Kaozeal:Alan Stivell
Ma'z eus ur rumm "kanerien Frañs", ma ne lakaer ket Stivell e-barzh, eo ur rumm ha ne servij da netra.Bianchi-Bihan 7 Eos 2006 da 23:58 (UTC)
Bro Kembre
kemmañYmddiheuraf am y Gymraeg! (The following is in Welsh - I appologise! Oes sain o AS ar gael i'w roi ar y Wici Cymraeg os gwelwch yn dda? Mae hawlfraint yn faen tramgwydd yn tydy? Llywelyn2000 17 Eos 2008 da 14:35 (UTC)
Soñjoù personel
kemmañKalz a soñjoù personel zo dispaket er pennad gant tud zo (pe un den), ha n'emañ ket o lec'h amañ. Skouerioù:
- unan a fell dezhañ nac'h ouzh Stivell bezañ "breizhat", betek kemm ar fed displijus dezhañ meur a wech bemdez abaoe tost ur sizhun: pep hini a gemer e blijadur evel ma c'hall;
- unan a skriv: Bras eo an niver a vrezhonegerien nevez hag a lavar bezañ kroget da studiañ ar yezh war-lerc'h bezañ bet boemet gant e sonerezh. Sed un ali personel, ken ha ken. Hervez ma hini-me n'eus bet nemet un niver dister, ha gwechall. Hag abaoe an amzer ma ne vez ket klevet er skingomz (1974 hervez ar memes den, 35 vloaz zo eta) ne welan ket peseurt efed kevredigezhel en deus Stivell. An tadoù-kozh n'o deus levezon ebet war ar yaouankiz. Hag ar yaouankizoù (evel o zud bremañ n'eus forzh penaos) ne reont foeltr forzh ebet gant Stivell. Bianchi-Bihan 27 Gou 2009 da 15:05 (UTC)
Respont objektivel
kemmañNe dremenin ket kalz amañ o tiskrivañ, rak n'on ket gwall droet gant ar polemik. Ya, "un den" zo amañ, un den hag a glask lemel ar soñjoù personel a gaved er pennad evel ma oa eizhtez zo, a-benn reiñ e siriusted d'ar wiki brezhonek.
- Lavaret eus un den ganet ha maget e Bro-C'hall hag a dremen c'hoazh al lodenn vrasaù eus e vuhez e Pariz ez eo ur Breizhad, zo dedennus ha komprenabl e meur a zoare, met ur weledigezh personel eo se. N'eus netra d'ober en un holloueziadur. Er wiki gallek ha saoznek e kaver "auteur-compositeur-interprète et musicien français, d'origine bretonne et d’expression celtique" ha neuze "French musician". N'eo ket un dagadenn a-enep da Alain Cochevelou, ur fed eo, ur fed dedennus.
- Eo, levezon Alan Stivell a santer c'hoazh hiziv an deiz. Levezon e bladennoù brudetañ zo kaoz d'ur bern tud da vezañ desket, pe klasket deskiñ ar yezh abaoe meur a zek vloaz. Ret e vefe bezañ dall evit nac'hañ kement-se.
Profitañ a ran eus kement-mañ da ganañ meleudi da Bianchi-Bihan evit al labour dispar a ra war ar wikipedia brezhonek ;-)
- Ne seblant ket hon c'henlabourer dizanv anavezout enebiezh touet ar wiki gall ouzh kement tra zo breizhat, hag ouzh an tabutoù hir zo bet, hag an amzer gollet, evit klask komz eus skrivagnerien, kanerien, marc'hhouarnerien, istorourien Breizh, dre ma oa difennet groñs implij ar ger 'breizhat' zoken. Ha ne gomzan ket eus ar brezelioù a-enep Diwan pe Geriadur an Here. N'eo ket ar spered-se a ren amañ. Pe a rene betek-hen.
- Hag ar wiki saoz, diwar-benn Breizh, ne ra nemet marmouzañ ar wiki gall peurvuiañ.
- Petra vern pelec'h e tremen Stivell e amzer, n'eo ket peogwir ez a da labourat da Bariz n'eo ket breizhat, ur bern zo eveltañ, ha n'eo ket peogwir e oa Gwernig e New-York n'eo ket breizhat ivez. Netra ken. Ha pa ya ar Sonerien Du da seniñ da Alamagn e chomont Bigouterien. Netra ken. (Sinet Bianchi-Bihan) (Ya, ankouaat am boa sinañ, laezh a oa war an tan. Bianchi-Bihan 27 Gou 2009 da 18:31 (UTC))
- A-du a-walc'h e vefen gant ar c'henlabour dizanav evit pezh a sell levezon Stivell hiziv an deiz, met evit ar poent all avat eo trawalc'h mont da welet lec'hienn ofisiel Alan Stivell evit lenn «Né breton de la diaspora, comme beaucoup (famille paternelle de Gourin, Pontivy).»Trec'hlid mitonet 27 Gou 2009 da 16:37 (UTC)
Trugarekaat
kemmañTrugarez d'hon c'henlabourer dizanv en deus teurvezet displegañ e soñj goude ur sizhunvezh o kemm-digemm linenn gentañ ar pennad tost da ugent gwech hep reiñ an disterañ displegadenn. Peogwir en deus laosket un dornad arguzennoù a-benn ar fin, setu ur respont dezhe:
- Ar wikioù saoz ha gall n'int ket na katekiz na Koran ar wikipedour brezhonek. Nag evit ar yezh nag evit an ideologiezh. Pep hini a c'hall kenlabourat gante evel ma kar. Degas o ideologiezh amañ avat zo un afer all. Ken gwir all eo war an tu all: n'eus nemet klask lakaat Bernard Hinault da sportour breizhat da welout.
- Lavarout a ra Stivell e-unan eo breizhat, ha testeniekaet eo: d'an hini a lavar ar c'hontrol da brouiñ emañ ar gwir gantañ. Mont da labourat da Bariz pe komz ur brezhoneg iskis n'eo ket arguzenn a-walc'h.
- Arguzennoù ar wiki gall da lakaat pep Breizhad (Alan Stivell, Jean Robic, Anatole Le Braz ha kant all) da vout gall zo anavezet: n'eus ket eus ar Vretoned, eus an Euskariz, peogwir n'eus ket paperioù a-berzh ur stad d'en prouiñ : er wiki gall, ur brezhoneger zo ur Gall a gomz brezhoneg.
- Ur vro all zo amañ, distag diouzh an ideologiezh c'hall: n'eo ket ar memes talvoudoù er vro-mañ. Amañ ez eus Bretoned, Kembreiz, Euskariz. Kement-se ne blij ket d'hon amzeien. Din ne vern o relijion ma ne deu ket betek amañ da derriñ hon fenn, pe un dra all.Bianchi-Bihan 27 Gou 2009 da 18:31 (UTC)
Keltiek
kemmañLenn a ran: Rebech a ra sonerien hag arbennigourien zo da Alan Stivell komz eus "sonerezh keltiek" pa zlefed komz eus sonerezhioù liesseurt ha disheñvel o orin a gaver er broioù keltiek.
Techet on da gaout disfiz eus ar sorc'hennoù keltiek ivez, sorc'hennoù degemeret mat er wiki gall (ar mojennoù predenek hag ar pobloù brezhon eno n'int nemet keltiek, un anv-gwan a servij da guzhat gerioù amzereat).
Koulskoude pa vez komzet eus "sonerien hag arbennigourien zo" ez on techet da gaout brasoc'h disfiz c'hoazh: piv int? ur gevredigezh kuzh? petra o deus laret? pelec'h? Ma n'haller resisaat ne welan ket petra a ra se en un holloueziadur.
Un dra zo sur: un doare da welout ar bed zo da Stivell, a blij pe a zisplij, hag en e weledigezh eo gwriziennet e grouiñ, ha krouet en deus. Hag eñ eo en deus levezonet e damallerien, ha n'eo ket ar c'hontrol. Kalz "sonerien hag arbennigourien" zo e Breizh, krouerien eveltañ avat n'eus ket kalz. Bianchi-Bihan 27 Gou 2009 da 20:53 (UTC)
Difennet diverkañ
kemmañAdlakaat ar pennad diverket
kemmañRespont diwezhañ
kemmañ- Mont a ran da respont buan-ha-buan ha ne rin ket ken war-lerc'h. Traou all am eus d'ober, sevel pennadou peneveken. Da gentañ, n'on na jakobin, na vañdal, na sorc'hennet. Plijout a ra raktres ar wikipedia din, ha mantret e vezan alies o welet pegen dister, nann-objektivel, skrivet fall e vez ar pennadou brezhonek ennañ. Ha se zo kaoz ez eus bet fellet din gwellikaat un tammig an traou gant ma zammig gouiziegezh. Gouzout a ran n'eo ket ar wikipedia gallek na saozneg na koran na katekiz. Met ho kwelidigezh eus breizhadelezh Alain Cochevelou n'eo ket kennebeut all, war se e vimp a-unan kredabl. Kuit da bolemikañ e vefe mat skarzhañ "breizhad" ha "gall" eus al linenn gentañ eta. "ur c'haner hag ur soner, ganet e Riom ha maget ha skoliet e Pariz". Lezet e vo an dud d'ober o soñj o-unan eta. Evidon n'eo ket Alan Stivell ur Breizhad, pas tre, Ur gall a orin breizhat ya (ha se a gavan dedennus-meurbet), evidoc'h ez eo Breizhad ha mat pell zo. Gant piv emañ ar sorc'henn, ganeoc'h-c'hwi pe ganin-me? N'aimp ket pell e-giz-se. Lavaret a ra Alan Stivell ez eo Breizhad... Me a anavez unan hag a lavar bezan Elvis. Plas zo evit seurt traou er wikipedia? Ne gav ket din. Ya, da'm soñj eo bras mont da lavaret eo Breizhad un den bet maget ha ganet e Bro-C'hall, dreist-holl pa dremen al lodenn vrasañ eus e amzer en e ranndi e Pariz. Ya, Bernard Hinault zo Breton, maget eo bet en Iffiniac din da c'houzout, Breizhad eo? n'ouzon ket. - - Gwellan soñjou. - - (Gant ur Breton, aet da chom d'ur rannvro all, ha n'afe ket biken da lavaret ez eo eus ar vro-se daoust d'ar garantez en deus outi.)
Evezhiadennig
kemmañN'eo ket da un den da zivizout diwar-benn broadelezh unan bennak all, pe neuze p'en devez un tammig galloud e c'hell c'hoarvezout evel gant Gérard Huet, maer Loudieg. Bianchi-Bihan 28 Gou 2009 da 07:42 (UTC)
- Ma'm boa diverket ez eo abalamour ma'm boa kavet gwell respont en davarn a-benn ar fin. Ho tigarez a c'houlennan evit kement-se. Nevez on war Wikipedia !
- Droug ebet, deskiñ bemdez a reer. Bianchi-Bihan 28 Gou 2009 da 10:34 (UTC)
Vandalerezh
kemmañMarteze ez eus bet, marteze ne vo ket ken. Lezomp ar gerioù bras, ha klaskomp kaozeal evel tud. Bianchi-Bihan 30 Gou 2009 da 20:12 (UTC)
Benoni ha Bianci
kemmañFulub Cayenne zo amañ. Me eo hini eo en deus savet ar braz eus ar pennad "Alan Stivell" abaoe eizhtez, da'm soñj e oa bet gwellaet ha tevaet un tamm-mat. Pelec'h an diaoul hoc'h eus gwelet em boa vandalizet pennad? Gouzout a ran ne oan ket a-du gant an ao Bianci pa felle dezhañ lavaret e oa Alan Stivell ur Breizhad, rak un doare personel eo se da welet, un doare hag a c'hallan kompren, met ne gave ket din e oa se da vout lakaet en un holloueziadur. Nevez on war ar wikipedia ha n'eo ken met bremañ e welan penaos e c'haller kehentiñ (ha c'hoazh n'em eus ket komprenet tout), se zo kaoz e tennen "breizhat" bep tro ma veze adlakaet gant an ao Bianci. Met n'eo ket vandalerezh e oa se! Bremañ, war a seblant, n'on ket aotreet da beurechuiñ ar pennad. Na domaj eo! Fulub Cayenne.
- Truez! Ne garfen ket bout lakaet er memes sac'h evel Benoni. Mar plij, na lakait ket war ma choug (bis repetita) ur ger ha ne ran ket gantañ gwech ebet. Ha Bianchi, evel ma marc'h-houarn. Bianchi-Bihan 30 Gou 2009 da 20:33 (UTC)