Kaozeal:Banniel an arallrevelezh

Evezhiadenn diwezhañ: 18 vloaz zo gant Neal e kaozeadenn Reizh pe rev

Reizh pe rev

kemmañ

Gwelloc'h e kavan ober gant rev eget gant reizh. Emañ an daou e-barzh Geriadur An Here, met muioc'h a sterioù a zo gant reizh eget gant rev. Ouzhpenn-se e teu implij ar ger "reizh" eus un treuzkomprenadur : genre grammatical = reizh = genre biologique. Setu perak ne ran ket gant reizh hag em eus savet ur pennad e komzan eus an heñvelreviadezh (n'eus ket kaoz eus an arallreviadezh e GAH ??!). --Ch. Rogel 6 Meu 2006 da 19:44 (UTC)Respont

a-du gant Christian. ouzhpenn-se e kemmin an titl evit ma vije nepreizh: Banniel an arallreviadezh. --Neal 22 Meu 2006 da 18:52 (UTC)Respont

  • Sur oc'h n'oc'h ket aet da cheñch an traoù diwar skañv? Peadra a vefe da zuañ pajennadoù Internet gant ar gaoz diwar-benn "reizh" ha "rev". Ar ger reizh en deus an dalvoudegezh "sexe" abaoe 1716 da vihanañ.
  • Ha perak mont da skrivañ da *banniel Breizh pa oa da vanniel Breizh da gentañ (d.l.e. ar stumm reizh nemetañ)? Rognogno 22 Meu 2006 da 20:30 (UTC)Respont
diwar skañv n'eo ket. hag e 1716 e oa bet skrivet levrioù e brezhoneg diwar-benn seurt traoù (ha ne vije ket bet o kas an holl d'an ifern?!). ma'ch'h eus c'hoant, kemm anezhañ. mar fell dit chom hep duañ an intrenet gant seurt traoù, chom hep en ober. n'eus ket aezetoc'h!
cheñchet e oa bet banniel breizh dre fazi ganin - fellet a rae din lemel kuit ar bennlizherenn nemetken. n'eo ket dav mennegiñ pe fzi bizskrivañ pe pep fazi reizhskrivadur pe yezhadur - bez' e c'hellez kemm anezhe war-eeun  .
ha bezomp seven atav mar plij - tud zo hag a zo bet o labourat kalet war ar raktres-mañ abaoe n'oûn ket pegeit ha ma ne vije ket bet great fazioù gante (evel e vez graet fazioù ganez-te ivez sur-mat) ne vije ket deuet da vezañ hiziv ar benveg talvoudus ma'ch eo.--Neal 22 Meu 2006 da 20:54 (UTC)Respont

Ha piv en deus laeret an erminigoù !?! Matilin 22 Meu 2006 da 20:46 (UTC)Respont


Just a-walc'h, ne gav ket din eo diseven lavaret e soñj war ar bajenn gaozeal hep mont da cheñch. Ne'm boa ket c'hoant da vont da gemmañ prepoz-dibrepoz. N'omp ket o vont da ober brezel an anvioù pennadoù. Trawalc'h eo en em soñjal mat en a-raok.
E 1716 e kaver kement-mañ « Reizh signifie encore sexe. Un den a ziv reizh, un hommes des deux sexes, un hermaphrodite ». Sklaer a-walc'h eo ar ster. Pelletier a oa un den a iliz (n'ouzon ket petra eo deuet da vezañ war-lerc'h e varv). Rognogno 23 Meu 2006 da 12:15 (UTC)Respont

n'eo ket abalamour d'ar pezh az poa skrivet em boa lâret e oa bet diseven, met abalamour d'an ton. n'eo ket strikt forzh penaos. evit ar pezh a sell ouzh an termeniñ, ar gwir a zo ganit evel-just - ken ma ranker ober an diforc'h etre reizh ha rev rak un den bisexuel n'en deus ket daou reizh. lenn ar pennad diwar-benn an divreviadezh. --Neal 23 Meu 2006 da 13:27 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Banniel an arallrevelezh".