Kaozeal:Ardèche (stêr)
Evezhiadenn diwezhañ: 18 vloaz zo gant Bianchi-Bihan
Arabat kregiñ da sevel un tabut nevez war un tem bet kaozeet diwar e benn dija. Ma'c'h eo bet divizet ober en ur mod evit envel depratmantoù frañs dre teriñ anvioù stêrioù zo e vo lakaet da dalvezout ar stummoù-se ivez evit ar stêrioù. goùt mat-tre a oaran n'eo ket war se e oa bet votet met anat eo. sklaer 'vel daoulagad an naer, kea.--Merour (N) 14 Du 2006 da 19:17 (UTC)
- N'eo ket un tabut nevez: n'eus diskoulm skiantel ebet en afer, nemet un dibab politikel war anvioù an departamantoù gall. Ha kalz anezho zo anvioù stêrioù.
- Anat eo din n'eus ket bet kaoz nemet eus departamantoù er votadeg, netra diwar-benn ar stêrioù: diheñchañ ar gaoz n'eo ken, pe neuze e talv ivez evit cheurioù (shires Bro-Saoz), stadoù amerika, ha me 'oar, keta?
- Stêrioù zo a zo stêrioù a eil renk: n'int ket anvioù departamantoù: an Durance da skouer. Brezhonekaet e vo? Penaos? Piv a zibabo ar stumm?
- Stêrioù zo o devez kustumoù fall hag a ya eus an eil bro d'eben: lakaomp an Escaut. Brezhonekaet e vo peogwir e ya dre Vro-C'hall (met n'eo ket un anv departamant gall), pe peogwir e oa un departamant gall eus Beljik (bouches de l'Escaut)? pe ne vo ket peogwir e tremen dre Veljik? Bianchi-Bihan 18 Du 2006 da 07:03 (UTC)