez e kavont ur si bennak en titl, er skeudenn, pa n'eo ket en anv an den.
Diwall mat. Lkaet out bet war evezh dija abalamour d'az emdalc'hioù diseven hag da dagadennoù personel. An eil gwezh e vi stanket dres evel ma vije graet gant hini ebet all ha ne deu ket a-benn da doujañ ouzh an implijerion/ezed all hag o mennozhioù, ken ar re a sav a-du ganit hag ar re all. Ha mar fell dit koazeal eus tud fur, marteze e vefe ret dit goût ec'h eo bet embannet gant Neal pennadoù e kelaouennoù etrebroadel diwar-benn an doare da dreiñ anvioù-lec'h estren e yezhoù distad (e galizeg ha n'eo ket e brezhoneg, gwir eo). D'am soñj e talvez evit lakaat anezhañ da "fur" a-awlc'h evit koazeal ha tabutal war an dachenn-se. Ne lâran ket furoc'h evit hini ebet all (ne glaskan ket lakaat brud fall war benn ar re all), met ken "fur" all memestra. Ha mar fell dit kaozeal eus "sodiñ" arabat ankounac'haat e oas bet te o kemer perzh en tabut-se meneget ganit. Goût mat a ran n'eas ket disoc'h ar votadeg war a tu ma felle dit, met tabutet e oa bet hag achu an istor-se. N'eo ket dav distreiñ warnañ gwezh ha gwezh all. Setu. Arabat klask reuz atav dre tagadennoù personel, da lâret eo com hep ober gerioù bet implijet ganit evel "tud fur" (te hag ar re a zo a-du ganit) "sodiñ" (tud ne sav ket a-du ganit), "kaoc'hañ" (pa vez kemmet pennadoù bet savet ganit) hag all, hag all.--Merour (N) 15 Du 2006 da 06:39 (UTC)Respont
Ne ouien ket e oa torfed skrivañ daou bennad db tra pe dra: pa ne gavan ket ur pennad, ne choman ket da glask, aesoc'h 'kavan skrivañ adarre, ha n'em bez ket soñj eus pep hini. Ha 'vel a larez, ma kav lod da glemm, e vo "cheñchet en un doare fin".
N'eo ket un "torfed" - rak n'eus torfed ebet war ar wikipedia. N'eus lêzvarn ebet amañ.
Met barnerien zo.Bianchi-Bihan 15 Du 2006 da 07:54 (UTC)Respont

Gwir eo avat ec'h eo ur boaz staliet mat chom hep sevel daou bennad gante titloù disheñvel oc'h ober dave d'ar memes tra.

Pec'het em eus, ma zad. Ra vo taolet ar vein din gant ar re n'o deus ket pec'het gwech ebet.
Koll amzer eo chom hep klask rak war-lerc'h e vezont lakaet war pajenn ar pennadoù da nullañ hag e vezont enteuzet. Ha n'eo ket gwir ne ouies ket e oa ur boaz war ar wikipedia, rek kemennet e oa bet dit (ha respontet - neuze lennet e oa bet ivez) kemendall diwar-benn ur pennad all, sellit amañ

--Merour (N) 15 Du 2006 da 06:45 (UTC)Respont

Bet on 'welet pezh vez graet e lec'h all evel-just. Ha soñjet em eus ne oa ket re sot pezh a ra ar c'hallegerien, a vez heuliet gant an alamanegerien a-wechoù. Sant Malo a oa Malo e anv a-raok bezañ lakaet da sant war-lerc'h e varv, hag e levrioù istor zo e kaver an anv hep an titl.
N'em eus ket furchet e pep korn eus ar wikipedia brezhonek e-pad un hantereur evit klask dindan peseurt anv e c'halle unan bennak bezañ krouet ur rummad: savet em eus un tamm pennad o sonjal ne oa ken bras-se ar pec'hed, hag e oa pouezusoc'h skrivañ ur pennad eget plegañ da reolennoù an aotrou Merour Meur.
N'on ket troet da c'houlenn mil ali a-raok skrivañ. Kustum on da gaozeal goude. Re all, am eus gwelet, a gav gwelloc'h kaozeal a-raok: e-keit-se ne vez ket gwerzhet kalz a voc'h bihan.
Traoù zo, evel a larez, a c'hall bezañ "cheñchet en un doare fin": ya, gant ar re a oar bezañ.
Sent vrezhon am eus lakaet peogwir e oa berroc'h eget sent eus Enez Vreizh, ha Sent Breizh ne oa ket a-walc'h evit lod eus ar re a deuio (Kembre ha Kernev-Veur): Melani ne vo ket en o zouez met "sant" eus Breizh eo ivez.
Ma fell dit lakaat "sant" er pennadoù a rin, gra. N'on ket nec'het. Mechañs ne gavi ket sioù spontusoc'h .Bianchi-Bihan 15 Du 2006 da 05:19 (UTC)Respont
Distreiñ da bajenn "Kendivizoù reolata/Anvioù-tud/Dielloù kozh1" ar raktres.