Kaozeal:460
« Bro-Skos: Konstantin Iañ »
kemmañ- N'hell ket bezañ un impalaer roman, pa oa Majorian o ren e 460 er C'hornôg ha Leon Iañ an Trakian e Bizantion; e 410 e oa aet ar Romaned kuit eus Enez Vreizh, a-hend-all.
- N'hell ket bezañ an impalaer roman Kustentin Iañ, peogwir e renas eus 313 betek ma varvas e 337, da lâret eo 123 bloaz a-raok 460.
- N'hell ket bezañ ar Skosad Kustentin I, pa voe roue Bro-Skos daou gantved goude 460, eus 862 betek e varv e 876.
>> Piv oa « Konstantin Iañ » neuze? • 90.32.112.174 5 Gwe 2018 da 16:52 (UTC)
- "Constantine I" : sellet ouzh en:Legendary kings of Scotland. --Llydawr (kaozeal) 5 Gwe 2018 da 17:05 (UTC)
Dres ar pezh a felle din lenn amañ. Ur vojenn eo "Constantine I". Trugarez dit. • 90.32.112.174 5 Gwe 2018 da 17:19 (UTC)
- Tennet eo bet ar meneg. --Llydawr (kaozeal) 6 Gwe 2018 da 06:52 (UTC)
Da betra a servij da rein an daveoù, neuze. Daoust hag eñ ho peut lennet ar pezh a lavar Bouillet ? Evit ar pezh a sell Britannia, gouzout a ran abaoe pell a zo hag a vo diaez lakaat Bretoned diskregiñ diouzh komzoù ar Geltomaned war istor Breizh Veur goude bloaz 410. JC Even --Dreist an Amzer 6 Gwe 2018 da 07:24 (UTC)
- M.N. Bouillet : Dictionnaire Universel d'Histoire et de Géographie. Librairie L. Hachette et Cie. Paris 1863. p. 538
Au IXè siècle (833) Kenneth II Macalpin réunit sur sa tête les deux couronnes des Pictes et des Scots, et devint ainsi véritablement le premier roi de l'Ecosse. Les historiens écossais comptent avant ce prince 66 rois, dont le premier, nommé Fergus aurait régné env. 350 ans av. J.-C. ; mais l'existence de ces rois est fabuleuse jusqu'à Fergus II, qui monta sur le trône 410 ans après J.-C.
Constantin I (453-469) …/... Constantin II (858-874)
Arabat eo lammat re vuan pa'z ne ouzer ket. JC Even--Dreist an Amzer 6 Gwe 2018 da 08:31 (UTC)
- Arabat menegiñ traoù re vuan ma n'int ket asur. Diazezet eo ar pezh a skrive Bouillet e 1863 war skridoù tud evel en:George Buchanan (1506-1582) pe en:Hector Boece (1465-1536). Istorourien hon amzer ne reont ket anv eus kement-se ha "fictitious chronology" a reont eus listennad rouaned Buchanan. --Llydawr (kaozeal) 6 Gwe 2018 da 10:48 (UTC)