Kaozeadenn Wikipedia:Politikerezh stankañ

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Neal

Stankañ un implijer, a zo bet lavaret dija, zo un droienn fall, ha n'eo ket brezhoneg. Bianchi-Bihan 7 Kzu 2006 da 09:09 (UTC)Respont

boñ, lâret e oa bet ganit, sur, met arguzennoù all a oa bet roet.--Neal 7 Kzu 2006 da 09:31 (UTC)Respont

Gwir eo e seblant gwall iskis an droienn stankañ un implijer. Marteze e c'hellfemp mirout ar ger stankañ ha cheñch an droienn. Pe neuze ober gant un droienn all. Hag ur mennozh 'peus, Bianchi-Bihan ?--Yun 7 Kzu 2006 da 13:56 (UTC)Respont

setu an evezhiadennoù hag an displegadennoù kent:

Peurvuiañ e vez stanket dorioù, prenestroù, toulloù, traoù. Din-me "stankañ un den" n'eo ket brezhoneg, nemet ... e vefe stanket e doulloù dezhañ. Ne gredan ket eo eus se e fell d'hon merour kaozeal. Troiennoù all zo e brezhoneg. Bianchi-Bihan 1 Kzu 2006 da 17:53 (UTC) Droch ha stlabez n'int ket gerioù gros. E brezhoneg bepred. Arabat lavarout n'eus forzh petra. Bianchi-Bihan 1 Kzu 2006 da 18:28 (UTC)Respont

Respont:

  1. Stanket e vez an nor d'ar wikipedia ouzh un implijer/ez - da lârete o ne vo ket lesket da dont tre;
Serret e vez dor ar w. ouzh unan bennak.Bianchi-Bihan 1 Kzu 2006 da 20:39 (UTC)Respont
Aet on da geñveriañ bremañ dre implijout ma c'hont ganti gwirioù merañ ha ma hini hepte ha "stankañ" eo an termen bet implijet abaoe ar penn-kentañ gant ar patromoù mont-en-dro diazez bet troet gant Fulup Jakez. Bez e c'hellan bezañ a-du ganit pe get, ne vern - evel-se emañ an traoù. Komprenet e vez petre e talv ar ger n'esu forzh pnaos d'am soñj, roet dezhañ ur ster teknikel amañ. A-galon--Neal 1 Kzu 2006 da 20:53 (UTC)Respont
N'eo ket e-barzh "stankañ" e kavan abeg, met en implij anezhañ.
Implijet fall eo, na posubl e vije implijet evel-se amañ: ur fazi kozh, e-lec'h bezañ ur fazi nevez. Poent gwellaat, netra ken.

Achu ar pennad-mañ a-benn ar fin. deueit niverus da reizhañ ar yezh. bezit soñj: n'eo ket dav displegañ dre ar munud ar reizhadennoù yezhadur. arabat avat kemmañ an termenoù implijet a-raok kaozeal - implijet eo bet an tremenoù boas war ar wikiepdia-mañ evit sevel ar pennad ha termenoù all erbedet gant Ofis ar Brezhoneg a-hendall. Rankout a ra bezañ a-du ar gumuniezh dre genemglev a-raok gallout o c'hemmañ da vat. --Neal 8 Kzu 2006 da 09:41 (UTC)Respont

Fedoù kemmañ

  • Krog e oa sevel ar pennad e miz Kerzu 2006: (red) (diwezh) 7 Kzu 2006 da 08:36 Neal (kaozeadenn | degasadennoù) (lañs) .
Distreiñ da bajenn "Politikerezh stankañ" ar raktres.