Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Rummadoù el liester
Setu un diviz tennet eus ar bajenn war ar rummadiñ: [1].
Unander / liester en anvioù ar rummadoù
kemmañ- Evit implij al liester: an darn vrasañ a ra gant al liester war ar wikipedia brezhoneg. Fulup n'eus bet displeget meur a wech en un doare sklaer perak e oa gwelloc'h, hervez poell ar brezhoneg. Ne gavan ket pelec'h ken. Gouzout a ran mat ez out te evit an unander, met poent eo unvaniñ an traoù. Evit lerc'h ar merkerien rummad: un droidigezh am eus graet diwar ar wikipedia galleg, e lec'h ma 'z eo kement-mañ un erbedadenn ofisiel (daoust ma 'z eus tud oc'h ober eveldout ivez war ar wikipedia galleg).Benoni 26 Gen 2007 da 23:56 (UTC)
Arguzen enep arguzenn : ezhomm hon eus eus bezañ harpet gant levraouegourien hag teuliourien a-vicher evit sevel ur rummatadur a-zoare ha n'eo ket fin mont a-enep o fennaennoù micher.--Ch. Rogel 27 Gen 2007 da 00:33 (UTC)
- Evit ar pezh a sell implij al liester: n'eo ket un afer levraouegerezh met un afer yezh (e saosneg e reont ivez gant al liester da skouer). Evit ar rummatadur ez on digor evel-just d'az skiant-prenet: ur c'hinnig pleustrek am eus graet da skouer amañ : Kaozeadenn Rummad:Yezhoù ar bed. Da ali a vo degemeret mat.Benoni 27 Gen 2007 da 00:47 (UTC)
- Justamant, setu ar brouenn en deus reizh ar rummatadurioù netra da welout gant ar yezh. Un afer boazioù eo kentoc'h ha setu perak e pouezan war chom hep ober ar c'hontrol eus ar pezh a ra an arbennigourien nemeto abled gant ar rummata. Gant piv eo bet savet rummatadurioù ha levrioù dwb ar rummata? Me oar mat ez eus un tech war-du ar folksonomiezh (folk + taksonomiezh), met n'eo ket bet savet atr wikipedia evit terriñ pep a voazioù micherel. Doujet e vez da voazioù hag hengounioù al lenneien evit darn vrasanñ an tachennoù skiantel ha perak e vije lezet a-gostez skiant-prenet ar rummataerien? --Ch. Rogel 27 Gen 2007 da 11:17 (UTC)
- Amañ eo kentoc'h un afer yezhadur ha spered ar yezh. Pa vez c'hoant hollekaat e brezhoneg e reer kentoc'h gant al liester pa ra ar galleg gant an unander. Setu perak e kavan drol-tre bommoù evel ar "rummad skrivagner". Muioc'h hervez spered ar yezh eo ober gant ar "rummad skrivagnerien", da'm soñj atav. Fulup 27 Gen 2007 da 11:41 (UTC)
- a-du penn-da-benn. Kavout a rafen drol, diouzh ma ferzh, ur rummad "Yezh" en unander ennañ un daou vil penand bennak - tawalc'h evit ober gant al liester 'michañs.--Neal (Kaozeal) 27 Gen 2007 da 11:56 (UTC)
N'on ket souezhet ma kav drol pa vez graet gant an unander Neal peogwir hemañ zo boaz mont da furchata el levraouegoù saoz. Koulskoude pa vez kaoz eus ar rummatadurioù, n'eus ket kaoz eus silañ spered ar yezh, met eus dibaboù graet e mare o c'hrouidigezh.
N'on ket evit nac'hañ e vez techet ar brezhoneg d'ober gant al liester evit termeniñ ar rumadoù evel m'en deus displeget Fulub, met pa vez savet ur metalangaj (hag eo ar rummatadurioù metalangajoù), pa n'omp ket mui war live ar yezh (ur reizhiad artifikel eo), posubl eo sellout ouzh ar gendestenn m'emañ ar wikipedia o ruilhañ enni. Evit bezañ resisoc'h e kinnigan ma vo lakaet ar furmoù a-stroll (merien, da skouer) hag an unander e tuioù all evit lakaat en o aes an arbennigourien o deus sunet laezh ar rummatadur reolataet gant an AFNOR. Reizh eo ober gant al liester e degouezhioù ret zo evel taolenn pe roll yezhoù ar bed, evel just, met rummadiñ pep yezh gant ar ger yezh a zo un afer a voazioù.
Me gavfen drol bezañ rediet kemm pennaennoù ma micher p'am eus bet an hini kentañ o klask kempenn ar rummadoù e 2005 (chañchet 'm eus ar ger, eus rumm da rummad) ha bremañ ne ran nemet aozañ ar rummadoù evit ma fennadoù ha liammañ anezho gant ar rummadoù en unander. Dipitet on gant emdroadur nann-vicherel ar rummatadur ha ne 'm eus ket mui c'hoant klask e gempenn. Domaj eo heugiñ an dud a-vicher eus peseurt rummad micher ez eus. --Ch. Rogel 28 Gen 2007 da 16:25 (UTC)
- ha piv n'en deus lâret dit ec'h on boas-me da furchal el levraouegoù saos muioc'h evit er re all? aet on kuit ac'halese kaze ugent vloaz zo ha ken boas - muioc'h sur - on da furchal e levraouegoù gall ha galizek ne lâran ket. N'eo ket un afer broadelezh d'am soñj, met kentoc'h un afer a boell - e gwirionez ne gomprenan ket perak e vefe rummatet traoù liester dindan un titl unander. Ha ma vez ret rummata traoù ec'h eo peogwir int lies dre o natur (ne vez ket rummatet unanennoù - war ar wikipedia e vez skarxzhet seurt rummadopu ken buan all). Ken gwir all an hini eo marteze ma vez graet gant ur reolenn etrebroadel ma laka ar rummadoù da vezañ unander, met n'eo ket ret d'ar wikipedia sentiñ ouzh reolennoù diavaez (dre ma c'hell sentiñ oute mar fell d'ar gumuniezh, evel-just). Neuze, pa gomzer eus seurt traoù, gwell e vefe reiñ abegoù poellek ha sklaer atav kentoc'h evit klask displegañ sav-poentoù an dud hervez al lec'h ma oant bet ganet me ho ped. A galon, --Neal (Kaozeal) 28 Gen 2007 da 16:48 (UTC)
- A-du penn-da-benn gant Neal. Hag ouzhpenn-se n'on ket kendrec'het tamm ebet gant displegadennoù Ch. Rogel. Kalz amzer a dremenan el levraouegoù "c'hall" (e Breizh): morse n'em eus merzhet reolenn ebet war implij an unander pe al liester. Ha pa vije gwir displegadennoù Ch. Rogel, n'omp ket rediet implij an hevelep reolennoù war ar wikipedia. Ar gwir on eus implij hon poell...Benoni 28 Gen 2007 da 17:24 (UTC)
Pa reen dave da levraouegoù saoznek (n'eo ket un afer a vroadelezh, met a vicher ha bremañ war an Internet e vez lakaet war wel rummadoù danvez savet holl gant al levraoueg saoznek pennañ, hini ar C'hendalc'h stadunanat), ne oan ket evit pouezañ war an dra nemet evit displegañ ez on strafuilhet en ur welout ar rummadoù danvezioù el liester.
Sklaer-tre eo ma displegadennoù : boazioù an arbennigourien e Breizh, ar pleg mat a zeu gant doujañ d'ar reoladoù evit en em gompren mat. Un arguzenn ouzhpenn eo ober an troc'h etre boazioù ar yezhadur hag ar sevel metalangajoù. N'omp ket "avantesoc'h" eget kentañ diviz war ar poent pa n'eus ket mui a gendivizourien. --Ch. Rogel 29 Gen 2007 da 00:17 (UTC)
Pedet on bet da gaozeal. Neuze e ran: ne gemerin ket perzh. Bianchi-Bihan 17 C'hwe 2007 da 03:32 (UTC)
Div wech ez eus bet ur votadenn, ha div wech un disoc'h gwan. Siwazh d'hor wiki brezhoneg ! --Ch. Rogel 26 C'hwe 2007 da 18:01 (UTC)