Kaozeal:Alemanned

Evezhiadenn diwezhañ: 18 vloaz zo gant Llydawr
  • Gwelloc'h eo ober gant ar stumm skoueriekaet Aleman(ed), evel Alaman(ed). Gant un "n" hepken, a gav din. --Fulup 7 Kzu 2005 da 09:54 (UTC)Respont
  • Graet em eus gant ar stumm 'Alemanned' peogwir em eus klasket daoust hag ur stumm brezhonek a oa testeniekaet evit anv ar bobl-se ha ne'm eus kavet hini ebet e neblec'h. Dre ma'm boa ezhomm d'ober gant unan em eus dibabet ur stumm a dennfe d'ar pezh a gaver e yezhoù all (alamaneg, latin, ha re all ; s.o. al liammoù gant yezhoù all) hag a vefe disheñvel a-walc'h diouzh ar ger "Alamaned". Ober gant E ha gant NN a ro tu da bellat diouzh "alamaned" hag heñvel eo ouzh ar pezh a gaver e yezhoù all. Daoust hag implijet eo bet ar stumm 'Alemaned' un tu bennak ?--Llydawr 10 Kzu 2005 da 21:15 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Alemanned".