Kaozeal:Ar Maezioù Frank
Titl
kemmañMarteze e vo ofisiel an anv brezhonek un deiz, pa vo implijet gant ar pennoù-bras en o bruderezh, war ar paperioù en degemer, war ar skritelloù en diabarzh, el levraoueg: evit poent n'eus brezhoneg nemet el lec'hienn, neuze n'eo ket ofisiel, virtuel kentoc'h. Bianchi-Bihan 29 Gen 2012 da 17:30 (UTC)
- Da gentañ-tout, sur out eo « Les Champs Libres » an anv *ofisiel* ? (ur framm lezennel droch zo gante) Ur mammenn t’eus ?
- Ha goude-se, 1. n’eo ket ret implij anv ofisiel (da skouer evit ar gumunioù n’eo ket implijet tost-morse !). 2. A-benn ar-fin, ar Maezioù Frank zo nemet un ti gant 4 pe 5 den evit en degemer. Al levraoueg, ar mirdi hag all zo emrenn. Plas ar brezhoneg zo disheñvel hervez ar framm : e mirdi Breizh zo un tamm brezhoneg peplec’h (skritelloù, gwelladennoù, ha me oar me), el levraoueg n’eus brezhoneg ebet estreget un nebeut levrioù, gant an Egorenn oa bet embannet un dek levr e brezhoneg hat setu tout, ar c’hantin zo nevez-splann n’eus ket brezhoneg c’hoazh. Ouzhpenn-se e oa memestra ar prizioù er sal Hubert Curien. Start eo da lar eo « virtuel » ar brezhoneg er Maezioù Frank.
- Pa zo komzet d’eus anv ar savadur, gant piv ha pelec’h zo implijet « Parkoù didud » ? Testeniekaet eo ?
- A galon, VIGNERON 29 Gen 2012 da 18:43 (UTC)
Ma ne blij ket dit an anv Les Champs Libres, pe ma n'eo ket an anv ofisiel ken, e c'hallez kemmañ er wiki gall peogwir out merour er vro-se ivez. Ar Maezioù Frank zo un anv iskis: ret eo kompren Maezioù Ledan pe Onest? Gant pennoù ti-kêr Roazhon o-unan eo bet kavet an anv? Savet eo an anv gallek war ur c'hoari splann gant ar gerioù, hag en anv brezhonek kinniget ne gaver nemet un dra digomprenus ... ma, digomprenus din, ha komprenus d'ar re all moarvat. «Parkoù didud » zo fentus hag aes da gompren. Bianchi-Bihan 29 Gen 2012 da 22:23 (UTC)