Kaozeal:Atakapeg

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Neal

N'eo ket ur yezh digenvez an Atakapeg met ur c'har eus ar Chitimacheg, an Natchezeg hag an Tuniceg--Damien Perrotin 26 Her 2006 da 15:52 (UTC)Respont

ya, war a welan emañ renket gant Ethnologue [1] evel ur yezh eus ar familh-yezhoù gulf, kar da'ar tchitimacheg, an natchezeg hag an tounikeg komzet er Stadoù-Unanet.

Diouzh an tu all avat, emañ lakaet da yezh digenvez gant ar pennad a gaver war ar wikipedia e saozneg [2].

Diouzh ma zu, ne ran-me nemet gant ar pezh a gaver war an Ethnologue dre m'emañ klokoc'h evit ar pezh a gaver war ar wikipedia peurliesañ, met ret eo goût ivez e sav tabutoù ivez a-wezhoù diwar-benn an doare ma vez graet an traoù gant Ethnologue [3].

Tu 'zo dit da renkañ ar pennad-mañ, ma 't eus c'hoant evel-just. Pe gwelloc 'h c'hoazh dre sevel ar pennadoù a denn da'r familh-yezh 'n he fezh... +--Neal 26 Her 2006 da 16:51 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Atakapeg".