Kaozeadenn Wikipedia:Pajennoù da nullañ
Titl
kemmañNullañ gant daou l. Setu amañ un afer gwall luziet: penaos nullañ roll ar pajennoù da nullañ ? :-) Yun 23:21, 24 July 2005 (UTC)
A-du, ret eo reizhañ ar fazi-se Fulup 10:54, 8 August 2005 (UTC)
A-du on ivez, Ouzhpennet em eus ur rummad [[Pennad da lazhañ]] a-raok lenn ar pennad-mañ. --Paotr 14:39, 16 August 2005 (UTC)
Ne gomprenan ket pelec'h amañ an dalc'h : nullet e vo ar bajenn gant an titl faziet (hag honnezh a zo bet kannet ha dispartiet eus ar bajenn reizhet) pa vo trawalc'h a bajennoù da vezañ nullet gant Aoineko (un degad?). Bremañ n'eus kudenn ebet, nemet divizout war ar c'hinnig diwezhañ ; lakaat lazhañ e-lec'h nullañ. Ur wech all, kudenn ebet : ur bajenn gannet all a vije da nullañ/lazhañ. E keñver o nullañ, n'eus ket ezhomm ober un diforc'h etre ar pennadoù hag pajennoù-servij, forzh penaos
Ch. Rogel 15:12, 16 August 2005 (UTC)
Nullañ zo mat-tre; Un dra zo bet graet ha goulenn a reer e vefe disc'hraet. Ar ger nullañ zo sklaer d'an holl. --Fulup 13:51, 18 August 2005 (UTC)
Pajennoù da...
kemmañ- Pajennoù da zistruj, hervez ar saozneg
- Da ziverkañ, hervez ar spagnoleg
- Da zilemel, hervez ar galleg.
N'eus forzh pehini eus an tri a zo gwelloc'h eget an hini dibabet e brezhoneg betek-hen. Bianchi-Bihan 24 Eos 2007 da 08:07 (UTC)
Diverkadennoù ha n'int ket bet kinniget d'ar gumuniezh
kemmañHiziv en deus graet Benoni meur a ziverkadenn o tennañ da Istor Roma. Seblantout a ra din e tiviz teuziñ tra pe dra hep goulenn ali ar gumuniezh amañ.
Da skouer, perak teuziñ ar rummadoù impalaer hag impalaeriezh? Diwar peseurt abeg? Petra vez graet er wikioù all? Mat e labourat evit gwellaat ar wiki, gwelloc'h eo ober al labour a-stroll.
A ratozh-kaer em eus daoubleget Republik roman hag Impalaeriezh roman p'eo hir ar maread. Ar rummad Henroma a zo evit an traoù diistorel. --Ch. Rogel 7 Mez 2007 da 22:00 (UTC)
- Hag ur gudenn ez eus gant an daou rummad resis-se nemetken pe gant reoù all? Neal (Kaozeal) 8 Mez 2007 da 05:21 (UTC)
- ???Ne welan ket tamm ebet da betra rez dave. Mat vije bezañ resisoc'h pa vez graet seurt tamalladur... Paneveken evidon bezañ gouest displegañ. Evit ar mare na gomprenan netra pa n'am eus ket labouret war Roma derc'h din da c'houzout. Benoni (Kaozeadenn) 8 Mez 2007 da 10:03 (UTC)
- Goude bezañ sellet eus tout ar pezh 'm eus bet graet dibaoe ur sizun, ne welan netra liammet gant Roma war bouez ar fed treuzfurmiñ ar rummad "Impalaer roman" e "Impalaerien roman" (ar pezh a zo disheñvel eus Impalaeriezh roman!), evit lakaat e pleustr ur vot bet bet graet un nebeut mizioù 'zo. Moarvat eo se a tisplij kalz da Ch. Rogel, pa z'eo a-enep da lakaat ar rummadoù el liester. N'eo ket brav treuzfurmiñ ar fedoù evit lakaat brud fall war ur c'henlabourer ! Benoni (Kaozeadenn) 8 Mez 2007 da 10:13 (UTC)
- ???Ne welan ket tamm ebet da betra rez dave. Mat vije bezañ resisoc'h pa vez graet seurt tamalladur... Paneveken evidon bezañ gouest displegañ. Evit ar mare na gomprenan netra pa n'am eus ket labouret war Roma derc'h din da c'houzout. Benoni (Kaozeadenn) 8 Mez 2007 da 10:03 (UTC)
Lenn a ran uheloc'h:
kemmañMeur a abeg a c'hall bezañ a-benn goulenn ma vo nullet ur pennad :...pajennoù a zo ur fazi en titl anezho (fazi bizskrivañ, fazi yezhadur, ger ijinet ha savet fall, fazi a-enep reolennoù Wikipedia...) Neuze e komprenan: distruj a ranker ar pennadoù fazioù en o zitl. Ha ma ne vije fazi ebet ne c'houljen ket. Bianchi-Bihan 19 Du 2007 da 13:36 (UTC)
- Ar pennadoù meneget ganin zo fazioù anat, hag anat d'an holl. Displeget eo bet dija.
- Unan a zaou:
- Pe e reer hervez ar pezh zo skrivet e krec'h ar bajenn (advenegomp adarre pa ne oa ket a-walc'h ur wech: Meur a abeg a c'hall bezañ a-benn goulenn ma vo nullet ur pennad :...pajennoù a zo ur fazi en titl anezho (fazi bizskrivañ, fazi yezhadur, ger ijinet ha savet fall, fazi a-enep reolennoù Wikipedia...) ,
- pe n'eus nemet kemm ha skrivañ splann ne vez ket distrujet an titloù gwech ebet, ha pa vijent gwir fazioù.Bianchi-Bihan 19 Du 2007
Distrujoù
kemmañDa zistruj:
- Roll ar pennadoù a rankfed kaout war Breizh. Fazi en titl.
- Lusius Iañ. Fazi en titl.
- Aemilianus von Cogolla Fazi en titl.
- Francesco Rossi Fazi en titl.
Bianchi-Bihan 19 Du 2007 da 13:28 (UTC)
- Adkasoù eo ar pajennoù-se. Benoni (Kaozeadenn) 19 Du 2007 da 13:29 (UTC)
- Evel-just. Pal un adkas a c'hell bezañ sevel ur pennad dindan un titl fall evit gallout kas un implijer/ez d'ur pennad all gantañ un titl reizh ha neuze chom hep krouiñ pennadoù doubl dindan an titl faos-se. Displeget eo bet kemendall da vB-B dija... Neal (Kaozeal) 19 Du 2007 da 14:02 (UTC)
- Displeget e vo deomp penaos e c'hallfe biken dont da spered ur brezhoneger klask Aemilianus von Cogolla? N'on ket evit krediñ! Bianchi-Bihan 19 Du 2007 da 15:28 (UTC)
- "Deomp"? liester abalamour d'az lieskontoù marteze? Boñ, evit a sell ouzh spered ar vrezhonegerion n'on ket tre evit lâret e gwirionez, n'hallan komz nemet em anv-me. Ar pezh am boa c'hoant displegañ eo an diforc'h etre ur pennad hag un adkas hag unan eus an abegoù a c'hell bezañ evit sevel ha/pe mirout adkasoù-se. N'eo ket difenn an adkasoù resis-mañ rak ret e vefe o gwelet unan-hag-unan ha n'eo ket evel se m'int bet kinniget ganit evit o nullañ. Neal (Kaozeal) 19 Du 2007 da 15:55 (UTC)
- Tre evel-se, unan hag unan, dirak ma daoulagad-me.
- Ne gomzen nemet eus an adkasoù resis-se evel-just. Bianchi-Bihan 19 Du 2007 da 16:03 (UTC)
- Dindan ma daoulagad-me e c'hellan lenn, bet lakaet ganit da ditl ar rannbennad-mañ: "Distrujoù". Un titl hollek eo ha respontet eo bet dit ganin war ar c'hraf-mañ en un doare ken hollek all. Aesoc'h e vefe lakaat ar pennadoù/rummadoù a fell da unan bennak bezañ graet war o zro dindan bep o zitl gant pep o arguzennoù: evel-se e vez graet gant ar re all peurliesañ. A galon,
- Un dra nevez: respont d'un "titl hollek", hep lenn pelloc'h. Bianchi-Bihan 19 Du 2007 da 18:21 (UTC)
- YAWN!!! piv out te da lârete hag-eñ eo bet lennet pelloc'h ganin pe get. Respont a ris d'ar goulenn bet savet ganit hervez an daore ma oa bet savet ganit. Mar fellas dit ur respont disheñvel e vije bet gwell adframmañ da c'houlenn. Neal (Kaozeal) 19 Du 2007 da 19:09 (UTC)
- Un dra nevez: respont d'un "titl hollek", hep lenn pelloc'h. Bianchi-Bihan 19 Du 2007 da 18:21 (UTC)
- Dindan ma daoulagad-me e c'hellan lenn, bet lakaet ganit da ditl ar rannbennad-mañ: "Distrujoù". Un titl hollek eo ha respontet eo bet dit ganin war ar c'hraf-mañ en un doare ken hollek all. Aesoc'h e vefe lakaat ar pennadoù/rummadoù a fell da unan bennak bezañ graet war o zro dindan bep o zitl gant pep o arguzennoù: evel-se e vez graet gant ar re all peurliesañ. A galon,
Goulennoù war studi
kemmañKinnig a ran dilec'hiañ an holl c'houlennoù war studi-mñ d'ar pajennoù kaozeal a glotae gante evit ma vefe tu d'an implijerion/ezed da reiñ o soñj diwar bep o fenn ha da glask tizhout un emglev evit gallout kinnig o distrujañ en-dro pe get kentoc'h evit o leuskel da straniñ amañ. Ali ar verourion all? Merour (N) kaozeal 19 Du 2007 da 19:48 (UTC)
Displeg
kemmañDre vras setu penaos e vez graet:
- ur pennad Ain, pe Avon, pe Brieg, pe Britannia, renket er rummadlec'hanvadurezh a glot pe gant ar yezh, pe gant ar vro (pe e daou rummad diouzh ezhomm)
- ha meneg er pennad-se eus kement implij a zo hag eus kement pennad a denn d'an anv-se evel stêr pe departamant pe proviñs pe bro pe rouantelezh pe den pe anv-badez pe sant pe loen pe doue pe bag pe c'hoari pe tog pe me oar. Bianchi-Bihan 1 Mae 2009 da 17:23 (UTC)
En-dro
kemmañKinnig a ran dilec'hiañ an holl c'houlennoù war studi a gaver er bajenn "Pajennoù da nullañ" d'ar pajennoù kaozeal a glot gante evit ma vefe tu d'an implijerion/ezed da reiñ o soñj diwar benn o fenn ha da glask tizhout un emglev evit gallout kinnig o distrujañ en-dro pe get kentoc'h evit o leuskel da straniñ amañ.--Gwendal 6 Eos 2010 da 17:41 (UTC) (Awenet (tre) gant skridoù Neal)
- Mat eo din. --Ex-Smith 6 Eos 2010 da 17:47 (UTC)