Kaozeal:Auschwitz-Birkenau
Evezhiadenn diwezhañ: 18 vloaz zo gant Fulup e kaozeadenn Kambroù gaz
Roll an dud vac'het
kemmañn'on ket a-du na tamm ebet gant rannoù evel "Tud vrudet bet bac'het pe lazhet en Auschwitz-Birkenau" rak ne welan ket perak e vije poezusoc'h mennegiñ tud zo kentoc'h evit tud all. ha n'eo ket bet ur c'holl buhez an holl re divrud marv eno?--Neal 25 Meu 2006 da 17:11 (UTC)
- Petra fell dit ober? Diverkañ ar rann-se en he fezh pe cheñch he zitl? --J. Pokorny 25 Meu 2006 da 17:23 (UTC)
- D'am sonj eo mat memes tra, met brav e vije lavarout gant peseurt spered eo graet ar roll-se: evel testoù eus an holl vuhezioù all distrujet en o c'hichen. Bianchi-Bihan 25 Meu 2006 da 17:38 (UTC)
- ne welan ket da betra a dalvez seurt rolloù. ha perak e vefe pouezusoc'h mennegiñ un den marv eno hag a oa bet skrivagner evit unan all ne ouie ket lenn? ha tud talvoudusoc'h e vefe evit tud all - tud a ranker anaout o anvioù pa vezont mac'homet ha jahinet ha tud n'eo ket dav hen goût?n n'eus forzh penaos, ne lâren ket e vefe mat tennañ kuit ar roll se pe c'hoazh chom gantañ - nemet lâret ne blije ket din seurt rolloù ez-personel--Neal 25 Meu 2006 da 20:44 (UTC)
- A-du on ganit penn-da-benn ez-personel ivez. Koulskoude, un nebeud anvioù a sikour da greñvaat ar skeudenn a vije difetis gant sifroù nemetken.Bianchi-Bihan 25 Meu 2006 da 22:33 (UTC)
- Ha pa cheñchfemp an titl da "Anvioù 12 den eus 1.5 milion bennak bet bac'het pe lazhet en Auschwitz" pe un dra bennak e-giz-se? --J. Pokorny 25 Meu 2006 da 23:04 (UTC)
- ne welan ket da betra a dalvez seurt rolloù. ha perak e vefe pouezusoc'h mennegiñ un den marv eno hag a oa bet skrivagner evit unan all ne ouie ket lenn? ha tud talvoudusoc'h e vefe evit tud all - tud a ranker anaout o anvioù pa vezont mac'homet ha jahinet ha tud n'eo ket dav hen goût?n n'eus forzh penaos, ne lâren ket e vefe mat tennañ kuit ar roll se pe c'hoazh chom gantañ - nemet lâret ne blije ket din seurt rolloù ez-personel--Neal 25 Meu 2006 da 20:44 (UTC)
- dispar. adlenn ar pezh am boa skrivet am eus graet ha gwelet a ran e oa bet diseven ma zon. digarezit-me. kavet zo bet un diskoulm a-benn ar fin hep tennañ kuit ar pezh a zo bet great (gwelloc'h eo din gwellaat evit lemel...)--Neal 26 Meu 2006 da 08:21 (UTC)
Kambroù gaz
kemmañ- Gant kambreier gaz eo bet graet er pennad. Dre ma oa bevennet hag anavezet an niver anezho e kav din e vije moarvat gwelloc'h ober gant kambroù gaz kentoc'h. Petra a soñjit ? --Fulup 26 Meu 2006 da 15:35 (UTC)