Kaozeal:Adelheid Saks-Meiningen
Evezhiadenn diwezhañ: 11 vloaz zo gant Llydawr
Ur wech ouzhpenn dibosubl labourat gant ar meskaj zo bet lakaet amañ. Mat e vije leuskel al labourerien da labourat sioul. Erru omp gant un 20 pennad bourdet. Bianchi-Bihan 28 Her 2011 da 17:25 (UTC)
- Ur wezh ouzhpenn ne gomprenan ket e savfes pennadoù gant anvioù boutin alamanek zo troet en holl wikipediaoù e yezhoù all. Displegadenn ebet eus da berzh betek-henn nemet kaout amzer d'en em soñjal... Ouzhpenn-se e adkases an titloùe brezhoneg da ditloù en alamaneg pa vezont troet. Kompren a ran nebeutoc'h c'hoazh e teufes da lakaat en-dro anvioù boutin en alamaneg e testenn ar pennadoù goude ma'z int bet lakaet e brezhoneg nemet dre imor e vefe. Kement-se zo vandalerezh.--Kadwalan 28 Her 2011 da 18:01 (UTC)
- Tu ebet d'en em zifenn e gwirionez, da ali eo al lezenn evel atav. Klask a ran ober labour sirius hag holloueziadurel, ne vez ket aes atav pa vez lakaet reuz em labour. Bianchi-Bihan 28 Her 2011 da 18:04 (UTC)
- N'eo ket gwir e vefe ma ali a dalvezfe da lezenn. Ma'z tije c'hoant "d'en em zifenn" pe kentoc'h da zisplegañ da daolioù e oa graet e-lec'h klemm diabeg. Gwelloc'h e vez dit ober van da vezañ ur merzher. N'eo na sirius nag "holloueziadurel" terriñ penreolenn ar wikipedia e brezhoneg o tiverkañ danvez e brezhoneg da blantañ alamaneg diabeg. --Kadwalan 28 Her 2011 da 18:25 (UTC)
- Adalek ma komzez eus taolioù n'out ket neptu. Fin ar gaozeadenn. Ne gendalc'hin nemet gant ur merour neptu, unan ha ne vo ket o teurel kunujennoù, ... hep en em zigareziñ morse. Bianchi-Bihan 28 Her 2011 da 18:33 (UTC)
- 'M eus aon adalek ma tigoran ma beg n'on ket neptu evidout. Koulskoude, plantañ •Adelheid von Sachsen-Meiningen (1792–1849), (ur steredenn, ur virgulenn, alamaneg ha deziadoù faos) dre imor evel titl ur pennad disheñvelout diwar-benn div vaouez o deus bevet e mareoù disheñvel zo un taol brav ! Evel az teus c'hoant. Evel ma n'eus displegadenn ebet eus da berzh e c'houlennan ganit hiviziken paouez a blantañ gerioù boutin estren diezhomm e lec'h brezhoneg.--Kadwalan 28 Her 2011 da 18:44 (UTC)
- Kaoz ar c'hunujennoù zo gaou ivez.--Kadwalan 28 Her 2011 da 18:44 (UTC)
- Neptu? Sell ouzh ar gerioù a implijez! Taolioù, merzher, plantañ. Evit ar paourkaezh lenner a glaskje kompren un dra bennak: graet ganin ur fazi tapout ha pegañ (c'hoarvezet eo dija, da Gadwalan zoken) , ha setu Kadwallan o kavout un torfed vandalerezh, hag o serriñ ma c'hont tri devezh, re vrav an digarez dezhañ. Neptu? Piv zo oc'h ober goap? Bianchi-Bihan 31 Her 2011 da 20:16 (UTC)
- Adalek ma komzez eus taolioù n'out ket neptu. Fin ar gaozeadenn. Ne gendalc'hin nemet gant ur merour neptu, unan ha ne vo ket o teurel kunujennoù, ... hep en em zigareziñ morse. Bianchi-Bihan 28 Her 2011 da 18:33 (UTC)
- N'eo ket gwir e vefe ma ali a dalvezfe da lezenn. Ma'z tije c'hoant "d'en em zifenn" pe kentoc'h da zisplegañ da daolioù e oa graet e-lec'h klemm diabeg. Gwelloc'h e vez dit ober van da vezañ ur merzher. N'eo na sirius nag "holloueziadurel" terriñ penreolenn ar wikipedia e brezhoneg o tiverkañ danvez e brezhoneg da blantañ alamaneg diabeg. --Kadwalan 28 Her 2011 da 18:25 (UTC)
- Tu ebet d'en em zifenn e gwirionez, da ali eo al lezenn evel atav. Klask a ran ober labour sirius hag holloueziadurel, ne vez ket aes atav pa vez lakaet reuz em labour. Bianchi-Bihan 28 Her 2011 da 18:04 (UTC)
- Kalz kizidikoc'h out gant ar pezh a skriv ar re all evit gant ar pezh a skrivez diwar o fenn. Anat. Paouez a dagañ an implijerien diwar-benn ar pezh a reont (ouzhpenn eo gaou). Ar bajenn-mañ zo graet evit komz diwar-benn ar pennad.--Kadwalan 2 Du 2011 da 00:21 (UTC)
- Ur bajenn Adelheid von Sachsen-Meiningen zo ivez. --Llydawr (kaozeal) 19 Her 2013 da 19:27 (UTC)